Aviel Jezuz-Krist hervez sant Mark

Index

Pennad 13

DISMAÑTR JERUZALEM [32]

1 P’edo Jezuz o vond kuit euz an templ ; e lavaras dezañ unan euz e ziskibien :

« Mestr, sell peseurt mein ! Peseurt savaduriou » !

2 Jezuz a lavaras dezañ :

« Gweled a rez ar savaduriou braz-se ? Ne jomo ket mên war vên anezo. Distrujet e vo pep tra ».

3 Jezuz a oa azezet war ar Menez Olived dirag an templ. Pèr ha Yann, gantañ a-gostez, a houlenne outañ :

4— « Lavar deom, pe vare e tigouezo kement-se, ha petra ’vo ar zin ema an oll draou-ze o vond da echui ».

5 Jezuz a lavaras dezo  :

« Taolit evez na zeufe dén d’ho touella. 6 Kalz a zeuio en eur gemer va ano hag a lavaro  : «  Me eo !  » Ha kalz tud a vo touellet ganto.

7 « Pa glevoh ano euz brezeliou, pe euz kelou a vrezeliou, n’it ket ’ta da gaoud aon. An dra-ze a dle c’hoarvezoud, med ne vo ket c’hoaz ar fin.

8 « Brezel a zavo, pobl a-eneb pobl, rouantèlèz a-eneb rouantêlèz. Krén-douar a vo e meur a leh, ha kernez. Aze e vo ar penn kenta euz poaniou ar gwilioud.

9 « Bezit war evez ! Laket e vezoh être daouarn ar varnerien, ha skourjezet er zinagogou. Kaset e vezoh dirag ar houarnourien hag ar rouaned ablamour din-me. Eun testeni a vo aze evito.

10 «  Rag réd eo da genta e vefe embannet an Aviel d’an oll boblou. 11 Ha pa gasint ahanoh evid beza roet ganto n’ho-pet ket nehamañt, en a-raog, evid gouzoud petra da lavared. Med ar pez a vo roet deoh da houzoud d’ar mare-ze, c’hwi henn lavaro, rag n’eo ket c’hwi eo a gomzo, med ar Spered-Santel.

12 « Ar breur a roio e vreur d’ar maro hag an tad e grouadur. Ar vugale en em zavo a-eneb d’o zud hag a lakaio o hondaoni d’ar maro.

13 « Kasoni o-do an oll ouzoh ablamour d’am ano, med an hini a zalho mad beteg penn, hennez a vo salvet.

MEZ HA REUZ SPONTUZ

14 «  Pa weloh eta an heugadenn spontuz [33] o chom el leh na dle ket beza — ra intente an neb a lenn — neuze ar re a vo e Bro-Judea, dezo tehed d’ar meneziou. 15 An hini a vo war al leurenn-doenn, arabad e vo dezañ diskenn, nag antreal en e di evid kas gantañ tra pe dra. 16 An hini a vo er park, arabad dezañ dond war e giz da gemered e vantell. 17 Gwas-a-ze d’ar gwragez a vo o tougenn pe o vaga en deiziou-ze.

18 « Pedit evid na zigouezo ket kement-se er goanv. 19 Rag deveziou a enkrez e vo an deveziou-se, evel ma n’eus ket bet o ’far abaoe ar penn kenta euz ar béd krouet gand Doue beteg bremañ hag evel na vo mui.

20 « Ha ma ’-nefe ket an Aotrou berreet an deveziou-zë, ne vefe saveteet dén e-béd. Med o berreet e-neus ablamour d’an dud santel dibabet gantañ.

21 « Neuze, ma lavar unan bennag deoh :

« Sell ! Amañ ema ar Mesiaz ! Sell ! Aze ema ! » Na gredit ket  ! 22 Sevel a raio Kristed faoz ha falz-Profeted. Ober a raint sinou ha burzudou : peadra da zeseo an dud santel o-unan ma vefe posubl. 23 C’hwi eta, taolit evez. Lavaret em-eus deoh pep tra en a-raog ».

DONEDIGEZ MAB AN DEN

24 « Med en deveziou-ze, goude trubuillou spontuz, e ten-valaio an heol. Al loar ne roio mui he sklêrder. 25 Ar stered a gouezo euz an oabl, hag an neñvou a vrañsello [34].

26 « Neuze e vo gwelet Mab an Dén o tond er houmoul gand galloud ha gloar dispar. 27 Kas a raio neuze e êlez da zastum ar re dibabet gantañ euz pevar horn ar béd, euz penn pella an douar beteg penn pella an neñv.

PARABOLENN AR WEZENN FIEZ

28 « Kemerit kentel diwar ar wezenn ’fiez. Pa vez deuet tener ar skourrou anezi ha digor an deliou, c’hwi a oar ema tost an hañv.

29 « Evel-se, c’hwi ive, a-benn m’ho-po gwelet an traou-ze o c’hoarvezoud, gouezit ema Mab an Dén deuet da gichenn, e-tal an nor.

30 « E gwirionez, m’hel lavar deoh, ne vo ket tremenet ar . rummad tud-mañ, a-barz ma tigouezo an oll draou-ze. 31 An neñv hag an douar a dremeno, va homzou-me ne dremenint ket.

32 « Med evid ar pez a zell ouz an deiz pe an eur, ne oar dén e-béd, nag an êlez en Neñv, nag ar Mab zokén. N’eus nemed an Tad hag a oar ».

BEZIT WAR EVEZ

33 « Diwallit ! Bezit war evez ! Rag n’ouzoh ketpegoulz e vo ar mare.

34 «  An dra-ze a zo heñvel ouz eun dén hag a ya da veaji. Lezet e-neus e di, roet karg d’e zervicherien, ha labour da bep hini, ha gourhemennet d’ar porzier beza war evez.

35 «  Bezit war evez eta, rag n’ouzoh ket pe da vare e tistroio mestr an ti, pe da hanter noz, pe da gan ar hillog, pe diouz ar mintin. 36 Gand aon na zigouezfe a-greiz pep kreiz ha n’ho kavfe kousket.

37 «  Ar pez a lavaran deoh, eo d’an oll hel lavaran. Bezit war evez !  »


14/18