Aviel Jezuz-Krist hervez sant Lukaz

Index

 

Pennad 10

AN DAOUZEG DISKIBL HA TRI-UGENT

1 En amzer-ze, goude beza dibabet daouzeg ha tri-ugent euz e ziskibien, e kasas Jezuz anezo, daou-ha-daou, en e-raog, da vond e kement kêr ha kement leh e-noa e-unan da vond. 2 Hag e lavaras dezo :

« Braz eo an eost, med mederien a zo nebeud anezo. Pedit eta mestr an eost, ma kaso tud d’ober an eost.

3 « It en hent ; setu ma kasan ahanoh evel denved e-touez ar bleizi. 4 Na gasit ganeoh na yalh, na sah, na boutou.

Na jomit ket en hent da zaludi den e-béd. 5 E kement ti ma ’z eoh, lavarit da genta : Peoh d’an ti-mañ. 6 Ma ’z eus eno eun den a beoh, e tiskenno ho peoh warnañ. Ma n’eus ket e teuio deoh en-dro.

7 « Chomit er memez ti. Debrit hag evit euz ar pez a vo roet deoh, rag gounid a ra al labourer e hobr. Arabad deoh mond euz eun ti d’egile.

8 « E kement kêr ma ’z eoh hag ho-po enni digemer vad, debrit ar pez a vo kinniget deoh, 9 roit ar pare d’ar re glañv a vo eno, ha lavarit d’an dud : Erruet eo beteg ennoh Rouantèlèz Doue.

10 « E kement kêr ma ’z eoh, ha ne vo ket greet digemer deoh, it war ar plasennou ha lavarit d’an dud : 11 « Ar boul-trenn zokén, staget ouz on treid, a dennom kuit hag a lezom ganeoh, med intentit koulskoude : erru eo Rouantèlèz Doue.

12 « M’hel lavar deoh : Da zeiz ar varn, ne vo ket barnet ken kriz Sodom hag ar gêr-ze.

13 « Gwas-a-ze dit Korazin ! Gwas-a-ze dit Betsaida ! [24] rag ma vije bet greet e Tir hag e Sidon ar burzudou a zo bet greet ennoh, o-defe cheñchet buez abaoe pell ’zo, gwisket gand sehier hag azezet war al ludu.

14 « Ya, da vare ar varn, evid Tir ha Sidon ne vo ket ken gwas hag evidoh.

15 « Ha te, Kafarnaom, ha savet e vezi beteg an Neñv ? Diskenn eo a ri beteg bro ar maro.

16 « An hini ho selaou, am zelaou. An hini a ya a-eneb deoh, a ya a-eneb din, hag an hini a ya a-eneb din, a ya a-eneb d’an hini e-neus kaset ahanon ».

DISTRO LAOUEN AN DISKIBIEN

17 An daouzeg ha tri-ugent a zistroas, leun a levenez :

« Aotrou, emezo, an diaouled o-unan a blég deom en da ano ».

18 Jezuz a lavaras dezo :

« O selled edon ouz satan o koueza euz an Neñv evel eur flamm-tan. 19 Roet am-eus deoh galloud da daoler ho treid war an naered hag ar hruged, ha da drehi oll nerz an enebour heb na hellfe noazoud deoh.

20 « Koulskoude, n’eo ket ablamour ma suj deoh ar spere-jou eo ho-peus da veza laouen, med ablamour m’eo skrivet hoh anoiou en Neñvou ».

AN AVIEL ROET DA ANAOUD D’AN DUD DISTER

21 D’an ampoent, gand al levenez, er Spered-Santel, e tridas kalon Jezuz hag e lavaras :

« Da veuli a ran, va Zad, Aotrou an Neñv hag an douar, ablamour m’az-peus kuzet an traou-ze ouz an dud desket ha speredeg, ha m’az-peus o roet da anaoud d’ar re vianig. Ya, Tad, evel-se eo bet plijet ganit.

