Aviel Jezuz-Krist hervez sant Lukaz

Index

 

Pennad 19

ZACHE

1 Jezuz, antreet e Jeriko, a oa o treuzi kêr. 2 Bez’ e oa eno eun den anvet Zache, unan euz pennou-braz ar Bublikaned, eun den pinvidig anezañ, 3 o klask gweled piou e oa Jezuz, med ne zeue ket a-benn ablamour d’an engroez a dud, rag bihan e oa a vent.

4 Neuze e redas en a-raog hag e pignas en eur wezenn zikomor, evid e weled, rag dre eno e tlee tremen. 5 Jezuz pa erruas eno a zavas e zaoulagad hag e lavaras dezañ :

« Zache, hast buan diskenn, rag en da di e rankan hirio mond da loja ».

6 Buan e tiskennas neuze da zigemer anezañ gand levénez. 7 O weled kement-se, e hrosmole an dud hag e lavarent :

« Da di eur peher eo aet da loja ».

8 Zache, deuet dirag an Aotrou, a lavaras :

« Sell Aotrou, an hanter euz va madou a roan d’ar beorien, ha m’am-eus greet gaou ouz unan bennag e rentan dezañ peder gwech kemend-all ».

9 Neuze e lavaras Jezuz dezañ :

« Hirio eo deuet ar zilvidigez evid an ti-mañ ; hemañ ive a zo eur mab da Abraham [39] ; 10 rag Mab an Den a zo deuet da glask ha da zavetei ar pez a oa kollet ».

PARABOLENN AN DEG PEZ AOUR

11 O veza m’edo an dud o selaou ar homzou-ze, e lavaras Jezuz c’hoaz eur barabolenn, rag m’edo tost da Jeruzalem, ha ma krede dezo edo Rouantèlèz Doue o vond d’en em ziskouez d’an ampoent.

12 Lavared a reas eta :

« Eun den a reñk uhel a yeas d’eur vro bell evid reseo ar halloud a roue ha dond en-dro goudeze.

13 « Lavared a reas da zég euz e zervicherien dond d’e gavoud, hag e roas dezo dég pez aour en eur lavared :

« Lakit anezo da dalvezoud a-hann ma vezin distro ».

14 « E genvroidi o-doa kasoni outañ hag e kasjont kanna-ded war e lerh da lavared : «  Ne ’fell ket deom kaoud he’nnez da roue ».

15 « Pa oe distro, goude beza resevet ar halloud a roue, e lakeas dond davetañ ar zervicherien e-noa roet arhant dezo, da houzoud pegement o-doa gounezet pep hini anezo.

16 « An hini kenta a zeuas hag a lavaras :

« Aotrou, da bez aour e-neus gounezet dég all ».

17 — « Mad eo servicher mad, pegwir out bet féal war eun dra dister, me ’ro galloud dit war dég kêr ».

18 « An eil a zeuas hag a lavaras :

« Da bez aour e-neus gounezet pemp ».

19 « Da hennez ive e lavaras :

« Te’vezo e penn pemp kêr ».

20 Unan all a zeuas hag a lavaras :

« Setu amañ da bez aour. E laket am-boa a-gostez en eul lienenn. 21 Aon am-boa razout, en abeg ma ’z out eun den rust, lemel a rez ar pez n’az-peus ket laket hag eosti ar pez n’az-peus ket hadet ».

22 Lavared a reas dezañ :

« Emaon o vond da varn ahanout diouz da gomzou da-unan, servicher fall ! Goud a ouies ez on eun den rust, lemel a ran ar pez n’am-eus ket laket, hag eosti ar pez n’am-eus ket hadet ».

23 — « Neuze ’ta emezañ, perag n’az-peus ket laket va arhant war gampi ? D’am distro em-befe tennet anezañ gand an interest ».

24 Hag e lavaras d’ar re a oa war al leh :

« Tennit digantañ e bez aour, ha roit anezañ d’an hini dég ».

