Aviel Jezuz-Krist hervez sant Lukaz

Index

 

Pennad 11

AR BATER

1 Eun devez edo Jezuz o pedi. Pa oe echu gantañ e bedenn e lavaras dezañ unan euz an diskibien :

« Aotrou, desk deom pedi evel m’e-neus Yann-Vadezour desket d’e ziskibien ».

2 Jezuz a lavaras dezo :

« Pa vezoh o pedi, lavarit :
« Tad, da ano bezet santelleet,
« Da Rouantèlèz deuet deom.
3 « Ro deom bemdez bara or bevañs.
4 « Pardon deom or pehejou, rag ni a bardon ive d’ar re a zo dleourien deom.
« Ha mir ouzom da goueza e tentadur » [25].

AR MIGNON TORR-PENN

5 Lavared a ree c’hoaz :

« Lakom e-nefe, unan bennag ahanoh, eur mignon hag a zeufe d’e gavoud e-kreiz an noz da lavared dezañ : « Va mignon, prest din teir varaenn [26], 6 rag eur mignon din o veaji, a zo erruet du-mañ, ha n’am-eus netra da ginnig dezañ ». 7 Ha ma respontfe egile euz diabarz an ti :

« Lez ahanon e peoh. Prennet eo Bremañ an nor. Va bugale, koulz ha me, a zo aet da gousked ; ne hellan ket sevel da rei bara dit ».

8 « Mad ! m’hel lavar deoh, goude ma ne zavje ket da rei dezañ e houlenn dre vignoniaj, e savo koulskoude dre forz beza tregaset gantañ, hage roio dezañ kement e-neus ezomm.

9 « Lavared a ran deoh ; Goulennit hag e vo roet deoh, klaskit hag e kavoh, skoit hag e vo digoret deoh. 10 Rag an neb a houlenn a reseo, an neb a glask a gav, hag an neb a sko a vo digoret dezañ.

11 « Peseurt tad, en ho-touez, ma teu e vab da houlenn eur pesk digantañ a rofe eun naer dezañ ? 12 Ha ma houlenn eur vi, daoust hag e rofe dezañ eur grug ?

13 « Rag-se’ta, ma ouezit, c’hwi, daoust d’ar fall ma ’z oh, rei traou mad d’ho pugale, na pegement muioh ne roio ket ho Tad euz an Neñv ar Spered-Santel d’ar re her goulenno digantañ ».

JEZUZ HA BEELZEBOUL

14 Oh argas eun diaoul mud edo Jezuz. Hogen, eur wech aet an diaoul er-mêz e stagas ar mud da gomz hag e oe estlammet an dud.

15 Hiniennou anezo, koulskoude, a lavaras :

« Dre Veelzeboul, priñs an droug-sperejou, eo eh argas an diaoulou ».

16 Re all evid e amproui a houlenne digantañ eur zin euz an Neñv. 17 Med en hag a anaveze o zoñjou a lavaras :

« Kement rouantelez a zo dizunaniez enni heh-unan a ya da goll, hag an liez enno a zizah an eil war egile. 18 Satan ive, mar d-eo disrannet dioutañ e-unan, penaoz e chomo e rouantelez en he-zav ? Pegwir e lavarit eo dre Veelzeboul eh argasan an droug-sperejou. 19 Ha mar d-eo dre Veelzeboul eo eh argasan an droug-sperejou, ho tiskibien-c’hwi dre biou eh argasont anezo ? Int-i neuze eta a vo ho parnerien.

20 « Med mar d-eo dre halloud Doue eo eh argasan an droug-sperejou, neuze eo deuet Rouantelez Doue beteg ennoh.

21 « Pa vez eun den kreñv, gand e armou, o tiwall e di, n’eus riskl e-béd evid e beadra. 22 Med ma tigouez unan all kreñvoh hag e-neus an treh warnañ, e lamo digantañ e armou a oa enno e fiziañs hag e lodenno e breiz.

23 « An hini n’ema ket a-du ganin, a zo a-eneb din, hag an hini ne zastum ket ganin, ne ra nemed forani.

DISTRO AR SPERED HUDUR

24 « Pa vez eet ar spered hudur er-mêz euz eun den e kantre dre lehiou digenvez o klask diskuiz. Ha pa ne gav ket e lavar ennañ e-unan : « Distrei a ran d’am zi am-eus dilezet ».

25 « Ha pa zigouez e kav an ti skubet ha kempennet. 26 Neuze ez a da gerhad seiz spered all falloh egetañ. Antreal a reont hag ober ennañ o annez. Stad diweza an den-ze a zo gwasoh eged an hini kenta.

AN EURUSTED WIRION

27 Pa edo o prezeg evelse, e savas eur vaouez he mouez a-douez ar bobl da lavared :

« Eüruz ar vamm he-deus da zouget hag he-deus da vaget !  »

28 Ha Jezuz respont :

« Eüruz kentoh ar re a zelaou komzou Doue hag a vir anezo ».

