Aviel Jezuz-Krist hervez sant Lukaz

Index

 

Pennad 20

1 Unan euz an deveziou-ze, edo Jezuz o kelenn en Templ hag oh embann ar Helou Mad, pa zigouezas Priñsed ar Veleien, ar Skribed ha Pennou-Braz ar bobl. 2 Lavared a rejont dezañ :

« Lavar deom a-berz peseurt galloud e rez kement-se, pe piou e-neus roet dit ar halloud-se ».

3 Respont a reas dezo :

« Me ive a zo o vond da ober eur goulenn ouzoh. Lavarit din :4 Badeziant Yann, daoust hag euz an Neñv e teue pe a-berz an dud ?  »

5 Soñjal a rejont enno o-unan : Ma lavarom : euz an Neñv, e rebecho deom : Perag n’ho-peus ket kredet ennañ ? 6 ha ma lavarom : a-berz an dud, e vezo stlapet mein ouzom, rag kavoud a ra dezo stard ez eo Yann eur profet.

7 Neuze e respontiont ne ouient ket a beleh e teue. 8 Ha Jezuz a respont dezo :

« Me, kennebeud, ne lavarin ket deoh a-berz peseurt galloud e ran kement-se ».

PARABOLENN AR WINIERIEN VUNTRER

9 Hag en em lakeas da lavared d’ar bobl ar barabolenn-mañ :

« Eun den a blantas eur winieg, feurmi ’reas anézi da winierien hag e kuiteas ar vro evid hir amzer.

10 « Digouezet ar mare e kasas eur zervicher da gavoud ar winierien, da houlenn diganto e lod euz frouez ar winieg. Med ar winierien a wall-gasas anezañ hag e gasas en e hent gand netra.

11 « Kas a reas dezo eur zervicher all, hemañ ive a oe skoet gantañ, dismegañset ha kaset kuit gand netra ».

12 « Adarre e kasas eun trede servicher, hemañ ive a oe gloazet hag argaset ganto.

13 « Mestr ar winieg a zoñjas neuze : Petra da ober ? Kas a rin va mab karet, en a vo doujet ganto.

14 « Med o weled ar mab, e soñjas kenetrezo ar winierien : « Ar pennher eo hemañ, lazom anezañ, evid ma vo deom an herez ».

15 « Stlepel a rejont anezañ er-mêz euz ar winieg hag e laza. Petra ’ray eta dezo mestr ar winieg ?

16 « Dond a raio, lakaad ar winierien d’ar maro ha fizioud ar winieg e tud all. O kleved kement-se e lavarjont : « Mann ! biken !  » 17 Med Jezuz a zellas outo en o daoulagad hag a lavaras :

« Petra’ dalv eta ar homzou-mañ euz ar Skritur ? : Ar mên bel taolet a gostez gand ar vansonerien, hennez eo a zo deuet da veza ar mên-korn. 18 Kement den a gouezo war ar mên-se, a vo brevet, hag an neb a gouezo ar mén-se warnañ a vo flastret gantañ ».

19 Ar Skribed hag ar Farizianed a glaskas an tu da lakaad an dorn warnañ dioustu, med aon o-devoa rag ar bobl. Intentet mad o-doa eo evito e-noa lavaret ar barabolenn-se.

DA ZEZAR AR PEZ A ZO DA ZEZAR

20 En em lakaad a rejont da daoler o evez warnañ hag e kasjont d’e gavoud spierien hag a glaske tremen evid tud just. C’hoant o-devoa da gavoud abeg en e gomzou evid e lakaad dindan galloud ar gouarnour hag etre e zaouarn.

21 Goulenn a rejont eta outañ :

« Mestr, goud a ouzom eo eun da gomzou ha da gelennadurez, ez out leal gand an oll, hag e kelennez hent Doue hervez ar wirionez. 22 Daoust hag aotreet eo deom paea an taillou da Zezar pe n’eo ket ? »

23 Jezuz, anad dezañ o zrubardèrèz, a lavaras :

24 — « Diskouezit din eur pez arhant. Euz piou eo ar skeudenn hag an enskrivadur a zo warnañ ? »

Hag e respontjont :

« Euz Sezar ».

25 Hag eñ dezo :

« Ahanta ! rentit da Zezar ar pez a zo da Zezar ha da Zoue ar pez a zo da Zoue ».

26 Ne helljont kavoud gaou e-béd en e gomzou dirag an dud, ha souezet braz gand e respont e chomjont dilavar.

DASORH AR RE VARO

27 Lod saduseaned [40], euz ar re hag a lavar n’eus dasorh e-béd evid ar horvou, a houlennas ouz Jezuz :

28 « Mestr, Moizez e-neus roet deom al Lezenn-mañ : Ma teu unan bennag da vervel hep lezel bugale, hag-en dimezet, e tle e vreur dimezi d’an intañvez da zevel lignez d’an hini maro.

29 « Bez’ e oa eta seiz breur. An hini kenta a zimezas hag a varvas dizher. 30 An eil a gemeras an intañvez hag a varvas hep lezel bugale. 31 An trede a gemeras an intañvez, hag evel-se o zeiz : mervel a rejont hep lezel bugale. 32 Ha da fin an dro e varvas ive ar wrég.

33 « Ahanta ! ar vaouez-se, da vare an dasorh, da biou e vo-hi gwrég ? Pegwir o-deus bel, o zeiz, anezi da bried ? »

34 Jezuz a respontas dezo :

« Bugale ar béd-mañ a gemer gwrég pe waz. 35 Med ar re a vo bet kavet din da gaoud lod er béd da zond hag en adsao ar re varo da veo ne gemeront na gwrég na gwaz, 36 rag ne hellont mui mervel, par int d’an Elez, mibien int da Zoue, pegwir int mibien an dasorh. 37 « Hag evid ar pez a zell ouz adsao ar re varo da veo, Moizez e-unan e-neus henn roet deom da houzoud er pez a lavar diwarbenn ar « Vodenn » pa anv an Aotrou : Doue Abraham, Doue Izaag ha Doue Jakob. 38 Doue n’eo ket Doue re varo eo, med Doue re veo, rag evitañ an oll a zo beo ».

39 Skribed a zavas o mouez da lavared :

« Mestr, komzet mad az-peus ».

40 Rag ne gredent mui ober goulennou all outañ. 41 Neuze e lavaras dezo :

« Penaoz e heller lavared ez eo ar Hrist Mab da Zavid, 42 peogwir e lavar David, e-unan, e levr ar Salmou :

« An Aotrou e-neus lavaret d’am Aotrou :
« Azez en tu dehou din,
« 43 beteg m’am-bo greet euz da enebourien,
« eur skabell dindon da dreid ».

44 « David eta a ra Aotrou anezañ, penaoz neuze e hell beza mab dezañ ? »

AR SKRIBED BARNET GAND JEZUZ

45 Lavared a reas d’e ziskibien dirag ar bobl ouz e zelaou :

46 — « Diwallit ouz ar Skribed a blij dezo bale gand saeou hir, beza saludet war ar plasennou, kemer ar hadoriou kenta er sinagogou hag ar plasou a enor er bañveziou. 47 Int-i hag a grign madou an intañvezed, hag a ra an neuz da hir-bedi, rust ha rust e vo ar varnedigez evito ».


21/26