25 Lavared a rejont :

« Aotrou, dég e-neus dija ! »

26 Hag eñ da respont :

« Hel lavared a ran deoh : An neb e-neus a vo roet dezañ, med an hini n’e-neus ket, ar pez e-neus zokén a vo tennet digantañ. 27 Evid va enebourien, ar re-ze ha ne felle ket dezo e vefen roue warno, digasit anezo hag o lazit dirazon ».

JEZUZ DIGEMERET E JERUZALEM

28 Goude beza komzet evel-se, Jezuz a yeas a-raog evid sevel da Jeruzalem.

29 Pa oe digouezet tost da Vetfaje ha da Vetania, nepell diouz ar menez anvet Menez an Olivez, e kasas daou euz e ziskibien 30 en eur lavared dezo :

« It d’ar gêriadenn a zo dirazoh. En eur antreal e kavoh eun azen yaouank ouz ar stag, ha n’eus bet c’hoaz den e-béd azezet war e gein. Distagit anezañ hag henn digasit amañ.

31 « Ma houlenn unan bennag ouzoh » perag henn distagit ? respontit evel-henn :

« An Aotrou e-neus ezomm anezañ ».

32 Mond a reont eta, hag e kavont an traou evel m’e-noa lavaret dezo.

33 Pa edont o tistaga an azen yaouank, e houlennas e vistri outo :

« Perag e tistagit-hu an azen youank-se ? »

34 Hag int-i da respont :

« An Aotrou e-neus ezomm anezañ ».

35 Henn digas a rejont da Jezuz, teurel o mantilli war e gein, ha lakaad Jezuz da azeza warnañ.

36 Dre ma ’z ee e lede an dud o mantilli war an hent 37 Jezuz a oa dija war diribin Menez an Olivez, pa stagis an niver braz a ziskibien a oa eno leun a joa, da veuli Doue a vouez uhel, evid an oll vurzudou o-doa gwelet, en eur lavared :

38 « Meuleudi d’an hini a zo o tond,
« Eñ or roue, en ano an Aotrou.
« Peoh en Neñv,
« ha gloar e barr an Neñvou ».

39 Lod Farizianed, euz an douez an dud, a lavaras da Jezuz :

« Mestr, gourdrouz ’ta da ziskibien ».

40 Hag eñ a respontas dezo :

« M’hel lavar deoh, ma teu ar re-mañ da rei peoh, ar vein eo a youho ».

JEZUZ O OUELA WAR JERUZALEM

41 Pa dosteas ouz kêr, ha pa welas anezi, e ouelas war he houst.

42 Lavared a ree :

« M’az-pije gouezet, te ive, en deiz-mañ, penaoz kavoud ar peoh !... Med siwaz ! kuzet eo bet kement-se ouz da zaoulagad ! 43 Ya, evidout ez eus deveziou o tond, ma savo da enebourien savaduriou a zeziz a-eneb dit. Kelhiet e vezi ganto hag enket a bep tu. 44 Da flastra ’raint, te ha da vugale ganit, ha ne lezint ket ahanout mên war vên, ablamour n’az-peus ket gouezet pe vare ez or deuet d’az kweled ».

AR VARHADOURIEN ER-MEZ

45 Neuze eh antreas Jezuz en Templ hag en em lakeas da gas er-mêz a re a oa staliou-gwerz ganto.

46 Lavared a ree dezo :

« Skrivet eo : Va zi a vo eun ti a bedenn, ha c’hwi ho-peus greet anezañ eun toull laeron ».

KELENNADUREZ EN TEMPL

47 Bemdez e veze o kelenn en Templ. Priñsed ar Veleien hag ar Skribed a glaske an tu d’e lakad d’ar maro, ha Pennou-Braz ar bobl kemend-all.

48 Med ne gavent ket petra ’ hellfent ober, rag ar bobl, desevet gand e gomzou, a zelaoue anezañ.


20/26