Aviel Jezuz-Krist hervez sant Lukaz

Index

 

Pennad 16

AR MEROUR DISLEAL

1 Jezuz a lavare ive d’e ziskibien :

« Bez’ e-noa eun den pinvidig eur merour, tamallet dezañ forani e vadou.

2 « Gelver a reas anezañ d’e gavoud hag e lavaras dezañ :

« Petra ’glevan diwar da benn ? Rent kont din euz da verèrèz, rag hiviziken ne helli mui beza va merour ».

3 « Neuze e lavaras ar merour outañ e-unan :

« Petra ’rin pa lam va mestr va harg diganin ? Da labourad douar ? Nerz n’am-eus ket, ha méz am-befe o vond da glask an aluzenn. 4 Gouzoud a ran petra ’rin evid ma vo tud da rei digemer din, p’am-bo kollet va harg.

5 « Gelver a reas d’e gavoud, hini hag hini, ar re a oa dleour d’e vestr. D’ar henta e lavaras :

« A begement out dleour d’am mestr ? »

6 « Hemañ a respontas :

« A gant barillad eoul ». « Ar merour a lavaras dezañ :

« Kemer da baper-diskarg, azez, ha skriv hanter-kant ».

7 « Goude e lavaras da unan all :

« Ha te, a begement out dleour ? »

« A gant muzuliad gwiniz » emezañ.

« Kemer da baper, eme ar merour, ha skriv : pevar-ugent ».

8 « Hag ar mestr a veulas ar merour disleal evid e ijin [34] ; rag bugale ar béd a zo edennoh en o aferiou kenetrezo eged bugale ar sklêrijenn. 9 Ha me ’lavar : Grit mignoned deoh gand arhant an dislealded, evid ma helloh, pa zeuio da vankoud, beza digemeret mad ganto, en teltennou peurbaduz.

10 « An neb a heller kaoud fiziañs ennañ e traou dister, a heller kaoud fiziañs ennañ e traou braz, hag an neb a zo disleal e traou dister, a zo ken disleal all en traou braz.

11 « Ma n’oh ket bet din a fiziañs gand arhant an dislealded, piou a fizio ennoh ar gwir binvidigeziou ?

12 « Ha ma n’oh ket bet din a fiziañs gand madou a zo da dud all, piou a roio deoh ar pez a zo deoh hoh unan ?

13 « Ne hell servicher e-béd servicha daou vestr, pe e-no kasoni ouz unan ha karantez ouz egile, pe en em stago ouz unan, hag e tisprijo egile. Ne hellit ket servicha Doue hag an arhant ».

14 Ar Farizianed, tud troet gand an arhant, a zelaoue an oll draou-ze, hag a ree goap anezañ. 15 Jezuz a lavaras dezo :

« C’hwi a glask tremen evid tud just dirag ar re all, med Doue a anavez ho kalonou : Ar pez a zo uhel evid an dud a zo da veza disprijet hervez Doue.

16 « Al Lezenn hag ar Brofeted a ya beteg Yann, med abaoe, Kelou Mad Rouantèlèz Doue a zo embannet, ha pep den a laka e boan evid antreal ennañ.

17 « An oabl hag an douar a dremeno êsoh eged na gouezo an disterra lizerennig euz al Lezenn ».

DIWAR-BENN AN DIMEZI

18 « Kement den a gas kuit e wrég hag a zimez da unan all a zo avoultrer, hag an hini a zimez da eur wrég kaset kuit gand he gwaz a zo avoultrer ».

AR PINVIDIG FALL HAG AR PAOUR-KEZ LAZAR

19 « Bez e oa eun den pinvidig hag a veze gwisket gand mezer moug ha lin fin ; keusteurenn vad dreist a veze gantañ bemdez.

20 « Bez’ e oa ive eur paour, anvet Lazar, a veze e toull an nor, war e hourvez, goloet e gorv a houliou. 21 C’hoant e-nefe bet da derri e naon gand ar pez a goueze diouz taol ar pinvidig, med ar chas eo a zeue da lipad e houliou.

22 « Ar paour a hoarvezas dezañ mervel hag e be douget gand an Elez war galon Abraham. Ar pinvidig a varvas ive hag e oe laket er bez.

23 « O veza e bro an anaon, e savas e zaoulagad, ha gwasket gand an tourmanchou, e welas euz a bell Abraham ha Lazar en e-gichenn. 24 Hag eñ da grial :

« Abraham, va zad, bez truez ouzin ; kas Lazar da zouba penn e viz en dour evid distana din va zeod rag poaniou kriz a ziwaskan en tan-flamm-mañ ».

25 « Abraham a respontas :

« Va mab, bez soñj ez-peus resevet da lod eùrusted e-pad da vuez, ha Lazar e lod a boaniou, med Bremañ ez eo frealzet ha te poaniet.

26 « Ouspenn-ze, etre c’hwi ha ni ez eus evid atao eun islonk don, kén na hell ket tremen, a-hann davedoh, ar re a garfe henn ober, na tremen alese davedom ».

27 — « Neuze, tad, eme ar pinvidig, goulenn a ran diganit kas anezañ da di va zad ; 28 pemp breur am-eus, evid rei dezo da houzoud penaoz ema kont, ha ma ne zeuint ket, int-i ive, el leh-mañ a dourmanchou.

29 « Abraham a respontas :

« Bez’ o-deus Moizez hag ar Brofeted, n’o-deus nemed o zelaou ».

30 — « N’eo ket, Abraham va zad, eme adarre ar pinvidig, med, ma ’z a unan bennag euz a douez ar re varo e raint pinijenn ».

31 Abraham a respontas dezañ :

« Ma ne zelaouont na Moizez nag ar Brofeted, ha goude ma savfe unan bennag a-douez ar re varo, ne gredfent ket ».


17/26