Aviel Jezuz-Krist hervez sant Lukaz

Index

 

Pennad 13

OBER PINIJENN

1 En amzer-ze e teuas tud da zigas kelou da Jezuz [30] diwar-benn ar Halileaned e-noa Pilat mesket o gwad gand hini o zakrifisou. 2 Jezuz a respontas dezo :

« Ha kavoud a ra deoh e oa ar Halileaned-se brasoh peherien eged an oll dud all a Vro-Halilea, ablamour m’o-deus gouzañvet eur hastiz ken garo ? 3 Ne oant ket, m’hel lavar deoh. Med ma ne jeñchit ket buez, c’hwi oll a yelo da goll eveldo.

4 « Hag an triweh-se a zo bet kouezet warno tour Siloe hag a zo bet lazet, ha kavoud a ra deoh e oant kablusoh eged an oll dud all a zo o chom e Jeruzalem ? 5 Ne oant ket, m’hel lavar deoh. Med ma ne rit ket pinijenn, c’hwi oll a yelo da goll eveldo.

AR WEZENN FIEZ DIFROUEZ

6 Jezuz a lavaras c’hoaz ar barabolenn-mañ :

« Eur wezenn ’fiez e-noa eun den en e winieg. Dond a ra da glask frouez enni ha ne gav ket.

7 Hag e lavar da baotr ar winieg :

« Setu tri bloaz ’so ma teuan da glask frouez er wezenn’fiez-mañ ha ne gavan ket. Trohit anezi eta ; d’ober petra e chom da zuna an douar ? »

8 Egile a respontas :

« Mestr, lezit anezi c’hoaz er bloaz-mañ ; amzer din da balad ha da lakad teil en-dro dezi. 9 Ken buan all e roio frouez hiviziken. Ma ne ro ket c’hwi a droho anezi.

PAREAÑS EUR VAOUEZ D’EUN DEIZ SABAT

10 Jezuz a oa o kelenn en eur zinagog d’eun deiz sabat. 11 War al leh e oa eur vaouez dalhet gand eur spered a waske anezi abaoe triweh vloaz. Daoubleget e oa ha ne helle ket sevel plom he hein.

12 P’he gwelas, Jezuz he galvas hag a lavaras dezi :

« Maouez, dizammet out euz da zroug ».

13 Astenn a reas e zaouarn warni. Kerkent e savas sonn en he-zav hag en em lakeas da renta gloar da Zoue.

14 Mestr ar zinagog, droug ennañ, en abeg m’e-noa roet ar pare d’eun deiz sabat, a lavaras d’ar bobl :

« C’hweh devez a zo d’al labour, d’an deiziou-ze eo deoh eta dond da glask ar pare, ha n’eo ket d’an deiz sabat ».

15 An Aotrou a respontas dezañ :

« Sperejou faoz ! Daoust ha pep hini ahanoh ne zistag ket e ejenn pe e azen diouz e laouer, da zeiz ar zabat, evid o bas d’an dour ? 16 Hag ar vaouez-se merh da Abraham, e dalh Satan abaoe triweh vloaz, daoust ha n’eo ket d’an deiz sabat ’oa dleet terri heh ereou ? »

17 War ar homzou-ze e oe karget e enebourien a vez hag an oll a oe leun a levenez gand an oll vurzudou a ree.

PARABOLENN AR HREUNENN ZEZO

18 Lavared a reas neuze :

« Ouz petra eo heñvel Rouantèlèz Doue ? Ouz petra komparachi anezi ? 19 Heñvel eo ouz eur hreunenn zezo, e-neus eun den kemeret hag hadet en e liorz. Kreski a ra ha dond da wezenn, ha laboused an Neñv a ra o neiziou en he skourrou ».

PARABOLENN AR GOELL

20 Lavared a reas c’hoaz :

« Ouz petra heñvellaad Rouantèlèz Doue ? 21 Heñvel eo ouz ar goell a gemer eur vaouez d’e veska gand tri vuzuliad bleud ken a zeu an toaz a-bez da hoï ».

AN NOR STRIZ

22 Jezuz a dremene, en eur gelenn, dre gêriou ha bourhadennou, en hent da vond da Jeruzalem.

23 Eun den a houlennas outañ :

« Aotrou, daoust ha rouez e vo an dud salvet ? »

24 Eñ a lavaras :

« Poagnit da antreal dre an nor striz, rag m’hel lavar deoh e vo kalz o klask mond tre ha ne hellint ket :

25 « Pa vo savet mestr an ti da brenna an nor, ha c’hwi er-mêz, ma skoit war an nor en eur lavared :

« Aotrou, digor deom ! » Ha p’e-no respontet deoh :

« N’ouzon ket a beleh oh ».

26 Neuze c’hwi ’lavaro :

« Debret hag evet on-eus ganit ha te az-peus kelennet war or plasennou ».

27 Med eñ a responto :

« Hel lavared a ran deoh, n’ouzon ket a beleh ez oh, it pell diouzin, c’hwi oll, mevelien an droug ».

28 « Eno e vo daelou ha skrignadeg dent, pa weloh Abraham, Izaag ha Jakob hag an oll brofeted, e Rouantèlèz Doue, e-keid ha ma vezoh-c’hwi taolet er-mêz. 29 Euz ar zao-heol, beteg ar huz-heol, euz an hanter-noz hag euz ar hreisteiz e teuor da gemered plas ouz taol, e Rouantèlèz Doue. 30 Ya, lod euz ar re ziweza a vo da genta, ha lod euz ar re genta a vo da ziweza ».

AL LOUARN HERODEZ

31 D’ar maze-ze, eun nebeud Farizianed a dosteas hag a lavaras dezañ :

« Kerz a-hann, rag Herodez a fell dezañ laza ahanout ».

32 Respont a reas dezo :

« It da lavared d’al louarn-ze [31] : Setu, argas a ran an droug-sperejou, parea ar re glañv, hirio ha warhoaz, ha d’an trede deiz eo echu.

33 « Hirio a-vad ha warhoaz hag en deiz warlerh e rankan derhel gand va hent, rag eur profet ne hell mervel nemed e Jeruzalem ».

JERUZALEM ! JERUZALEM !

34 « Jeruzalem ! Jeruzalem : Te hag a laz ar brofeted hag a stlap mein ouz ar re a vez kaset dit, na péd kwech eo fellet ganin dastum da vugale, evel ma tastum eur vamm-yar he neiziad dindan he diwaskell, ha n’eo ket bet fellet ganit. 35 Mad, lezet e vo ganeoh ho ti, hel lavared a ran deoh, n’am gweloh mui ken a zeuy an deiz ma lavaroh :

« Benniget ra vo, en ano an Aotrou, an hini a zo o tond ».


14/26