Aviel Jezuz-Krist hervez sant Mark

Index

Pennad 4

PARABOLENN AN HADER

1 Jezuz en em roas adarre da gelenn war ribl ar mor. Kalz tud a ziredas en-dro dezañ, ken niveruz, ma pignas da azeza en eur vag war ar mor. Ar bobl a oa dirazañ, en douar, troet war-zu ar mor.

2 Kalz traou a zeske dezo dre barabolennou [14]. Lavared a ree dezo en e gelennadurez :

3— «  Selaouit ! Setu an hader eet da hada. 4 E-pad m’edo oh hada, e kouezas greun e kostez an hent. Al laboused a deuas hag o debras.

5 Lod all a gouezas war eun dachenn veineg, el leh ne oa ket kalz a goundoun. Sevel a rejont dioustu dre ma n’oa ket kalz a zouar. 6 Med pa zavas an heol e oent devet, hag o veza ma oent dibourvez a wriziou e tizehjont.

7 « Lod all a gouezas e-touez ar spern. Ar spern a greskas hag o mougas. Frouez e-béd ne zavas diwarno.

8 « Lod all e gouezas en douar mad, a zavas, a greskas hag a daolas frouez, o rei tregont, tri-ugent ha kant evid unan ».

9 Hag e lavare Jezuz :

« An neb e-neus diskouarn da gleved, ra glevo ! ».

PERAG PARABOLENNOU

10 P’en em gavas e-unan, e stagas ar re a oa en-dro dezañ gand an Daouzeg, da ober goulennou outañ war ar parabolennou.

11 Hag e lavare dezo :

« Deoh-c’hwi eo bet roet da anaoud mister Rouantèlèz Doue. Med evid ar re a zo er-mêz e teu pep tra dezo dre barabolennou [15], 12 evid ma ne weljent ket daoust ma sellont, ha ma ne intentjent ket daoust ma klevont, gand aon na zistrojent ouz Doue ha na vefent pardonet ».

DISPLEG PARABOLENN AN HADER

13 Hag e lavaras dezo : « Ne intentit ket ar barabolenn-se ? Penaoz neuze eh intentfeh an oll barabolennou ? »

14 « An hader a had ar Gomz. 15 An dud a zo war bord an hent el leh m’eo hadet ar Gomz, p’o-deus klevet, e teu kerkent Satan, hag e lam kuit ar Gomz bet hadet enno.

16 « En hevelep doare, ar re a zo bet hadet e tachennou meineg, ar re-ze, p’o-deus klevet ar Gomz, o-deus kerkent he resevet gand levenez. 17 Med n’eus ket a wriziou enno, n’int ket tud da badoud. Ha pa zav diénéz pe heskinèrèz ablamour d’ar Gomz e vezont skoillet.

18 Re all a zo hadet e-touez an spern : ar re-ze eo ar re o-deus klevet ar Gomz. 19 Med prederiou ar béd, touellèrèz ar binvidigez ha c’hoantegeziou all, en em zil en o hreiz, hag a voug ar Gomz hag houman a jom difrouez.

20 « Ha setu ar re a zo bet hadet en douar mad : ar re-ze a glèv ar Gomz, a reseo anezi hag a daol frouez : tregont evid unan, tri-ugent evid unan, kant evid unan ».

PENAOZ RESEO HA REI

21 Lavared a reas dezo :

« Daoust hag e tigaser al lamp evid e lakaad dindan ar boezell pe dindan ar gwele ? Daoust ha n’eo ket evid e lakaad war eur zichenn ?

22 « Rag n’eus netra guzet ha ne dle ket beza dizoloet, netra sekret ha ne dle ket beza anavezet :

23 « Ma ’z eus unan bennag hag e-neus diskouarn da gleved, ra glevo ! »

24 Lavared a ree dezo :

« Taolit evez mad ouz ar pez a glevit : Ar muzul a vuzulit gantañ a zervicho da vuzula deoh, ha zokén e vo laket deoh ouspenn.

25 Rag an hini e-neus a vo roet dezañ, hag an hini n’e-neus ket a vo lamet digantañ ar pez e-neus zokén.

AR GREUN A ZAV O-UNAN

26 — « Gand Rouantèlèz Doue ema kont evel gand eun dén taolqt gantañ had en douar. 27 Pe ’ve kousket, pe ’ve dihun, en noz pe en deiz, e tiwan hag e kresk an had hep gouzoud dezañ.

28 « An douar, anezañ e-unan, a daol e ’frouez, da genta ar yeotenn, goudeze ar penn-éd, hag erfin greun leun ar penn.

29 Ha pa vez dare an éd, dioustu e vez medet, o veza ma vez deuet amzer an eost ».

AR HREUNENN ZEZO

30 Lavared a ree c’hoaz :

« Ouz petra eo heñvel Rouantèlèz Doue ? Gand peseurt parabolenn rei anezi da intent ?

31 « Heñvel eo ouz eur hreunenn zezo. Pa vez taolet en douar e vez anezi ar bihanna euz an oll hajou a zo er béd, 32 med pa vez bet hadet e sav, hag e teu da veza brasoh eged an oll blant all. Skourrou braz a zav dezi, ken ma hell laboused an neñv kaoud ar goudor dindan he skeud ». 33 Ha gand seurt parabolennou e roe d’an dud e gelennadurez e kement ha ma oant gouest da intent.

34 Ne gomze outo nemed dre barabolennou, med pa veze gand e ziskibien en o fart o-unan, e tisplege dezo pep tra.

AR BARR-AMZER SIOULLEET

35 En deiz-se, deuet ar pardaez-noz, e lavaras Jezuz dezo :

« Tréizom da vond en tu all ».

36 Goude beza digouviet ar bobl, e kemerjont Jezuz, evel m’edo, ganto er vag ; ha bez e oa bagou all ouz e heul.

37 Eur barr avel diroll a zav. An tarziou a lamme er vag beteg he harga [16].

38 Jezuz a oa e penn a-dreñv ar vag, kousket war eun dorchenn. Dihuna ’reont anezañ en eur lavared :

« Mestr, ne ra netra dit e vefem o vond da goll ?

39 Eur wech dihunet e hourdrouzas an avel, hag e lavaras d’ar mor :

« Chom sioul ! Ro peoh ! » .

Ha setu torret an avel ha peoh kaer o rén. 40 Lavared a reas Jezuz dezo  :

« Perag kaoud aon evel-se ? Penaoz ! n’ho-peus ket a ’feiz ? »

41 Aon a grogas enno hag e lavarjont kenetrezo :

« Piou ’ta eo hemañ, pa zent outañ koulz an avel hag ar mor ? »


5/18