22 « Pep tra a zo bet roet din gand va Zad, ha den e-béd ne oar piou eo ar Mab, nemed an Tad, na kennebeud piou eo an Tad, nemed ar Mab ha kement hini a zo plijet gand ar Mab henn diskleria dezañ ».

23 O trei neuze war-zu e ziskibien, e lavaras dezo en o fart-o-unan :

« Eüruz an daoulagad a wél ar pez a welit. 24 Rag m’hel lavar deoh, stank eo bet ar brofeted hag ar rouaned o-defe karet gweled ar pez a welit, ha n’o-deus ket gwelet, kleved ar pez a glevit he n’o-deus ket klevet ».

KARED DOUE HAG AN NESA

25 Ha setu ma savas eun doktor war al Lezenn, hag evid klask e lakaad da nehi, e lavaras dezañ :

« Mestr, petra ’m-eus da ober evid kaoud ar vuez peurbaduz ? »

26 Jezuz a respontas dezañ :

« Al Lezenn, petra ’zo skrivet enni ? Petra’ lennez enni ? »

27 Hag eñ da lavared :

« Kared a ri an Aotrou da Zoue a-greiz da galon, gand da oll ene, da oll nerz, ha da oll spered, ha da nesa eveldout da unan ».

28 — « Mad az-peus respontet, eme Jezuz dezañ, gra kement-se hag e vevi ».

PARABOLENN AR SAMARITAN MAD

29 Hemañ a-vad, o klask en em denna, a lavaras da Jezuz :

« Ha piou eo va nesa ? »

30 Jezuz a respontas dezañ :

« Eun den a oa o tiskenn euz Jeruzalem da Jeriko. Koueza ’reas etre daouarn laeron, a denn digantañ kement e-noa, a wall-gas anezañ hag a ya kuit ouz e lezel hanter varo.

31 « Digouezoud a reas d’eur beleg diskenn dre ar memez hent ; gweled a reas an den hag e tremenas e-biou dezañ. 32 Evelse ive, eul leviad a zigouezas eno, a welas anezañ, hag a dremenas e-biou.

33 « Med eur Samaritan o veaji a erruas d’e dro beteg ennañ, hag ouz e weled e oe gounezet gand an druez. 34 Tostaad a reas da liena dezañ e houliou, en eur skuill warno eoul ha gwin. Goudeze e lakeas anezañ war gein e loen, evid e gas d’an ostaleri hag eno eh ententas outañ.

35 « Antronoz, e tennas daou bez arhant euz e yalh da rei d’an ostiz, en eur lavared : Ententit mad outañ ha ma vez brasoh ho mizou, me ho paeo pa vezin distro.

36 « Pehini euz an tri-ze a zo bet nesa d’an den kouezet etre daouarn al laeron ? »

37 Respont a reas an doktor :

« An hini a zo bet trugarezuz en e-genver ».

« Kee, eme Jezuz, ha te ive gra eveldan ».

MARTA HA MARI A VETANIA

38 Jezuz oh ober hent gand e ebestel a antreas en eur gêriadenn, hag eur vaouez, anvet Marta, e zigemeras en ne zi.

39 Bez’ he-doa eur hoar anvet Mari, hag houmañ, azezet e-harz treid an Aotrou, a zelaoue e gomzou, 40 e-keid ha ma laboure Marta war-dro an ti, prés warni. Chom a reas a-zav hag e lavaras :

« Aotrou, ha ne daolez ket evez e lez va hoar ahanon va unan da ober ar zervich ? Lavar dezi dond d’am zikour ».

41 An Aotrou a-vad a respontas dezi :

« Marta ! Marta ! nehet out ha kalz tregas a gemerez gand eur bern traou. N’eo ket réd kemend-all ; unan hepkén. 42 Mari he-deus dibabet al lodenn wella ha ne vo ket lamet diganti ».


11/26