Aviel Jezuz-Krist hervez sant Lukaz

Index

 

Pennad 1

RAKLAVAR

1 Meur a hini o-deus dija klasket reñka istor ar pez a zo bet digouezet en on touez, 2 hervez ar pez a zo bet lavaret deom gand ar re a zo bet test a gement-se abaoe ar penn kenta, hag a zo deuet da veza servicherien ar Gomz. 3 Me, d’am zro, goude beza greet enklask piz war bep tra, abaoe ar penn kenta, am-eus kavet mad o skriva diouz refik, evidout, Aotrou enoruz Teofil [1], 4 dit da weled sklêr pegen stard eo diazezet war ar wirionez ar gelennadurez az-peus bet.

GANEDIGEZ YANN-VADEZOUR KEMENNET DA ZAKARIAZ

5 En amzer Herodez, roue Bro-Judea, e oa eur beleg anvet Zakariaz, euz rummad Abia ; e wreg euz lignez Aaron a oa Elizabed heh ano.

6 O daou e oant just dirag Doue. Heulia ’reent direbech oll lezennou ha gourhemennou an Aotrou.

7 N’o-doa ket a vugale, difrouez ma oa Elizabed, ha deuet e oant o-daou war an oad.

8 Ha setu eun devez m’edo Zakariaz, diouz tro e rummad [2], gand e garg a veleg, dirag Doue, 9 e oe galvet dre ar zord, hervez ar hiz miret gand ar veleien, da vond e santual an Aotrou da ginnig an ezañs.

10 Hag ar bobl a oa er-mêz o pedi, d’an eur m’edo o kinnig an ezañs.

11 Eun êl d’an Aotrou a zeu da bara dirazañ, en e-zav en tu dehou da Aoter an ezañs. 12 Strafuillet e oe Zakariaz ouz e weled hag e oe spontet.

13 Med an êl a lavaras dezañ :

« Na gemer ket aon, Zakariaz, rag selaouet eo bet da bedenn. Da wreg Elizabed a roio dit eur mab hag e laki Yann e ano. 14 Bez ’e vo evidout leh da gaoud joa ha levenez, ha kalz tud a vo laouen euz e hanedigez ; 15 rag braz e vo-en dirag an Aotrou ; ne evo ket a win nag a evach mezvuz, rag azaleg korv e vamm e vo karget euz ar Spered-Santel. 16 Lakaad a ray da zistrei ouz Doue kalz euz bugale Israël. 17 En e-unan a gerzo dirag an Aotrou, gantañ spered ha galloud Eliaz, evid distrei kalonou an tadou war-zu o bugale, hag an dud dizent war-zu furnez an dud just, evid prepari d’an Aotrou eur bobl prest d’e zigemer ».

18 Zakariaz a lavaras d’an êl :

« Penaoz e ouezin an dra-ze ? rag me ’zo koz ha va gwreg a zo deuet war an oad ».

19 An êl a respontas :

« Me eo Gabriel a zo dalhmad dirag Doue. Kaset on bet da gomz dit ha da gemenn dit ar helou mad-se. 20 Ha setu ma vezi dilavar, hep gelloud mui komz, beteg an deiz ma tigouezo an traou-ze, ablamour n’az-peus ket kredet d’am homzou hag a zeuio da wir d’o amzer ».

21 An dud a oa o hortoz Zakarias hag a oa souezet o weled e talee er zantual. 22 Pa zeuas er-mêz, n’oa ket evid komz outo. Intent a rejont e-noa bet eur weledigez er zantual : Ober a ree sinou dezo, med mud e chome.

23 Pa oe echu gantañ e zeveziou-servich ez eas d’ar gêr. 24 Eur pennag goude e oe dougéréz e wreg. E-pad pemp miz e kuzas he stad hag e lavare outi heh-unan :

25 — « Setu ar pez e-neus greet an Aotrou em henver, en amzer m’e-neus taolet eur zell warnon, evid lakad fin d’ar pez a oe eun dismegañs [3] evidon dirag an dud ».

GINIVELEZ JEZUZ KEMENNET DA VARI [4]

26 D’ar c’hwehved miz e oe kaset an êl Gabriel gand Doue d’eur gêr a Vro-Halilea, anvet Nazared, 27 da gavoud eur plah yaouank dimezet d’eun den anvet Jozef, euz lignez David, hag ano ar plah yaouank a oa Mari.

28 Erruet beteg enni, e lavaras an êl :

« Me da zalud, leun a hras, an Aotrou ’zo ganit » [5].

29 Hi a oe Strafuillet o kleved seurt komzou. Soñjal a ree enni heh-unan petra ’helle beza ar zalud-se. 30 An êl a lavaras dezi :

« Na gemer ket aon, Mari, rag plijet out da Zoue. 31 Setu emaout o vond da gonsevi, hag e vezi marnm d’eur mab. Te a roio dezañ an ano a Jezuz [6]. 32 Hennez a vo braz, hag anvet e vo Mab da Vestr an Neñv. An Aotrou Doue a roio dezañ tron David e dad. 33 Roue e vo war lignez Jakob da viken, hag e rouantèlèz ne vo fin e-béd dezi».

34 Mari a lavaras d’an êl :

« Penaoz e c’hoarvezo kement-se pegwir on gwerhez ? »

35 An êl a respontas dezi :

« Ar Spered-Santel a ziskenno warnout, ha galloud Mestr an Neñv a holoio ahanout. Dre-ze, ar hrouadur a vo santel ha Mab da Zoue e vo anvet. 36 Ha setu Elizabed da geniterv, he-deus koñsevet ive daoust d’he oad, hag ar c’hwehved miz eo eviti, hi hag a oe lesanvet ar « vaouez dizeh ». 37 rag Doue n’eus netra dreist e halloud ».

