Aviel Jezuz-Krist hervez sant Lukaz

Index

 

Pennad 7

PAREAÑS SERVICHER EUR HANTENER

1 Goude beza komzet d’ar bobl, eh antreas Jezuz e Kêr Gafarnaom.

2 Eur hantener e-noa eur zervicher hag a oa klañv ha dare da vervel ; e gared a ree kenañ.

3 O veza klevet ano euz Jezuz, e kasas d’e gavoud eun nebeud euz pennou-braz ar Juzevien, d’e bedi da zond da zavetei e zervicher.

4 Digouezet e-kichenn Jezuz, ar re-mañ a bedas anezañ stard en eur lavared : « Meritoud a ra e rafes kement-se evitañ, 5 rag kared a ra or pobl. En eo e-neus savet deom ar zinagog ».

6 Jezuz a reas hent ganto, ha n’edo mui pell diouz an ti pa zeuas mignoned d’ar hantener da lavared dezañ euz e berz :

« Aotrou n’eo ket dao dit kemer ar boan-ze, rag n’on ket din e teufes dindan va zoenn. 7 Me va unan n’am-eus ket kredet mond beteg ennout, med lavar eur gér hepkén hag e vo pare va zervicher.

8 Me hag a zo dindan galloud unan all, am-eus soudarded dindannon, ha pa lavaran da unan : Kee ! ez a, ha da unan all : Deus ! e teu, d’am zervicher : Gra an dra-mañ hag her gra ».

9 O kleved kement-se e oe estlammet Jezuz, trei a reas ouz ar bobl a oa ouz e heul :

« Hel lavared a ran deoh, e Israël zokén n’am-eus ket kavet ken braz feiz »

10 Distro d’ar gêr, ar re a oa bel kaset a gavas ar zervicher pare.

DASORH MAB INTAÑVEZ NAIM

11 Jezuz a yeas d’eur gêr anvet Naim, e ziskibien hag eur bobl tud oh ober hent gantañ. 12 Digouezoud a reas tost da zor kêr, d’ar mare m’edod o kas eun den maro d’an douar. E vamm a oa intañvez ha n’he-doa nemetañ. Kalz tud a oa ouz he heul. 13 O weled an intañvez, e kemeras Jezuz truez outi, hag e lavaras dezi :

« Ne d-a ket da ouela » !

14 Tostaad a reas hag e touchas ouz ar hravaz. Ar re a zouge ar horv a jomas a-zav, ha Jezuz a lavaras :

« Paotrig, me ’lavar dit, sao ! ».

15 Neuze an den maro a zavas, a azezas war e hoazez hag a gomzas, ha Jezuz a roas anezañ d’e vamm.

16 An oll a grogas aon enno, hag e veulent Doue en eur lavared :

« Eur profet braz a zo savet en on-touez ha Doue a zo deuet da weled e bobl ».

17 Ar vrud a gement-se a redas dre Vrô-Judea a-bez hag er broiou tro-war-dro.

DIWAR-BENN YANN-VADEZOUR

18 Diskibien Yann a roas dezañ da houzoud an oll draou-ze. En a halvas daou anezo, 19 hag o hasas daved an Aotrou da houlenn outañ :

« Daoust ha te eo an hini a dle dond ? Pe unan all on-eus da hortoz ? »

20 Erruet e-kichenn Jezuz, ar wazed-se a lavaras dezañ :

« Yann, ar Badezour, e-neus kaset ahanom davedout, evid goulenn ouzit : « Daoust ha te eo an hini a dle dond, pe réd eo deom gortoz unan all ? »

21 D’ar mare-ze e pareas Jezuz kalz a dud euz o hleñvejou, o gwanderiou, o droug-sperejou hag e roas ar gweled da veur a zen dall. 22 Goudeze e respontas d’ar gannaded :

« It da lavared da Yann petra ho-peus gwelet ha klevet : Ar re zall a wél, ar re gamm a gerz, ar re lor a zo pareet, ar re vouzar a glèv, ar re varo a adsao da veo, hag ar beorien a zo prezeget dezo ar Helou Mad [17] 23 Hag eüruz an neb ne vezin ket eur skoill evitañ ».

24 Pa oe aet kannaded Yann en hent, e komzas Jezuz d’ar bobl diwar e benn :

« Petra oh aet da weled er goueleh ? Eur raosklenn hejet gand an avel ? 25 Neuze ’ta petra oh aet da weled ? Eun den gwisket gand dillad kaer ? Med an dud gwisket gand dillad kran hag a vév er plijaduriou a vez kavet e paleziou ar rouaned. 26 Ahanta ! Petra ez oh aet da weled ? Eur Profet ? Ya, m’hel lavar deoh hag ouspenn eur profet.

