Aviel Jezuz-Krist hervez sant Mark

Index

Pennad 16

AR MERHED EET D’AR BEZ

1 Tremenet ar zabat, Mari-Madalen, Mari mamm Jakez ha Salome, a brenas louzeier c’hwez-vad, evid mond da valzami korv Jezuz.

2 Mintin mad, da zeiz kenta ar zizun [38], ez eont d’ar béz d’ar zao-heol. 3 Hag e lavarent kenetrezo :

« Piou a ruillo deom ar mên diwar toull ar béz ? »

4 Gand eur zell e welont ar mên ruillet a gostez, braz koulskoude an tamm anezañ.

5 En eur vond tre er béz e welont, azezet en tu-dehou, eun dén yaouank, gwisket e gwenn, hag e oent spontet. 6 Med en a lavaras dezo :

« N’it ket da sponta. Jezuz a Nazared emaoh o klask, an hini a zo bet staget ouz ar groaz : adsavet eo da veo. N’ema ket amañ. Setu al leh m’oa bet laket e gorv. 7 Bremañ, it da lavared d’e ziskibien ha dreist-oll da Bèr : « En ho-raog ez a da Vro-Halilea, hag eno c’hwi her gwelo evel m’e-neus lavaret deoh ».

8 Mond a rejont er-mêz ha tehed pell diouz ar béz rag krena ’reent ha strafuillet e oant. Ne lavarjont netra da zen gand ar spont a oa warno... [39].

JEZUZ EN EM ZISKOUEZ BEO

9 Adsavet da veo diouz ar mintin, da zeiz kenta ar zizun, en em ziskouezas Jezuz da genta da Vari-Madalen, e-noa argaset seiz droug-spered anezi.

10 Houmañ a yeas da gas ar helou d’ar re a oa bet gantañ hag a oa e kañv hag en daelou. 11 Med o kleved e oa beo hag he-doa-hi e welet, ne grédjont ket.

12 Goudeze en em ziskouezas en eur stum all de zaou anezo a oa oh ober hent da vond war ar-mêz [40]. 13 Hag ar re-mañ a zeuas da gonta d’ar re all. Int-i kennebeud ne oent ket kredet.

14 Goude en em ziskouezas d’an unneg p’edont ouz taol hag e rebechas dezo beza bet diskredig ha kaled a galon, ablamour n’o-doa ket kredet ar re o-doa e welet savet a varo da veo.

AN DISKIBIEN KASET DA BREZEG AN AVIEL

15 Lavared a reas dezo :

« It dre ar béd ar-béz, embannit Kelou Mad an Aviel d’an oll dud. 16 An neb e-no feiz hag a resevo ar vadeziant, a vo salvet. An neb a zinaho kredi a vo kondaonet.

17 Setu amañ ar zinou burzuduz a vo da heul ar re o-devo kredet : dre va ano e kasint kuit an droug-sperejou. Yezou nevez a gomzint. Kregi a raint en naered, 18 ha goude m’o-defe evet eur poezon marvel bennag, n’o-devo dïêz e-béd. Astenn a raint o daouarn war ar re glañv, hag a re-mañ a wellaio dezo ».

19 Neuze, an Aotrou Jezuz, échu gantañ e gomz, a oe douget d’an Neñv. Azeza ’reas en tu dehou da Zoue.

20 Int-i a-vad a yeas da brezeg e pep leh. A-unan ganto e laboure an Aotrou. Hemañ ’roe nerz d’ar Gomz dre ar burzudou a zeue d’he heul.


17/18