Aviel Jezuz-Krist hervez sant Lukaz

Index

 

Pennad 12

KOMZ SKLER HAG HEB AON

1 Ha neuze, pa oa en em vodet tud a vilierou beteg en em enka an eil egile, e stagas da lavared d’e ziskibien :

« Diwallit ouz goell ar Farizianed da lavared eo ar pilpouzèrèz. 2 N’eus netra holoet ha ne vo dizoloet, ha n’eus netra guzet ha ne vo ket anavezet. 3 Ha kement ho-peus lavaret en deñvalijenn a vo klevet er sklêrijenn, splann, hag ar pez ho-po lavaret e plég ar skouarn, er hao, a vo embannet war an toennou.

4 « Hel lavared a ran deoh, c’hwi va mignoned, n’ho pet ket aon ouz ar re a laz ar horv, ha ne hellont, goude-ze, ober netra ouspenn.

5 « Mond a ran da ziskouez deoh ouz piou ho-peus aon da gaoud : An hini e-neus galloud, goude beza lazet, da daoler er Jehenn. Ya, m’hel lavar deoh, hennez eo ho-peus da gaoud aon razañ.

6 « Daoust ha ne vez ket gwerzet daou holvan evid daou wenneg, ha koulskoude, n’eus ket unan anezo hag a ve ankou-nac’heet gand Doue.

7 « Gwelloh c’hoaz : oll ho plevennou a zo kontet, aon e-béd eta, muioh e talvezit eged eur bern golveni.

8 « M’hel lavar deoh : An hini a zisklerio dirag an dud beza a-du ganin, Mab an Den ive a zisklerio beza evitañ dirag Elez Doue. 9 Med an hini e-no va dianzavet dirag an dud a vo dianzavet dirag Elez Doue.

10 « An nep a lavaro eur gomz a-eneb Mab an Den a vo pardonet dezañ, med an hini e-no gwall-gomzet a-eneb ar Spered-Santel [27], ne vo ket pardonet dezañ.

11 « Pa vezoh kaset dirag ar zinagogou, ar pennadureziou hag an dud e karg, n’ho-po ket da gaoud nehamant evid gouzoud penaoz en em zifenn ha petra da lavared, 12 rag ar Spered-Santel a zesko deoh, just d’ar poent, petra ho-po da lavared ».

MADOU AR BED-MAÑ HA MADOU AR BED ALL

13 A-douez ar bobl, e lavaras eun den da Jezuz :

« Mestr, lavar d’am breur rei din va lod euz on heritaj ».

14 Jezuz a respontas dezañ :

« Piou e-neus va laket da varner warnoh ? 15 Diwallit, emezañ c’hoaz, ouz pep c’hoantègèz direiz : talvoudègèz buez eun den, ha pa ve pinvidig, ne zeu ket euz e beadra ».

16 Hag e kontas dezo eur barabolenn :

17 — « Bez’ e oa eun den pinvidig. Gounidou braz e-noa greet gand e diègèz, hag e soñje ennañ e-unan : Petra ’rin, pa n’am-eus ket a blas da horrenn va eost ?

18 « Setu, emezañ, petra ’rin : diskar va grignoliou ha sevel re all frankoh, hag e tastumin enno va éd ha kement am-eus.

19 « Hag e lavarin d’am ene : Va ene, madou braz az-peus a-gostez evid kalz bloaveziou, Bremañ eo dit diskuiza, debri, eva, ebati.

20 « Med Doue a lavaras dezañ : Diskiant ma ’z out ! En noz-mañ, end-eün, e vo goulennet da ene diganit, hag ar pez az-peus dastumet, da biou e vo ?

21 « Evel-se ema kont gand an hini a zastum madou evitañ e-unan, e-leh sevel da binvidig dirag Doue ».

PROVIDAÑS DOUE

22 « Setu perag, emezañ d’e ziskibien, e lavaran deoh : N’ho-pet ket neh gand ho puez, da houzoud petra ho-po da zebri, na gand ho korv, da houzoud penaoz e vo gwisket. 23 Rag muioh eged ar boued eo ar vuez, hag ar horv muioh eged ar wiskamant.

24 « Sellit ouz ar brini : Ne hadont na ne vedont, n’o-deus na kao na solier, ha Doue a vag anezo. Na pegement muioh eged al laboused ne dalvezit-c’hwi ket.

25 « Piou ahanoh, diwar goust neh, a hell hirraad e vuez an disterra ? 26 Mar d-oh eta ken dihalloud war gennebeud a dra, perag kaoud nehamant gand ar peur-rest ?

27 « Sellit ouz al lili ; n’ouzont na neza na gwea, ha m’hel lavar deoh : Salomon e-unan e-kreiz e hloar n’eo bet biskoaz gwisket evel unan anezo.

28 « Ma teu Doue da wiska evel-se, war ar-mêz, ar yeot a zo aze hirio hag a vo taolet en tan warhoaz, na pegement muioh ne raio ket evidoh, tud laosk en ho feiz.

29 « C’hwi eta, na glaskit ket petra ’zebroh na petra ’evoh, ha n’en em jalit ket. 30 An oll draou-ze, payaned ar béd-mañ o hlask heb ehan. Evidoh-c’hwi, ho Tad a oar ho-peus ezomm anezo. 31 Klaskit kentoh e Rouantèlèz hag an dra-ze a vo roet deoh ouspenn.