27 « Hennez eo an hini a zo bet skrivet diwar e benn : « Setu ! Kas a ran va hannaden da-raog, kempenn a raio da hent dirazout ».

28 « M’hel lavar deoh, e-touez bugale ar merhed, nikun n’eo brasoh eged Yann, ha koulskoude, an disterra e Rouantèlèz Doue a zo brasoh egetañ.

29 « Ar re oll a oa ouz e zelaou, ar bublikaned hag all, a renias meuleudi da Zoue o reseo badeziant Yann.

30 « Ar Farizianed a-yad hag ar Skribed o-deus troet kein d’ar pez a oa mennad Doue warno, o chom hep reseo e vadeziant.

31 « Ouz piou keñveria tud al lignez-mañ ? Ouz piou ez int heñvel ?

32 « Heñvel int ouz bugale azezet war ar blasenn hag o krial an eil d’egile : « Fleütal on-eus greet deoh ha n’ho-peus ket dañset ; klemmganet on-eus ha n’ho-peus ket gouelet ».

33 « Rag Yann ar Badezour a zo deuet ; ne zébr ket a vara ha ne év ket a win, hag e lavarit : eun diaoul a zo ennañ.

34 « Mab an den a zo deuet. Debri hag eva a ra hag e lavarit : Setu eul lonteg hag eun ever, eur mignon d’ar bublikaned ha d’ar beherien.

35 « Ar furnez a-vad a zo bet rentet justis dezi gand he oll bugale ».

AR BEHEREZ PARDONET

36 Eur Farizian a bedas Jezuz da zebri gantañ. Mond a reas d’e di, hag ez eas ouz taol.

37 Ha setu ma tigouezas eur vaouez a vuez fall euz kêr. Klevet he-doa edo Jezuz ouz taol e ti ar Farizian. Digaset he-doa ganti eur pod alabastr leun a louzou-c’hwez-vad.

38 Mond a ra a-dreñv da Jezuz, e-harz e-dreid. Daelou a skuill warno hag o zeha ’ra gand he bleo ha pokad dezo ha skuill warno louzou-c’hwez-vad.

39 O weled kemend-all, ar Farizian e-noa pedet Jezuz a lavare ennañ e-unan :

« Ma vije bet hemañ eur profet, e-nije gouezet piou ha peseurt maouez eo an hini a douch outañ : eur beherez ! »

40 Neuze e lavaras Jezuz :

« Simon, eun dra bennag am-eus da lavared dit ».

« Lavar, Mestr, emezañ ». Ha neuze Jezuz :

41 « Eur prester e-noa daou zleour : unan a oa dleour a bemp kant diner, egile a hanter-kant. 42 O veza n’hellent ket paea o dle e roas diskarg d’an eil ha d’egile euz kemend a dleent. 43 Pehini anezo a garo anezañ ar muia ? »

Simon a respontas :

« An hini, moarvad, e-neus bet ar brasa diskarg ».

« Gwir a lavarez », eme Jezuz.

44 Trei a reas neuze war-zu ar vaouez en eur lavared da Zimon :

« Gweled a rez ar vaouez-se, deuet on en da di ha n’az-peus ket skuillet dour war va zreid ; hi he-deus glepiet anezo gand he daelou hag o zehet gand he bleo.

45 « N’az-peus ket poket din ; hi abaoe m’eo deuet en ti, n’he-deus ket ehanet da bokad d’am zreid.

46 « N’az-peus ket skuillet louzou-c’hwez-vad war va fenn ; hi a-vad he-deus skuillet war va zreid louzou-c’hwez-vad a briz braz.

47 « Setu perag e lavaran dit : He fehejou ken niveruz a zo pardonet dezi, en abeg m’he-deus diskouezet kalz karantez ; med an hini a vez pardonet nebeud dezañ a gar nebeud ».

48 Ha neuze d’ar vaouez :

« Da behejou a zo pardonet dit ».

49 Ar gouvidi a lavaras enno o-unan :

« Piou eo an den-mañ hag a bardon zokén ar pehejou ? »

50 Jezuz neuze d’ar vaouez :

« Saveteet out bet gand da feiz. Kerz e peoh ».

.

8/26