Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann

Index

 

Pennad 13

JEZUZ A WALH O ZREID D’E ZISKIBIEN

1 A-raog Gouel Pask, Jezuz o houzoud e oa deuet evitañ an eur da dremen euz ar béd-mañ daved e Dad, Eñ hag e-noe karet e dud hag a oa er béd, o haras beteg penn.

2 E-pad eur préd, p’e-noa dija lakeet an diaoul e kalon Judaz, mab Simon Iskariot, ar zoñj d’e werza, 3 Jezuz, o houzoud e-noa e Dad laket pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet euz Doue hag e tistroe daved Doue, 4 a zav diouz taol, a denn e vantell, a gemer eul lienenn hag a lak anezi en-dro d’e zargreiz.

5 Neuze e skuill dour en eur vasin hag en em ro da walhi treid e ziskibien, ha d’o zeha gand al lienen a oa en-dro dezañ.

6 Dond a reas evel-se beteg Simon-Pèr hag hemañ a lavaras dezañ :

« Te Aotrou, gwalhi din va zreid ? »

7 Respont a reas Jezuz dezañ :

« Ar pez a ran ne intentez ket bremañ, med diwezatoh e ri ».

8 Pèr a lavaras dezañ :

« Gwalhi va zreid din-me ?, nann, ne walhi biken din va zreid ! »

Ha Jezuz dezañ :

« Ma ne walhan ket ahanout, n’az-po perz e-béd ganin ».

9 Lavared a reas neuze Simon-Pèr dezañ :

— « Neuze, Aotrou, n’eo ket hepkén va zreid med ive va daouarn ha va ’fenn ».

10 Lavared a reas Jezuz dezañ :

« An dén e-neus en em walhet n’e-neus ezomm e-béd mui da veza gwalhet, glan eo penn-da-benn.

« Ha c’hwi a zo glan ; n’eo ket an oll ahanoh a-vad ».

11 Rag gouzoud a ree piou a dlee e werza. Setu perag e-noa lavaret : « N’eo ket an oll ahanoh a zo glan ».

12 Goude beza gwalhet dezo o zreid, e wiskas adarre e zillad, ez eas a-nevez ouz taol hag e lavaras dezo :

« Hag intent a rit-hu ar pez am-eus greet deoh ?

13 « Va envel a rit Mestr hag Aotrou,
ha gwir a lavarit,
rag bez’ ez on.

14 « M’am-eus-me, ho Mestr hag hoh Aotrou,
gwalhet deoh ho treid,
c’hwi ive a dle gwalhi ho treid an eil d’egile [41].

15 « Eur skwer am-eus roet deoh,
evid ma reoh, c’hwi ive,
evel m’am-eus greet deoh.

16 « E gwirionez, e gwirionez m’hel lavar deoh,
n’eo ket ar zervicher brasoh eged e vestr,
nag ar hannad brasoh eged an hini e-neus e gaset.

17 « Anaoudeg euz an traou-ze
e vezoh eùruz,
da vihana ma vevit hervezo.

18 « N’eo ket evidoh oll eo e komzan ;
— anaoud a ran ar re am-eus dibabet —
med evid ma teuio da wir ar Skritur :
« An hini a zebre ar bara ganin
« e-neus savet e zeul a-eneb din ».

19 « Hel lavared a ran deoh bremañ,
a-raog ma tigouezo,
evid ma kredoh « Ez On-me »
pa zigouezo.

20 « E gwirionez, e gwirionez m’hel lavar deoh :
An neb a zigemer an hini a gasan
am digemer me va-unan,
hag an neb am digemer
a zigemer an hini e-neus kaset ahanon ».

JEZUZ A RO DA ANAOUD AN TRUBARD

21 Goude beza komzet evel-se, e oe Jezuz strafuillet er spered, hag e tisklerias frêz :

« E gwirionez, e gwirionez, unan ahanoh a zo o vond d’am gwerza ».

22 Selled a ree an diskibien an eil ouz egile, o houlenn enno o-unan euz piou e komze.

23 Unan euz an diskibien, an hini end-eün a oa karet gand Jezuz, a oa astennet harp ouz Jezuz. 24 Simon Pèr a dennas e evez :

« Goulenn ’ta euz piou ez eus ano gantañ ».

25 An diskibl a zoublas war vruched Jezuz hag [42] a houlennas outañ :

« Piou eo Aotrou ? »

26 Jezuz a respontas :

« An hini a ginnigin dezañ an tamm am-bo soubet ».

Ha Jezuz kemered an tamm e-noa soubet hag e rei da Judaz Iskariot, mab Simon. 27 D’ar mare-ze, p’e-noa kinniget an tamm-se dezañ, eh antreas Satan ennañ.

Jezuz a lavaras neuze :

« Ar pez az-peus da ober, her gra buan ».

28 Med nikun euz ar re a oa war al leh ne intentas perag e-noa lavaret kement-se. 29 O veza m’edo ar yalh gand Judaz, lod a zoñjas e-noa lavaret Jezuz dezañ prena ar pez a oa réd evid ar gouel, pe c’hoaz rei eun dra bennag d’ar paour.

30 Hag evid Judaz, kemeret gantañ an tamm, ez eas er-mêz raktal. Noz teñval e oa.

31 Pa oe eet Judaz er-mêz, e lavaras Jezuz :

« Bremañ e-neus Mab an Dén resevet gloar, ha drezañ e-neus Doue resevet gloar.

32 « Doue a roio gloar dezañ, ennañ e-unan, hag hep dale eo e roio gloar dezañ ».

EMZIVIZ KENAVO

33 « Va bugaligou,
n’emaon ganeoh nemed evid eun nebeud amzer ;
Va hlask a reoh,
ha m’am-eus lavaret d’ar Juzevien :
« D’al leh ma ’z an
ne hellit ket dond »,
deoh-c’hwi ive e lavaran bremañ kement-se.

34 « Eur gourhemenn nevez a roan deoh :
En em garit an eil egile.
Evel m’am-eus-me ho karet
e tleit, c’hwi ive,
en em gared an eil egile.

35 « M’ho-peus karantez an eil evid egile
e ouezo an oll ez oh diskibien din ».

36 Lavaret a reas Simon Pèr dezañ :

— « Aotrou, da beleh ez ez ? »

— « D’al leh ez an, eme Jezuz,
ne héllez ket dond d’am heul bremañ,
med dond a ri diwezatoh ».

37 — « Aotrou, eme Bèr, perag ne hellan ket mond d’az heul bremañ dioustu ? Va buez a roin evidout ».

38 Jezuz a respontas :

« Rei da vuez evidon !
E gwirionez, e gwirionez m’hel lavar dit :
nann ne gano ket ar hillog
a-raog m’az-po va dinahet teir gwech.


14/23