Aviel Jezuz-Krist hervez sant Mark

Index

Pennad 15

JEZUZ DIRAG PILAT

1 A-bréd diouz ar minlin e reas ar Veleien-Vraz boda Pennou-Braz ar bobl hag ar Skribed, gand ar Huzul-Meur a-béz. Goude beza chadennel Jezuz, e kasjont anezañ da di Bilat, ar gouarnour. 2 Goulenn a reas Pilat outañ :

- « Ha bez’ ez oul-le roue ar Juzevien ? ».

Respont a reas Jezuz :

- « Te eo henn lavar ».

3 Tamallou e-leiz a zave ar Veleien-Vraz a-eneb dezañ. 4 Pilat a houlennas oulan adarre :

« N’ez-peus netra da respont ? Sell pegen braz tamallou a reont dit ? »

5 Med Jezuz ne respontas mui nelra, ar pez a lakeas Pilat da veza souezet.

6 Hogen, da geñver gouel Pask, edo ar hiz ganlan da rei dezo, war o goulenn, ar frankiz d’eur prizoniad, an hini a houlennent.

7 An den anvel Barabbaz a oa neuze er prizon gand an dispaherien all, lazel ganlo eun dén e-pad an laol-dispah.

8 Pignet beleg ennañ, e houlennas ar bobl digand Pilat ar pez e oa kuslum da rei dezo. 9 Pilat a respontas :

« Ha c’hoant ho-peus e laoskfen ganeoh roue ar Juzevien ? »

10 Gouzoud a ree tra-walh e oa dre warizi o-doa ar Veleien-Vraz lakel Jezuz etre e zaouarn. 11 Med ar veleien-Vraz a boulzas ar bobl da houlenn kenloh ma ve laoskel Barabbaz. 12 Pilat neuze a gomzas hag a lavaras dezo :

« Petra ’rin neuze euz an hini a anvit roue ar Juzevien ?

13 A-bouez-penn e respontjont :

— « Stag anezañ ouz ar groaz !  »

14 Ha Pilat :

« Peseurt droug e-neus greet eta ? » ,

Kreñvoh c’hoaz e youh an dud :

« Stag anezañ ouz ar groaz !  »

15 Pilat neuze, c’hoant dezañ plijoud d’ar bobl, a laoskas ganto Barabbaz. Ober a reas skourjeza Jezuz hag e lezel ganto da veza staget ouz ar groaz.

16 Ar zoudarded a gasas anezañ e diabarz ar pretordi, e palez ar gouarnour, ha boda ’reont ar gompagnunez a-béz.

17 Gwiska ’reont dezañ eur vantell ruz-moug ha war e benn e lakont eur gurunenn spern greet ganto. 18 Hag e teujont d’e zaludi :

« Salud, roue ar Juzevien !  ».

19 Hag e skoent war e benn gand eur gorzenn, e tufent outafl, e plegent o daoulin evid stoui dirazañ.

20 Goude beza greet goap anezañ, e tennont digantañ ar vantell ruz-moug hag e lakont dezan e zillad. Neuze e kasont anezañ er-mêz evid mond d’e staga ouz ar groaz.

JEZUZ STAGET OUZ AR GROAZ

21 Kemer a reont, evid dougenn ar groaz, eun dén hag a dremene dre eno, o tond d’ar gêr euz ar park : Simon a Zyren, tad Alexandr ha Rufuz.

22 E gas a reont beteg al leh anvet Golgota, da lavared eo « leh ar hlopenn ». 23 Kinnig a reont dezañ da eva gwin mesket gand mir, med ne ’fellas ket dezañ kemer.

24 E staga ’rejont ouz ar groaz, ha goudeze e lodennjont e zillad kenetrezo en eur denna ar zord warno, evid lakaad e lod da bep hini.

25 Nav eur e oa p’o-doa e staget ouz ar groaz. 26 Ar skritell hag a verke perag e oa bet kondaonet a oa merket warni ar geriou-man : « Roue ar Juzevien ».

27 Asamblez gantañ, a lakjont daou laer e kroaz unan a-zehou dezañ hag egile a-gleiz. 28 Evel-se e teue da wir komzou ar Skritur-Zakr : « E renk an dorfetourien eo bet laket ».

29 An dremenidi a wall-gomze dezañ oh heja o ’fenn hag o lavared :

« Ahanta ! Te hag a ziskar an templ, hag a zav anezañ a nevez dindan tri devez, 30 en em zavete da-unan ! diskenn euz ar groaz ! ».

31 Ar Veleien-Vraz ive, kenetrezo, gand ar Skribed, a hoarze goap hag a lavare :

« Re all e-neus saveteet, ha ne hell ket en em zavetei e-unan ! 32 Eñ, ar Mesiaz, roue Israël, ra ziskenno bremañ euz ar groaz, ma welim ha ma kredim ! ».

Ar re zoken a oa staget ouz ar groaz, en e gichenn, a zistage outañ gwall-gomzou.

MARO JEZUZ

33 Da greisteiz, an deñvalijenn a holoas an douar a-béz, beteg teir eur. 34 Da deir eur e lez Jezuz eur griadenn gand eur vouez kreñv :

« Eloi ! Eloi ! Lama sabaktani ! »

Da lavared eo : « Va Doue ! Va Doue ! perag az-peus va dilezet ? »

35 Lod euz ar re a oa en-dro dezañ a lavare ouz e gleved :

« Setu m’ema o helver Eliaz ».

36 Redeg e reas unan anezo da zouba eur spoueenn e gwin treñk hag e sav anezi e bég eur gorzenn evid rei dezañ da eva, en eur lavared :

« Lezit ’ta ! Gwelom hag en e teuio Eliaz d’e zistaga alese ».

37 Jezuz, goude beza taolet eut griadenn vraz, a rentas e spered. 38 Neuze, ar ouel euz an templ a oe roget dre an hanter, euz an neh d’an traoñ. 39 An ofiser a oa dirazañ, o weled penaoz e oa marvet, a lavaras :

« E gwirionez, Mab da Zoue e oa an dén-ze ».

40 Bez e oa ive merhed o selled euz a bell, en o zouez Mari-Madalen, Mari, mamm Jakez vihan ha mamm da Joze, ha Salome.

41 Ar re-mañ, pa veze Jezuz e Bro-Halilea, a veze ouz e heul d’e zervicha, ha kalz merhed all pignet d’e heul beteg Jeruzalem.

42 Deuet an abardaez, o veza ma edod da zerhent ar zabat, 43 e teuas Jozef a Arimati, ezel brudet, euz ar Huzul-Meur, — en ive a hortoze Rouantèlèz Doue — mond a reas hardis da gavoud Pilat, da houlenn rei dezañ korv Jezuz.

44 Souezet e oa Pilat e vefe marvet ken buan. Ouz an ofiser e-noa galvet davetañ e houlennas hag abaoe pell e oa maro. 45 Sklêrijennet gand an ofiser, Pilât a roas ar horv da Jozef.

46 O veza prenet eul liñser, e tiskennas Jozef ar horv euz ar groaz, e lakas al liñser en-dro dezañ, hag e tougas anezañ en eur béz toullet er roh, hag e ruillas eur mên da stanka ar béz.

47 Mari-Madalen ha Mari mamm Joze a oa o selled e peleh e oa bet laket korv Jezuz.


16/18