BURZUD JONAZ

29 O veza ma kreske an dud en-dro dezañ e lavaras :

« Ar rummad-mañ a zo eur rummad fall ; goulenn a ra eur zin ! Med sin all e-béd ne vo roet dezañ nemed sin Jonaz.

30 « Rag evel ma oe Jonaz eur zin evid tud Niniv, evel-se ive e vo Mab an Den eur zin evid ar rummad-mañ.

31 « Da zeiz ar varn e savo rouanez ar Hreizteiz, gand gwazed ar rummad-mañ, hag e kondaono anezo, rag deuet eo euz ar penn âll d’ar béd da zelaou furnez Salomon. Ahanta ! Brasoh eged Salomon a zo amañ.

32 « Da zeiz ar varn e savo gwazed Niniv gand ar rummad-mañ hag e kondaonint anezo, rag pinijenn o-deus greet gand prezegèrèz Jonaz. Ahanta ! brasoh eged Jonaz a zo amañ.

33 « Ne elum den e-béd eul lamp evid e lakaad en eul leh kuz, med laket e vez war eur hantolor, evid ma welo ar sklêrijenn ar re a zeu en ti.

34 « Lamp da gorv eo da lagad. Mar d-eo yah da lagad, da gorv a-bez a vo er sklêrijenn. Med mar d-eo klañv da lagad, da gorv ive a vo en deñvalijenn. 35 Evesa ’ta ma n’eo ket tenvalijenn ar sklêrijenn a zo ennout.

36 « Mar d-ema da gorv a-bez er sklêrijenn, hep tamm tenvalijenn e-béd, e vezo en e-bez er sklêrijenn, evel pa vez al lamp ouz da sklêrijenna gand e skéd ».

A-ENEB AR FARIZIANED HA DOKTORED AL LEZENN

37 O komz edo c’hoaz, pa zeuas eut Farizian d’e bedi da vond da leina d’e di, ha Jezuz antreal ha mond ouz taol.

38 Souezet e oa ar Farizian o weled n’e-noa ket en em walhet a-raog ar préd. 39 An Aotrou a lavaras dezañ :

« Neuze, c’hwi, ar Farizianed, a nêta an diavêz euz an hanaf hag euz ar plad, med an diabarz ahanoh n’eus netra ennañ nemed laeronsi ha fallagriez.

40 « Tud diskiant ! Daoust hag an hini e-neus greet an diavêz n’e-neus ket greet ive an diabarz ?

41 « Roit kentoh en aluzenn ar pez a hellit ha neuze e vo glan pep tra ennoh.

42 « Med, gwas-a-ze deoh, Farizianed ! c’hwi hag a baee an diner diwar ar vent hag ar ruz ha kement a zav el liorz, hag a lez a gostez ar justis ha karantez Doue. An dra-mañ a oa da ober hep dilezel an dra-ze.

43 « Gwas-a-ze deoh Farizianed ! C’hwi hag a glask ar plasou kenta er zinagogou hag a blij deoh beza saludet war ar plasennou.

44 « Gwas-a-ze deoh ! C’hwi hag a zo heñvel ouz ar beziou na weler ket hag a gerz an dud warno hep gouzoud dezo ».

45 Neuze, unan euz an doktored war al Lezenn a zavas e vouez :

« O komz evel-se, warnom-ni ive e taolez dismegañs ». 46 Eñ a respontas :

« C’hwi ive, doktored war al Lezenn, gwas-a-ze deoh ! Lakaad a rit sammou ponner war diskoaz an dud, ha ne douchit ket hoh-unan ouz ar zammou-ze gand eur biz hepkén.

47 « Gwas-a-ze deoh ! C’hwi hag a zav beziou kaer d’ar brofeted pa ’z eo ho tadou eo o-deus o lazet.

48 Evel-se e roit testeni e kavit mad oberou ho tadou, peogwir int-i o-deus lazet ar brofeted ha c’hwi a zav beziou dezo.

49 « Setu perag he-deus lavaret Fumez Doue heh-unan : Me a gaso dezo profeted hag ebestel ; darn anezo a lazint, darn all a wall-gasint, 50 evid ma vo goulennet kont digand ar rummad-mañ euz gwad an oll brofeted a zo bet skuillet abaoe penn kenta ar béd, 51 azaleg gwad Abel beteg hini Zakariaz a zo bet lazet etre an aoter hag ar zantual. Ya, m’hel lavar deoh, kont a vo goulennet digand ar rummad-mañ.

52 « Gwas-a-ze deoh Doktored war al Lezenn ! rag m’ho-peus skrapet ganeoh alhwez ar ouiziègèz ; c’hwi hoh-unan n’oh ket antreet enni, hag ar re a glaske antreal ho-peus miret outo ».

53 Pa oa aet Jezuz er-mêz ahano, en em lakeas ar Skribed hag ar Farizianed d’e dregasi c’hwero, ha da ober goulennou ha goulennou outañ, 54 o stigna pechou dezañ evid kaoud peadra d’e damall.


12/26