32 « N’ho-pet ket aon, tropell bihan, rag plijet eo bet d’ho Tad rei deoh e Rouantèlèz.

33 « Gwerzit ar pez a zo deoh ha roit anezañ en aluzenn. Grit evidoh ilhier ha na uzint ket, eun teñzor hag a bado en Neñvou : Eno, na laer na dosta, nà tartouz na grign, 34 rag el leh m’ema ho teñzor ema ive ho kalon.

BEZA PREST EVID DISTRO AR MESTR

35 « Bezit ho kouriz en-dro d’ho kroaz-lez [28] hag ho lampou war-elum. 36 Bezit heñvel ouz tud o hortoz o mestr pa zistroio euz ar fést, evid digeri dezañ kerkent ha ma tigouezo ha ma skoio. 37 Eüruz ar zervicherien a vo kavet war-veill gand o mestr pa zistroio. E gwirionez m’hel lavar deoh, lakaad a raio e houriz hag ober dezo azeza ouz taol hag o zervicha an eil goude egile.

38 « Ha ma teu d’an eil beilladenn pe d’an drede, ha m’o hav evel-se, Eüruz ar re-ze.

39 « Gouzoud a rit er-vad, ma ouezfe mestr an ti da béd eur e teufe al laer, e chomfe da veilla ha ne lezfe ket toulla e di.

40 « C’hwi ive, bezit prést, rag dond a ray Mab an Den d’an eur na zoñjit ket ».

41 Neuze e lavaras Pèr :

« Evidom-ni eo e lavarez ar barabolenn-se, pe evid an oll ?

42 An Aotrou a respontas :

« Pehini eo ar merour féal ha fur a vo laket gand e vestr e penn e zervicherien, evid rei da bep hini, d’ar houlz, e lod gwiniz ? 43 Ya, eüruz ar zervicher-ze a vo kavet gand e vestr oh ober evel-se. 44 E gwirionez m’hel lavar deoh, lakaad a raio anezañ da vestr war e oll vadou.

45 « Med, ma lavar ar zervicher-ze ennañ e-unan : Dale ra va mestr da zond, ha m’en em laka da skei gand ar vevelien hag ar mitizien, ha da zebri, ha da eva, da d’en em vezvi ; 46 mestr ar zervicher-ze a erruo d’an devez n’ema ket o hortoz, ha d’an eur ne oar ket, hag e raio skourjeza anezañ hag e lakaad e-touez an dud difeiz.

47 « Ar zervicher-ze hag a anavez bolontez e vestr, ha n’e -no koulskoude prépare ! netra, na greet hervez e zivizou, a vo kastizet.

48 « Med an hini ne anavez ket ar volontez-se, hag e-no meritet kastiz, hennez n’e-no ket ken braz kastiz. Kalz a vo goulennet digand an hini e-neus resevet kalz, ha seul vui e vo bet fiziet en unan bennag, seul vui e vo goulennet digantañ.

JEZUZ DIRAG E BASION

49 « Deuet on da zigas an tan [29] war an douar, ha pegement e karfen e ve krog a-benn bremañ.

50 « Bez’ ez eus eur vadeziant hag am-eus c’hoaz da reseo, ha pegen enkrezet on beteg ma vo kaset kement-se da benn.

PENN-ABEG A ZIZUNANIEZ

51 « Kredi a ra deoh ez on deuet da lakaad ar peoh war an douar ? N’eo ket, a la varan deoh, med kentoh an dizunaniez. 52 Rag azaleg Bremañ, en eun tiègèz a bemp den e vo dizunaniez etrezo : tri a-eneb daou, daou e-eneb tri ; disparti a vo : 53 an tad a-eneb d’e vab, ar mab a-eneb d’e dad, ar vamm a-eneb d’he merh, ar verh a-eneb d’he mamm ; ar vamm-gaer a-eneb d’he merh-kaer, ar verh-kaer a-eneb d’he mamm-gaer ».

SINOU AN AMZER

54 Lavared a reas c’hoaz d’an dud :

« Pa welit eur goumoulenn o sevel diouz tu, ar huz-heol, e lavarit diouztu : ar glao a zo o tond, hag evel-se e tigouez.

55 « Ha pa welit an avel o c’houeza diouz tu ar hreisteiz, e lavarit : tomm-bah e vo, ar pez a zigouez.

56 « Sperejou faoz ahanoh ! Gouzoud a rit anaoud doa-reou an douar hag an oabl. Hag an amzer a vremañ penaoz n’ouzoh ket he anaoud ?

57 « Perag eta ne brizit ket, drezoh hoh-unan, ar pez a zo just ? 58 Evel-se pa ’z ez gand da enebour da gavoud ar penn-rener, klask an tu, en hent, d’en em gleved gantañ gand aon na vefes sachet gantañ dirag ar barner, ha laket gand ar barner etre daouarn ar gward, ha taolet er prizon gand ar gward.

59 « Hel lavared a ran dit : Ken n’az-po paeet beteg ar gwenneg diweza, ne ’z i ket er-mêz ».


13/26