Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann

Index

 

Pennad 20

AR BEZ GOULLO

1 D’an deiz kenta euz ar zizun, da houlou-deiz, pa oa teñval c’hoaz, ez eas Mari Madalen d’ar béz, hag e welas e oa lamet kuit ar mên diwarnañ.

2 D’ar réd e tistro da gavoud Simon-Pèr hag an diskibl all, an hini a oa karet gand Jezuz, hag e lavaras dezo :

« Lamet o-deus an Aotrou euz ar béz, ha n’ouzon ket e peleh o-deus e lakeet ».

3 Neuze ez eas Pèr hag an diskibl all er-mêz, hag ez ejont d’ar béz.

4 Redeg a reent o-daou asamblez med redeg a reas buannoh an diskibl all, hag eh erruas da genta er béz.

5 Soubla a reas da zelled hag e wél al lurennou lakeet eno. Med chom a ra hep mond tre.

6 D’e dro war e lerh, eh erruas ive Simon-Pèr, hag ez eas e-barz ar béz.

Gweled a reas al lurennou lakeet eno 7 hag al lienenn bet lakeet war ar penn, med houmañ e-leh beza gand al lurennou, a oa rollet brao en eul leh a gostez.

8 Neuze eo eh antreas d’e dro er béz an diskibl all, an hini a oa digouezet da genta. Gweled a reas hag e kredas.

9 Beteg neuze n’o-doa ket c’hoaz komprenet ar Skritur pa lavare e tlee Jezuz sevel a-douez ar re varo.

10 Goudeze e tistroas an diskibien d’ar gêr.

MARI-MADALEN A WEL AN AOTROU

11 Mari a-vad a oa chomet er-mêz, e-tal ar béz, hag a ouele. E ser gouela e soublas e diabarz ar béz, 12 hag e welas daou El, gwisket e gwenn, azezet el leh m’oa bet astennet korv Jezuz, ’unan ouz ar penn hag egile ouz an treid.

13 — « Maouez, emezo dezi, perag e ouelez ? »

Hi a respontas :

« Kaset o-deus ganto va Aotrou, ha n’ouzon ket e peleh o-deus e lakeet ».

14 E-ser komz evel-se, e tistro hag e wél Jezuz a oa eno, med ne ouie ket e oa Jezuz.

15 Jezuz a lavaras dezi :

« Maouez, perag e ouelez ? Piou a glaskez ? »

Hi hag a grede dezi e oa al liorzour, a lavaras dezañ :

« Aotrou, m’az-peus kaset anezañ ganit, lavar din e peleh az-peus e lakeet, ma ’z in d’e gerhad ».

16 Jezuz a lavaras dezi :

« Mariam ! »

Distrei a reas-hi ha lavared en hebreeg :

« Rabbouni ! » da lavared eo : « Mestr ».

17 Jezuz a lavaras dezi :

« N’ez a ket da douch ouzin, rag n’on ket c’hoaz pignet daved va Zad ; med kerz da gavoud va breudeur, ha lavar dezo : « Pignad a ran daved va Zad hag ho Tad, daved va Doue hag ho Toue ».

18 Mari-Madalen a zeuas da gemenn d’an diskibien :

« Gwelet am-eus an Aotrou, ha setu amañ ar pez e-neus lavaret din ».

AN DISKIBIEN A WEL AN AOTROU

19 D’an deiz-se ive, hag a oa deiz kenta ar zizun diouz an noz, ha goude ma oe bet, gand aon rag ar Juzevien, prennet doriou an ti el leh m’edo an diskibien, e teuas Jezuz.

Chom a reas en e-zav en o-zouez, hag e lavaras dezo :

« Ar peoh ra vezo ganeoh ! »

20 E-ser kaozeal, e tiskouezas dezo e zaouarn hag e gostez. O weled an Aotrou e oe laouen-braz an diskibien.

21 A-nevez e lavaras Jezuz dezo :

« Ar peoh ra vezo ganeoh ! Evel m’e-neus va Zad kaset ahanon, me ho kas d’am zro ».

22 Goude ar homzou-ze, e c’hwez warno en eur lavared :

« Resevit ar Spered-Santel.

23 « Ar re ho-po pardonet dezo o ’fehejou, e vezint pardonet dezo, hag ar re ho-po o dalhet outo e vezint dalhet outo ».

FEIZ TOMAZ

24 Tomaz a-vad, unan euz an diskibien, an hini anvet Gevell, n’edo ket ganto pa oa deuet Jezuz.

25 An diskibien all a lavaras dezañ :

— « Gwelet on-eus an Aotrou ! »

Med eñ a lavaras dezo :

« Ma ne welan ket en e zaouarn ar merk euz an tachou, ma ne lakan ket va biz e toullou an tachou ha va dorn en e gostez, nann me ne gredin ket ».

26 Eiz devez goude, edo adarre an diskibien en ti ha Tomaz a oa ganto. Jezuz a zeuas ; an oll doriou a oa serret ; hag eñ, en o-zouez, a lavaras dezo :

« Ar peoh ra vezo ganeoh ».

27 Goudeze e lavaras da Domaz :

« Lak da viz amañ, ha gwél va daouarn, tosta da zorn ha lak anezañ em hostez ; paouez da veza diskredig, deus da veza dén a feiz ».

28 — « Va Aotrou ha va Doue ! » eme dezañ Tomaz.

29 Jezuz a lavaras dezañ :

« Ablamour m’az-peus va gwelet az-peus kredet. Eüruz ar re o-deus kredet hep beza gwelet ».

30 Stank eo ar burzudou all bet greet gand Jezuz dirag e ziskibien, ha n’int ket skrivet el levr-mañ.

31 Ar re-mañ a zo bet skrivet ablamour deoh da gredi eo Jezuz ar Hrist Mab Doue, ha ma helloh, o kredi, kaoud ar vuez en e ano [53].


21/23