Aviel Jezuz-Krist hervez sant Lukaz

Index

 

Pennad 17

AR WALL-SKWER

1 Jezuz a lavaras d’e ziskibien :

« Ne heller ket ober na vefe ket a skweriou fall, med malloz d’an neb a zo penn-kaoz.

2 « Gwelloh e vefe dezañ e vije staget eur mên milin ouz e houzoug hag e vefe stlapet er mor, kentoh eged beza eur skoill evid unan hepkén euz ar re vihan-mañ. Taolit evez eta !  »

PARDONI ATAO

3 — « Ma teu d’az preur mañkoud ouzit, repren anezañ, ha ma teu da jeñch buez, pardon dezañ. 4 Ha ma vank ouzit sèiz kwech bemdez, ha ma teu seiz kwech davedout en eur lavared : « keuz am-eus », e pardoni dezañ ».

NERZ AR FEIZ

5 An ebestel a lavaras d’an Aotrou :

« Laka da greski ennom ar feiz ».

6 An Aotrou a respontas :

« Ma vefe ken braz ho feiz hag eur hreunenn zezo, e lavarfeh d’ar wezenn vouar-mañ : diframm da wriziou ha kee d’o ’flanta er mor ; hag a sentfe ouzoh ».

SERVICHA GAND IZELDED A GALON

7 « Pehini ahanoh, dezañ eur zervicher bet oh arad pe o vêsa al loened, a lavaro dezañ, pa vo distro euz ar park : « Deus buan ouz taol » ? 8 Daoust ha ne lavaro ket dezañ kentoh : « Aoz din va hoan ha stard da houriz d’am zervicha, ken n’am-bo debret hag evet. Goude e helli debri hag eva d’az tro ».

9 « Daoust hag anaoudègèz vad e-no d’ar zervicher-ze evid beza sentet outañ ?

10 « Evel-se, c’hwi ive, greet ganeoh kemend a vo bet gourhemennet deoh, lavarit : « servicherien didalvez om. N’on-eus greet nemed ar pez a dleem ober ».

AN DEG DEN LOR

11 O veza m’edo oh ober hent war-zu Jeruzalem, e treme-nas Jezuz war harzou Bro-Zamaria ha Bro-Halilea.

12 P’edo oh antreal en eur vourhadenn, e teuas dég dén lor en arbenn dezañ. Chom a rejont pellig a-walh dioutañ [35] hag e lavarjont :

13 — « Jezuz, Mestr, bez truez ouzom ».

14 O weled kement-se, e lavaras Jezuz dezo :

« It d’en em ziskouez d’ar veleien ».

E-keid ha m’edont o vond e tigouezas dezo beza pareet. 15 Unan anezo, o weled e oa pare, a zeuas war e giz en eur gana meuleudi da Zoue a vouez uhel. 16 En em strinka ’reas, e dal d’an douar, e-harz treid Jezuz, ouz e drugarekaad. Hogen, eur Samaritan e oa.

17 Jezuz a lavaras dezañ :

« Daoust ha n’int ket bet pareet o dég ? Hag an nao all, e peleh emaint ? 18 N’eus ket bet eta nemed hemañ, eun estren anezañ, da zond en-dro da veuli Doue ».

19 Hag e lavaras dezañ :

« Sav en da-zav ha kee, da feiz he-deus da zaveteet ».

DONEDIGEZ ROUANTELEZ DOUE

20 Ar Farizianed a reas goulennou outañ :

« Pegoulz eta e teu Rouantèlèz Doue ? »

Respont a reas :

« Rouantèlèz Doue ne zeu ket evel eun dra êz da weled. 21 Ne vo ket lavaret : « Amañ ema ! » pe : « Aze ema ! » rag en ho-touez ema Rouantèlèz Doue [36] ».

22 Neuze e lavaras d’e ziskibien :

« Eun amzer a zeuio hag e karoh gweled, pa ne ve nemed unan euz deiziou Mab an den, ha ne weloh ket.

23 « Lavaret e vo deoh : « Aze ema ! Amañ ema » Na lohit ket, na redit ket, 24 rag evel eul luhedenn o tarza a skéd euz an eil penn d’egile d’an oabl, evel-se e vo Mab an den d’e zeiz.

25 « Med, diagent e ranko gouzañv kaled, ha beza distao-let gand ar rummad-mañ.

26 « Evel ma oe kont e amzer Noe, evel-se ive e vo e amzer Mab an Den. 27 An dud a zèbre, a eve, a gemere gwaz, a gemere gwrég, beteg an deiz ma ’z eas Noe en arh, ha ma teuas an dour-beuz d’o distruja oll.

28 « Pe c’hoaz evel ma oe kont e amzer Lot : An dud a zèbre, a eve, a brene, a werze, a blante, a zave tiez. 29 Med d’an deiz ma ’z eas Lot kuit euz Sodom, e lakeas Doue da goueza euz an Neñv eur glao a dan hag a zoufr hag o distrujas oll.

30 « Evel-se e vo kont ive d’an deiz m’en em ziskouezo Mab an Den.

31 « D’an deiz-se, an hini a vo war al leur-doenn hag a vezo e draou en ti, arabad e vo dezañ diskenn d’o herhad, hag an hini a vo er park, arabad e vo dezañ kennebeud distrei war e giz. 32 Ho-pet soñj euz gwrég Lot.

33 « An neb a glasko mired e vuez he hollo hag an neb he hollo he miro.

34 « M’hel lavar deoh : En noz-se,euzdaouzénenhevelep gwele, unan a vo kemeret hag egile lezet. 35 Euz a ziou vaouez o vala asamblez, unan a vo kemeret hag e-bén lezet ».

36 37 An diskibien a houlennas outañ :

« E peleh e vo eta ? » Respont a reas :

« El leh ma vo ar horv eno eo en em zastumo ar guped ».


18/26