Aviel Jezuz-Krist hervez sant Mark

Index

Pennad 1

YANN AR BADEZOUR

1 Penn kenta Kelou Mad [1], Jezuz-Krist, Mab da Zoue,

2 hervez ar pez a zo skrivet e levr ar profet Izaiaz :

« Setu ma kasan va hannad en da raog,
« en a gempenno dit an hent,
3 « mouez an dén o krial er goueleh :
« Kempennit an hent d’an Aotrou,
« eünit dezañ e wenojennou ».

4 Evel-se e oe gwelet Yann ar Badezour er goueleh, o prezeg eur vadeziant a binijenn evid kaoud ar pardon euz ar pehejou.

5 Direded a ree davetañ Bro-Judea a-béz hag oll dud Jeruzalem ; en eur anzao o ’fehejou e vezent badezet gantan er Ster-Jordan.

6 Yann a oa gwisket gand dillad reun kañval, hag eur gouriz ler en-dro d’e zargreiz. E voued a oa killeien-raden ha mél gouez.

7 Embann a ree :

« Erru eo war va lerh an hini a zo kreñvoh egedon, ha n’on ket din, en eur blega, da ziskoulma lèrenn e zandalennou.

8 Me am-eus ho padezet en dour ; En ho padezo er Spered-Santel ».

BADEZIANT JEZUZ

9 En amzer-ze e teuas Jezuz euz Nazared, kêriadenn euz Bro-Halilea, da veza badezet gand Yann e ster ar Jordan.

10 Kerkent ha ma teuas er-mêz euz an dour, e welas an Neñv o tigeri hag ar Spered-Santel o tiskenn warnan evel eur goulm.

11 Eur vouez a zeuas euz an Nenv o lavared :

« Te eo va Mab muia kared, ennout e kavan va dudi ».

JEZUZ ER GOUELEH

12 Kerkent e oe kaset Jezuz d’ar goueleh gand ar Spered.

13 E-pad daou-ugent devez e oe tentet gand Satan. Loened gouez a oa en-dro dezañ hag an Elez a jome d’e zervicha.

14 Goude ma oe bet laket Yann er prizon, e teuas Jezuz da Vro-Halilea.

15 Embann a ree ar Helou Mad a-berz Doue hag e lavare :

«  Deuet eo an amzer d’e boent, tost eo Rouantèlèz Doue. Cheñchit buez ha kredit er Helou Mad » [2].

16 O tremen war ribl ar mor Galilea, e welas Simon hag e vreur André o taoler o rouejou er mor, rag pesketerien e oant, 17 Jezuz a lavaras dezo :

«  Deuit d’am heul, me raio ahanoh pesketerien tud  ».

18 Kerkent e tilezont o rouejou evid mond d’e heul.

19 Eun tammig pelloh e welas Jezuz Jakez mab Zebede hag e vreur Yann, int-i ive en eur vag, o kempenn o rouejou. 20 O gelver a reas kerkent. Neuze, o tilezel o zad gand e vevelien er vag, ez ejont d’e heul.

JEZUZ E KAFARNAOM

21 Antreal a rejont e Kafarnaom. Kerkent eet er zinagog da zeiz ar zabad, e stagas da gelenn.

22 Souezet braz e oe an dud ouz e gleved, rag komz a ree evel eun dén galloud dezañ, ha n’eo ket evel ar Skribed [3]. 23 Hogen er zinagog e oa eun dén trubuillet gand eur spered hudur, hag a stagas da grial :

24 — « Petra’ glaskez ouzom, Jezuz a Nazared ?

Deuet out da goll ahanom ? Gouzoud a ran piou out : Sant Doue ».

25 Jezuz a hourdrouzas anezañ :

« Peoh ! Kerz er-mêz euz an dén-ze ».

26 Ar spered hudur a hèjas taer an dén, hag a yeas kuit en eur youhal forz.

27 Ken souezet e oent ma houlennent an eil ouz egile :

« Petra eo kement-mañ ? Setu eur gelennadurez nevez embannet gand galloud.

Gourhemenn a ra d’an droug-sperejou o-unan hag e sentont outañ ».

28 Kerkent e redas ar vrud anezañ a-dreuz Bro-Halilea a-béz.

PARE MAMM-GAER SIMON

29 O kuitaad ar zinagog, Jezuz, gantan Jakez ha Yann, a yeas da di Simon hag André.

30 Mamm-gaer Simon a oa war he gwele gand an derzienn. Kerkent e oe greet ano anezi da Jezuz.

31 Eñ a dosteas, hag a reas dezi sevel en eur gregi en he dorn. An derzienn a gouezas hag eh en em lakeas d’o zervicha.

32 Diouz ar pardaez, goude ar huz-heol [4], e oe digaset dezañ an oll glañvourien hag ar re a oa e dalh an droug-spered. 33 Kêr a-béz a oa bodet dirag an nor. 34 Ar pare a roas da galz a dud taget gand a bep seurt kleñvejou. Argas a reas kalz droug-sperejou, ha n’o leze ket da gomz, rag gouzoud a reent piou oa.

JEZUZ A GUITA KAFARNAOM DA VOND DA VRO-HALILEA

35 Antronoz, pell a-raog goulou-deiz, ez eas Jezuz er-mêz, hag eh en em dennas en eul leh distro. Hag eno e pede.

36 Simon hag ar re a oa gantañ a yeas d’e glask. 37 O veza e gavet e lavaront dezañ :

« An oll a zo ouz da glask ».

38 Med Jezuz a respontas :

« Deom a-hann d’ar hêriadennou tro-war-dro, ma prezegin enno ive, rag evid an dra ze eo ez on deuet ».

39 Hag e kerzas dre Vro-Halilea a-béz, en eur embann an Aviel er zinagogou hag en eur argas an droug-sperejou.

PARE AN DEN LOR

40 Eun dén lor a zeu da gavoud Jezuz. Aspedi a ra anezañ, hag o koueza d’an daoulin e lavar :

« Ma karez e héllez rei din ar pare ».

41 Jezuz, leun a druez outañ, a astennas e zorn, a douchas outañ hag a lavaras :

« Me a ’fell din ! bez pareet ».

42 Raktal ez eas al lorgnez kuit dioutan hag e oe pareet. 43 Dioustu e kasas Jezuz anezan kuit, en eur lavared rust  :

44— « Taol evez ! Na lavar grik da zen. Med kee d’en em ziskouez d’ar beleg, ha kinnig, evid da bareañs, ar pez a hôurhemenn Moizez el Lezenn, ma talvezo kement-se da desteni evito » [5].

45 Med eur wech eet kuit e stagas da embann ha da vruda ar helou, en doare ma ne helle mui Jezuz antreal, a wél d’an oll, e kêr pe gêr. Chom a ree war ar-mêz, el lehiou digenvez. Hag euz a bep tu e teued d’e gavoud.


2/18