Aviel Jezuz-Krist hervez sant Lukaz

Index

 

Pennad 5

PESKETEREZ VURZUDUZ. AR PEVAR DISKIBL KEÑTA

1 Eun devez, enket gand engroez an dud en em starde en-dro dezañ evid kleved komzou Doue, edo Jezuz war ribl lenn Jenezared.

2 Gweled a reas diou vag, diskennet anezo arbesketerien evid gwalhi o rouejou.

3 O veza pignet en unan anezo a oa bag Simon, e houlennas digantañ pellaad eun tammig diouz an douar. Azeza ’reas hag e krogas da brezeg d’ar bobl euz ar vag.

4 Pa oe echu gantañ e brezegenn, e lavaras Jezuz da Zimon :

« Sko d’an donvor ha taol da rouejou da besketa ».

5 Ha Simon a respont dezañ :

« Mestr, goude beza poaniet e-pad an noz penn-da-benn, n’on-eus paket netra. Koulskoude, pa lavarez henn ober, e taolin va rouejou ».

6 Henn ober a rejont, hag e pakjont kemend a besked, ma oe dare o rouejou da regi.

7 Ober a rejont sin d’o henseurted euz ar vag all, da zond d’o zikour. Dond a rejont, hag an diou vag a oa ken karget ma oant war-nes beza goueledet.

8 O weled kement-se, Simon Pèr a gouezas ouz daoulin Jezuz en eur lavared :

« Aotrou, pella diouzin, rag eun den peher on ».

9 Evid gwir, kroget e oa ar spont ennañ hag er re oll a oa gantañ, o weled ar besketèrèz vurzuduz o-doa greet.

10 Ken spontet all e oe Jakez ha Yann, mibien Zebede, kompagnuned da Zimon. Med Jezuz a lavaras da Zimon :

« Ne d-a ket da gaoud aon ! Hiviziken e vezi pesketaer tud ».

11 Neuze, goude beza digaset o bagou d’an douar ha dilezet pep tra, ez ejont da heul Jezuz.

PAREAÑS EUN DEN LOR

12 Eun devez m’edo en unan euz ar hêriadennou-ze, setu ma oa eno eun den goloet a lorgnez. Pa welas Jezuz e stouas d’an douar dirazañ, hag e reas outañ ar bedenn-mañ :

« Aotrou, ma karez e hellez va farea ».

13 Jezuz a astennas e zorn, a douchas outañ hag a lavaras :

« Me a fell din, bez pareet ».

Ha raktal ez eas al lorgnez kuit dioutañ, 14 Ha Jezuz a zifennas outañ henn lavared da zen.

« Kee kentoh d’en em ziskouez d’ar beleg, ha ro ar prov evid da bareañs, hervez gourhemenn Moizez ; aze o-do eun destenn ».

15 Muioh mui e veze ano anezañ, hag e tirede tud a-verniou d’e zelaou ha da veza pareet euz o hleñvejou. 16 En a-vad en em denne el lehiou distro hag e pede.

PAREANS EUN DEN SEIZET

17 Eun deiz m’edo o kelenn, e oa azezet ouz e zelaou Farizianed ha Doktored war al Lezenn deuet euz oll geriadennou Bro-Halilea, Bro-Judea ha Jeruzalem. Ha galloud an Aotrou a oa gantañ da barea ar re glañv.

18 Erruoud a reas tud o tougenn war eur gwele eun den seizet. Klask a reent e zigas en ti evid e lakaad dirazañ.

19 En abeg d’an engroez, ne gavent tu e-béd da gas tre an den, hag e pignont war al leurenn doenn, hag en eur lemel an teol e tiskennont anezañ, gand e wele, e-kreiz an dud dirag Jezuz.

20 O weled o feiz Jezuz a lavaras dezañ :

« Da behejou a zo pardonet dit ».

21 Ar Skribed hag ar Farizianed a zeuas d’en em zoñjal :

« Piou eo hemañ gand e gomzou dizakr ? Piou a hell pardoni ar pehejou nemed Doue hepkén ? »

22 Med Jezuz hag a ouie petra ’oa en o spered a respontas dezo :

« Perag maga seurt soñjou en ho kalonou ? 23 Petra eo an êsa da lavared : « Da behejou a zo pardonet dit », pe lavared : « Sav ha kerz » ? 24 Ahanta ! Evid ma ouezoh e-neus Mab an den galloud war an douar da bardoni ar pehejou : me ’lavar dit, emezañ d’an den seizet, sav en da-zav, kemer da wele ha distro d’ar gêr ».

25 Kerkent e savas hemañ en e-zav dirazo, e kemeras e wele hag ez eas d’ar gêr en eur veuli Doue.

26 Ar spont a grogas neuze enno oll hag e veulent Doue. Leun a zoujañs e lavarent :

« Traou estlammuz on-eus gwelet hirio ».

LEVI GALVET GAND JEZUZ

27 Goudeze ez eas er-mêz hag e welas eur publikan, e ano Levi, azezet e bureo ar maltoutèrèz, hag e lavaras dezañ :

« Deus d’am heul ».

28 O tilezel pep tra, e savas hag ez eas d’e heul.

O LEINA E TI LEVI GAND AR BEHERIEN

29 Levi [15] a reas eur préd braz da Jezuz en e di. Bez’ e oa eun nebeud mad a druajerien hag a dud all ouz taol ganto.

30 Ar Farizianed hag ar Skribed a hrosmole hag a lavare d’e ziskibien :

« Perag e tebrit hag eh evit-c’hwi gand ar bublikaned hag ar beherien ? »

31 Jezuz a lavaras dezo :

« N’eo ket an dud yah eo o-deus ezomm euz ar medisin, med ar re glañv. 32 N’on ket deuet da jeñch buez ». med ar beherien, ma teuint de jeñch buez ».

DIWAR-BENN AR YUN

33 Int a lavaras dezañ :

« Diskibien Yann a oar yun alïez ha pedi, diskibien ar Farizianed kemend-all, e-leh da re-te a zèbr hag a év ».

34 Jezuz a respontas dezo :

« Daoust hag e hellit lakad da yun mignoned an den-nevez, e-keid ha m’ema hemañ ganto ? 35 Med dond a raio deiziou ma vo bet lamet an den-nevez diganto ; neuze e yunint en deiziou-ze ».

36 Eur barabolenn a lavaras c’hoaz dezo :

« Den e-béd ne rog eun tamm euz eur pez dillad nevez evid peñselia eur pez dillad koz ; a-néz e vezo bet roget an hini nevez, hag ar peñsel tennet anezañ ne vo ket a-zere gand an hini koz.

37 « Den kennebeud ne laka gwin nevez e sehier-lèr koz, a-néz, ar gwin nevez a lako ar zehier koz da darza, ar gwin a vo skuillet hag ar zehier kollet.

38 Ar gwin nevez a dle beza laket e sehier-lèr nevez.

39 Nep piou bennag a év gwin koz n’e-neus c’hoant e-béd da gaoud hini nevez, rag lavared a ra : gwelloh eo an hini koz [16]. »

6/26