Aviel Jezuz-Krist hervez sant Mark

Index

Pennad 5

PARE EUN DEN A OA E DALH AN DROUG-SPERED

1 Digouezoud a rejont en tu all d’ar mor e bro ar Jerazenianed.

2 P’edo o tiskenn euz ar vag, e teuas en arbenn dezañ eun dén dalhet gand eur spered louz, o tond euz ar beziou. 3 Er beziou edo o chom ha ne helle mui dén e-béd e staga gand eur jadenn zokén. 4 Rag aliez e oa bel staget gand hualou ha chadennou, med torret e-noa ar chadennou ha brevet an hualou, ha n’oa dén e-béd gouest da zond a-benn anezañ.

5 Noz ha deiz e veze er beziou pe war ar meneziou, o krial pe o tispenn e gorv gand mein.

6 O weled Jezuz a ziabell, e tiredas hag e stouas dirazañ. 7 A vouez kreñv e krias :

« Petra ’glaskez ouzin, Jezuz, Mab Doue Uhel-Meurbéd ? Da aspedi ’ran, en ano Doue, ne d-a ket de ober poan din ».

8 Rag Jezuz a lavare dezañ :

« Kerz er-mêz euz an dén-ze, spered hudur ».

9 Goulenn a ree outañ :

« Pe ano out ? »

« Va ano, emezan, eo strollad, rag kalz a zo ahanom ».

10 Pedi hag aspedi a ree anezañ da jom heb o has euz ar vro. 11 Eno e oa, diouz kostez ar menez, eur vandenn vraz a voh o peuri [17]. 12 Ar sperejou hudur a aspedas Jezuz en eur lavared :

« Kas ahanom er moh evid ma ’z aim enno ».

13 Aotre a roas dezo, hag ez ejont er-mêz euz an dén evid mond er moh, hag eh en em daolas ar vandenn er mor diwar an tornaod. Eun daou vil bennag a oa anezo, hag e oent beuzet er mor.

14 Ar re a oa ouz o diwall a dehas kuit, hag a gontas, e kêr ha war ar-mêz, ar pez a oa c’hoarvezet. An dud a zeuas da weled petra ’oa erruet.

15 Dond a reont beteg Jezuz, hag e welont an dén dalhet gand an droug-spered, war e azez, gwisket, hag e skiant vad gantañ, en hag a oa bet an droug-spered « strollad » ennañ. Hag e krogas ar spont enno.

16 Ar re o-doa gwelet a gontas ar pez a oa c’hoarvezet gand an dén dalhet, ha diwar-benn ar moh. 17 Aspedi ’rejont anezañ da bellaad diouz o bro.

18 P’edo o pignad er vag, an hini a oa bet dalhet gand an droug-spered a bede anezañ d’e lezel da jom gantañ. 19 Jezuz a-vad ne roas ket aotre dezañ, med lavared a reas :

« Kee d’ar gêr da gavoud da dud, ha ro dezo da houzoud kement e-neus greet an Aotrou evidout, hag an drugarez e-neus diskouezet en da geñver ».

20 Mond a reas kuit an dén hag en em lakaad da embann e bro an Degkêr [18], kement e-noa greet Jezuz evitan, hag e oe sebezet an oll.

PARE EUR VAOUEZ

21 Jezuz a oa distroet gand ar vag en tu all d’ar mor. Eur bobl tud a oa diredet d’e gavoud. War ribl ar mor edo.

22 Dond a reas beteg ennañ unan euz renerien ar zinagog, Jaïr e ano, hag ouz e weled, e kouez d’an douar e-harz e dreid, 23 hag e péd anezañ dalhmad da zond d’e di, en eur lavared :

« Va merhig a zo war he zremeñvan, deus da astenn an dorn warni, ma vo pareet ha ma chomo beo ».

24 Mond a reas Jezuz gantañ. Kalz a dud a yeas d’e heul hag a enke stard anezañ.

25 Bez’ e oa eur vaouez, klanv gand ar holl-gwad abaoe daouzeg vloaz. 26 Kalz he-doa bet da houzañv a-berz e-leiz a vedisined ; dispignet he-doa kement he-devoa hep kaoud gwellaenn e-béd, med kentoh o vond war wasaad.

27 O veza klevet ano euz Jezuz, e teuas e-touez an dud a-dreñv dezañ hag e touchas ouz e vantell. 28 Lavared a ree enni heh-unan :

« Ha pa ne rafen nemed touch ouz e zillad, e vin pareet ».

29 Ha kerkent eh ehanas da goll gwad, hag e santas en he horv e oa pareet euz he hleñved.

30 Kerkent e ouezas Jezuz e oa cet eur vertuz kuit anezañ. Trei a ra war-zu ar bobl en eur houlenn :

« Piou e-neus touchet ouz va dillad ? »

31 E ziskibien a lavare dezañ :

— « Gweled a rez an engroez tud a wask ahanout, hag e houlennez piou e-neus touchet ouzit ? »

32 En a zelle en-dro dezañ evid gweled an hini he-doa greet kement-se. 33 Ar vaouez neuze, kroget aon enni, o krena, o veza ma ouie Jezuz petra ’oa c’hoarvezet ganti, a zeuas da goueza e-harz e dreid, hag a lavaras dezañ ar wirionez penn-da-benn.

34 Jezuz a lavaras dezi :

«  Va merh, da ’feiz he-deus da zaveteet. Kerz e peoh ha bez pareet euz da gleñved ».

DASORH MERH JAIR

35 E-pad m’edo o komz e tigouezas tud euz ti ar rener sinagog da lavared dezañ :

« Da verh a zo maro. Perag tregasi c’hoaz ar Mestr ? »

36 Med Jezuz o veza klevet ar homzou-ze, a lavaras d’ar rener sinagog :

« Arabad dit kaoud aon. Bez feiz nemetkén ».

37 Ne roas aotre da zen e-béd da vond gantañ, nemed da Bèr, da Jakez ha da Yann breur Jakez. 38 Dond a reont beteg ti ar rener sinagog. Jezuz a wél an dud, trouz braz ganto, o ouela hag o krial forz.

39 O veza cet en ti e lavar dezo :

« Perag an trouz hag ar gouelvan-ze ? Ar plahig n’eo ket maro. Kousket eo ! »

40 Hag an dud a ree goap anezañ. Med En a ra dezo oll mond er-mêz, a gemer gantañ tad ha mamm ar plahig hag an diskibien deuet d’e heul hag a antre el leh m’edo ar plahig. 41 Kregi ’ra en he dorn hag e lavar dezi :

« Talita koum ! Da lavared eo : « Plahig, me ’lavar dit : sao ! »

42 Kerkent edo ar plahig en he-zav hag e stagas da vale, rag daouzeg vloaz e oa. Kerkent ive, setu an dud-se er-mêz anezo o-unan ken souezet e oant. 43 Jezuz a zifenn stard outo na vefe gouezet gand dén e-béd, hag e lavaras rei dezi da zebri.


6/18