38 Mari a lavaras neuze :

« Setu amañ servichéréz an Aotrou, ra zigouezo din hervez da lavar ».

Hag an êl a yeas kuit diouti.

MARI E TI ELIZABED

39 En amzer-ze, Mari a yeas buan en hent war-zu bro ar meneziou, d’eur gêr a Vro-Juda.

40 Antreal a reas e ti Zakariaz ha saludi Elizabed.

41 Kerkent ha ma klevas Elizabed salud Mari, e tridas he hrouadur en he hreiz hag e oe karget Elizabed euz ar Spered-Santel. 42 Sevel a reas he mouez ha lavared :

« Benniget out dreist an oll gwragez ha benniget ar frouez euz da gorv. 43 Hag a beleh e teu din kement-mañ : Mamm va Aotrou o tond beteg ennon ? 44 Rag kerkent ha m’he-deus da vouez skoet va diskouarn, e-neus va hrouadur tridet em hreiz gand al levenez. 45 Eüruz an hini he-deus kredet e vo sevenet ar homzou lavaret dezi a-berz an Aotrou Doue ».

46 Ha Mari d’he zro a lavare :

« Kana a ra va ene meuleudi d’an Aotrou, 47 ha tridal a ra va spered e Doue va Zalver, 48 ablamour m’e-neus taolet e zellou war e zervichéréz dister.

« Diwar vremañ, e lavaro an oll dud, a rumm da rumm, ez on euruz, 49 ken kaer eo an traou e-neus greet evidon an hini a zo braz e halloud ha santel e ano,

50 « hag e skuill e vadèlèz, a vare da vare, war ar re a zouj dezañ.

51 « Dispaka ’ra nerz e vreh, ha skuba an dud lorhuz.

52 « Diskar a ra ar rouaned diwar o zron hag uhellaad an dud izel.

53 « Ar re o-deus naon a garg a vadou, ar re binvidig a gas kuit hep netra.

54 « E skoazell a ro da Israël e zervicher, rag ne zizoñj ket e vadèlèz, 55 evel m’e-neus bet lavaret d’on Tadou, e-keñver Abraham hag e lignez da viken ».

56 Mari a jomas neuze gand Elizabed war-dro tri miz ha goudeze e tistroas d’ar gêr.

GINIVELEZ YANN-VADEZOUR

57 Deuet d’he amzer, e lakeas Elizabed eur mab er béd. 58 Amezeien ha kerent, klevet ganto e-noa an Aotrou Doue diskouezet e drugarez en he-heñver, a zeuas da ober dezi o gourhemennou.

59 D’an eizved devez e teujont evid amdrouh ar hrouadur hag e felle dezo rei dezañ ano e dad : Zakariaz. 60 Med e vamm a zisklerias :

« Nann, emezi, Yann a vo e ano ».

61 Ar re all a lavar dezi :

« N’eus den all e-béd euz da dud o tougenn an ano-ze ».

62 Dre jestou e houlennjont ouz e dad pe ano e felle dezañ rei d’ar hrouadur. 63 En a houlenn eun dablezenn hag a skriv warni : « Yann eo e ano ». Hag an oll a oe souezet.

64 D’an ampoent e tigoras e henou hag e teuas e deod da zistagella. Kaozeal a reas ha meuli Doue.

65 Gand an doujañs e oe skoet neuze an amezeien, ha dre veneziou Bro-Judea e rede ar vrud euz an oll draou-ze. 66 Ha kement hini a gleve ano anezo o dalhe en o spered hag a lavare :

« Petra ’zeuio ar hrouadur-ze da veza ? » Hag e gwirionez dorn Doue a oa gantañ.

KANTIK ZAKARIAZ

67 Zakariaz, e dad, a oe karget euz ar Spered-Santel hag a ziouganas en eur lavared :

68 — « Ra vo benniget an Aotrou, Doue Israël, rag m’eo deuet da weled e bobl ha d’he zalvi,

69 « ha da lakad da zevel evidom eur Zalver leun a nerz, e tiègèz David e zervicher,

70 « hervez m’e-noa lavaret dre henou e brofeted santel en amzer a wechall,

71 « Eur zilvidigez d’on dleubi diouz on enebourien ha diouz ar re oll o-deus kasoni ouzom.

72 « Diskouezet e-neus e vadèlèz e-keñver onTadou, soñj e-neus bet euz an emgleo santel e-noa greet ganto,

73 « Al le e-noa greet da Abraham on Tad da rei deom ar hras, 74 goude beza on diframmet euz a dre daouarn on enebourien, d’e zervicha heb aon, 75 santel ha just dirazañ a-hed or buez penn-da-benn.

76 « Hag evidout-te, bugelig, te a vo anvet profet an Uhel-Meurbéd, rag te a gerzo en a-raog, dindan lagad Doue, evid kempenn e heñchou,

77 « evid rei da anaoud d’e bobl ar zilvidigez dre ar pardon euz ar pehejou.

78 « Kement-se a zeu diwar madèlèz dreist-muzul on Doue, gras dezi eo deuet beteg ennom ar steredenn deuet euz an uhel,

79 « evid sklerijenna ar re a oa en deñvalijenn hag e skeud ar maro, evid or rén war hent ar peoh ».

80 Kreski a ree ar hrouadur ha digeri a ree e spered. Mond a reas da veva el lehiou digenvez beteg an deiz ma tlee en em ziskouez da bobl Israël.


2/26