Aviel Jezuz-Krist hervez sant Mark

Index

Pennad 2

PARE AN DEN SEIZET

1 Eun nebeud deveziou goudeze e tistroas Jezuz da Gafarnaom, hag e oe klevet edo er gêr, 2 hag e tiredas kement a dud ma n’oa ket a blas dezo, dirag an nor zokén. Prezeg a ree dezo ar Gomz.

3 Setu e oe digaset dezañ eun dén seizet e izili douget gand pevar dén. 4 O veza ma ne hellent ket tostaad outan ablamour d’an engroez, e rejont eun toull en doenn a-zioh al leh m’edo [6], ha goudeze e tiskennjont dre an toull ar hravaz ma oa astennet warni an dén seizet.

5 Jezuz o weled o ’feiz a lavaras d’an dén seizet :

« Va mab, pardonet eo dit da behejou ».

6 Bez’ e oa eno war o azez eun nebeud Skribed hag a lavaras enno o-unan :

7 — « Penaoz e hell an dén-ze komz evel-se ? » Blasfemi a ra ! Piou a hell pardoni ar pehejou nemed Doue hepkén ? »

8 Kerkent Jezuz, o lenn dre e spered ar zoñjou a droent en o halonou, a lavaras dezo :

9 — « Perag e vagit seurt sonjou en ho kalon ? Petra eo an êsa ? Lavared d’an dén seizet : Da behejou a zo pardonet dit, pe lavared : Sao en da-zav, kemer da hravaz ha kerz ?

10 Mad ! evid ma ouezoh e-neus Mab an Dén galloud da bardoni ar pehejou war an douar, 11 e lavaran d’an dén seizet : Sao en da-zav, kemer da hravaz ha kee d’ar gêr ».

12 An dén a zavas en e-zav, a gemeras kerkent e hravaz hag a yeas er-mêz a-wél d’an oll, ma oe ar bobl a-béz estlammet, ha ma rentent gloar da Zoue, en eur lavared.

« Biskoaz n’on-eus gwelet kemend-all ! »

LEVI GALVET GAND JEZUZ

13 Mond a reas Jezuz en-dro war ribl ar mor. An oll a zirede davetañ hag Eñ o helenne.

14 En eur vond e-biou, e welas Levi [7], mab Alfe, azezet e bureo ar maltoutèrèz. Lavared a reas dezañ :

« Deus d’am heul »,

Hag eñ sevel ha mond d’e heul.

15 Ha setu Jezuz ouz taol en e di. Kalz publikaned ha peherien a oa ive gantañ hag e ziskibien, rag kalz tud a oa deuet d’e heul, 16 Skribed zokén a-du gand ar Farizianed [8].

Ar re-mañ o weled anezañ o tebri gand ar beherien hag ar bublikaned a lavare d’e ziskibien :

«  Petra ! Debri hag eva ’ra gand ar bublikaned hag ar beherien ! »

17 Jezuz o veza klevet a lavaras dezo :

« N’eo ket an dud yah eo o-deus ezomm euz ar medisin med ar re glañv. Deuet on da helver, n’eo ket an dud just, med ar beherien.

DIWAR-BENN AR YUN

18 Devez yun a oa gand diskibien Yann hag ar Farizianed, hag e teujont da houlenn ouz Jezuz :

« Perag ne yun ket da ziskibien dit-te, p’ema o yun diskibien Yann ha re ar Farizianed ? »

19 Jezuz a respontas :

« Daoust ha deread eo da gompagnuned an dén nevez yun e-keid ha m’ema ganto ? Endra m’ema an dén nevez ganto n’eus tu e-béd dezo da yun.

20 « Eun amzer a zeuio a-vad hag e vo lamet an dén nevez diganto ; en deiz-se e yunint.

21 « Ne zeu nikun da beñselia eur wiskamant koz gand eun tamm peñsel nevez ; a-hend-all, ar peñsel nevez a zach war an danvez koz hag a rog anezañ gwasoh.

22 « Pe c’hoaz, ne laka nikun gwin nevez e sehier-lèr koz, a-hend-all, ar gwin a laka ar zehier-lèr da darza ; ar gwin a vez kollet koulz hag ar zehier-lèr. Evid gwin nevez, sehier-lèr nevez » [9].

AR PENNOU-ED KUTUILLET EUN DEIZ SABAT

23 Eun devez sabat edo Jezuz o tremen dre barkajou gwiniz. E ziskibien, dre ma ’z eent, a gutuille pennou. 24 Ar Farizianed a lavare :

« Gwel ’ta petra ’reont da zeiz ar zabat ! Eun dra difennet ».

25 Jezuz a respontas dezo :

«  Ha n’ho-peus ket lennet morse ar pez a reas David, p’edo en diénéz ha naon dezañ ha d’an dud a oa gantañ ?

26 Mond a reas e ti Doue, en amzer Abiatar ar Beleg-Braz hag e tebras baraennou ar hinnig ha ne oa nemed ar veleien hag a helle debri anezo, hag e roas ive d’an dud a oa gantañ ».

27 Jezuz a gendalhas :

«  Greet eo ar zabat evid an dud ha n’eo ket an dud evid ar zabat, 28 en doare ma ’z eo Mab an Dén mestr war ar zabat zokén ».


3/18