Aviel Jezuz-Krist hervez sant Lukaz

Index

 

Pennad 3

PREZEGEREZ YANN-VADEZOUR [10]

1 Tiber Sezar a oa impalaer pempzeg vloaz a oa. Poñs Pilat a oa gouarnour Bro-Judea. Herodez Tetrark [11] Bro-Halilea. Filip, e vreur, Tetrark Bro-Iturea ha Trakonitiz.Lisaniaz Tetrark Bro-Abilen. 2 D’ar mare m’edo Annaz ha Kaifaz evel Beleien-Vraz, neuze e oe roet Komz Doue da gleved da Yann, mab Zakariaz, er goueleh.

3 Mond ha dond a reas a-dreuz bro ar Ster- Jordan en eur brezeg eur vadeziant a binijenn evid pardon ar pehejou, 4 evel m’eo skrivet e levr ar profet Izaiaz :

« Mouez eun den o krial er goueleh :
« Kempennit an hent d’an Aotrou,
« eünit dezañ e wenojennou.
5 « Pep traonienn a vo stanket,
« Pep menez ha pep torgenn a vo izelleet,
« an heñchou kamm a vo etinet,
« hag ar re skoselleg kompezet.
6 « Hag e welo pep den silvidigez Doue ».

7 Eun niver braz a dud a zeue da veza badezet gantañ. Yann a lavare dezo :

« Gouenn naered-wiber, piou e-neus desket deoh tehed a-raog ar gounnar a zo o tond ? 8 Taolit eta frouez hag a ziskouezo e cheñchit buez. N’it ket da lavared ennoh hoh-unan : Ni on-eus Abraham da dad. Rag m’hel lavar deoh : Doue a hell, euz ar vein-mañ, lakad da zevel bugale da Abraham.

9 « Bremañ dija eo prést ar vouhal da daga gwriziou ar gwez. Kement gwezenn eta ha ne zougo ket frouez mad a vo trohet ha stlapet en tan ».

10 Tud e-leiz a houlenne ouz Yann :

« Petra on-eus da ober ? »

11 Yann a responte dezo :

« An neb e-neus daou bez dillad, rei unan d’an hini a zo hep ket, hag an neb e-neus bevañs, ober kemend-all ».

12 Dond a reas Publikaned [12] ive evid beza badezet hag e lavarent dezañ :

« Mestr, petra on-eus-ni da ober ? »

13 Hag e respontas dezo :

« Na rit netra en tu all d’ar pez a zo merket deoh ».

14 Soudarded ive a houlenne outañ

« Ha ni, petra ’raim ? »

Eñ a lavare dezo :

« Diwallit da wall-gas dén e-béd, pe da ziskuill e gaou, ha deoh da dremen gand ho pae ».

15 O veza m’edo ar bobl war héd, ha ma houlenne an oll outo o-unan, daoust ha ne vije ket Yann ar Mesiaz, 16 e lavare Yann d’an oll :

« Me eo gand dour e vadezañ ahanoh, med ema o tond an hini a zo kreñvoh egedon, ha n’on ket din da ziskoulma lèrenn e zandalennou. En ho padezo er Spered-Santel hag en tan. 17 En e zorn ema ar bal-wenta evid nêtaad e leuriad éd ha dastum ar gwiniz en e hrignol. Ar pell a-vad a daolo da zevi en eun tan ha ne varv ket ».

18 Gand kalz a genteliou euz ar seurt-se, ha re all c’hoaz, eh embanne ar Helou Mad d’ar bobl.

YANN TAOLET EN TOULL-BAH

19 Med ar priñs Herodez, bet tamallet gand Yann en abeg da Herodiadez, gwreg e vreur, hag en abeg d’an oll dorfejou e-noa greet, 20 a reas muioh c’hoaz : lakad Yann er prizon.

BADEZIANT JEZUZ

21 Echu e oa da vadezi an oll, ha Jezuz, bet badezet ive, a oa o pedi. Neuze e tigoras an Neñv.

22 Diskenn a reas ar Spered-Santel warnañ ; dezañ, da weled, e-noa furm eur goulm, hag e oe klevet eur vouez euz an Neñv o lavared : « Te eo va Mab muia karet, ennout e kavan va dudi ».

LIGNEZ JEZUZ [13]

23 Jezuz, pa stagas da brezeg a oa wardro tregont vloaz, war a greded e oa mab da Josef, mab Héli 24 mab Mazat, mab Levi, mab Melki, mab Yannaï, mab Josef, 25 Mab Mataziaz, mab Amos, mab Nahoum, mab Ezli, mab Nagaï, 26 mab Maaz, mab Mataziaz, mab Semein, mab Yozeh, mab Yoda, 27 mab Yoanan, mab Resa, mab Zorobabel, mab Salaziel, mab Neri, 28 mab Melhi, mab Addi, mab Kôsam, mab Elmadam, mab Er, 29 mab Jezuz, mab Eliezer, mab Yorim, mab Mazat, mab Levi, 30 mab Simeon, mab Youda, mab Josef, mab Yônam, mab Eliakim, 31 mab Melea, mab Menna, mab Mataza, mab Nazam, mab David, 32 mab Yese, mab Yobed, mab Booz, mab Sala, mab Naason, 33 mab Aminadab, mab Admin, mab Arni, mab Ezrom, mab Farez, mab Youda, 34 mab Jakob, mab Izaaq, mab Abraham, mab Tara, mab Nahor, 35 mab Serouk, mab Ragau, mab Faleq, mab Eber, mab Sala, 36 mab Kainam, mab Arfaksad, mab Sem, mab Noé, mab Lameh, 37 mab Mazousala, mab Enoh, mab Yared, mab Maleleel, mab Kaïnam, 38 mab Enoz, mab Sez, mab Adam, mab Doue.


4/26