«Du an noz, teñval an deiz…» Evel-se e lavar ar c’hantik. Ha gwir eo er miz-mañ, rag e miz du emaom. Teñval-zac’h e vez an noz a-wechou, ken goloet ma vez an oabl gand koumoul du o lavared deom on-eus kroget da vad gand lodenn deñval ar bloaz. Devez kenta ar miz, gand gouel Kala-Goañv hen disklêrie deom dija, ha koumoul divalo ar pez a c’hoarveze er bed ne zikouren ket ahanom da laouennaad : ar c’hovid-19 o tond endro, drouglazadeg Samuel Paty, gwall-daoliou Nice, ar brezel en Azerbaïdjan… Eüruzamant c’hoaz eo Joe Biden e-neus gounezet ar votadegou er Stadou-Unanet : ar c’helou-ze ’zo bet ’vel eur steredennig en noz. Miz du eo, hag ar vuez a ra he labour kuz ha didrouz. An deliou diweza a zo kouezet hag a-benn nebeud e vagint an douar. Warlerc’h ar maiz eo kroget ar beizanted da gempenn o douar : dizale e vezo hadet ar gwiniz-goañv. «Ar c’hreunenn winiz taolet en douar, ma ne varv ket, ne zoug netra. Ma varv avad, e tougo kalz frouez!» (Yn 12/24).
Aze eo emaom, er poent-se euz ar bloaz ’lec’h m’en em c’houlennom da belec’h emaom o vond, ha war be du trei. Peseurt sklêrijenn a gavim en noz-du-mañ ? Euz pelec’h e teuio deom sklêrijenn awalc’h evid kantren en noz du ? Euz on diabarz eo e teuio, a lavaro deom Babig Nedeleg. Rag p’en em lakom a-gostez evid eur pennad, pa rankom diskregi euz ar vuez ordinal, e teu deom amzer d’en em zoñjal, ha da zelled ouz or buez gand daoulagad nevez. Or c’hoant donna eo beva, hag en em rei, er zioulder zokén. Babig Nedeleg n’e-neus ket greet muioc’h epad bloaveziou, med bevet e-neus pep tra gand pasianted ha trugarez. Beza evel-se eun tammig a-gostez a ro tro d’ar re all da gemer o lod euz ar garg, ha marteze deom-ni da c’houzoud gwelloc’h da betra ez om galvet. E miz du, kement tra a ra gwriziou, a vez lavaret a-wechou. Ar mare eo evid pep hini ahanom da asanti ez om berrbaduz hag on eus, ’vel ar c’hreunenn, da asanti mervel d’eun dra bennag evid ober gwriziou nevez. Nozveziou hir miz du n’int ket amzer gollet, med kentoc’h eun amzer d’en em reseo ha da vaga ennom ar c’hoant beva hag en em rei. Ar vuez en em gargo da ziskouez deom an hent, ma ’z-om prest ’vel eun tamm douar mad da zigemer an had !
C’est là que nous sommes, en ce moment de l’année où nous nous demandons vers où nous allons, et vers quel côté nous tourner. Quelle lumière trouverons-nous en cette nuit noire? D’où nous viendra suffisamment de lumière pour errer dans la nuit noire ? Elle viendra de l’intérieur de nous-mêmes, nous dit le Bébé de Noël. Car lorsque nous nous mettons de côté pour un temps, quand nous devons décrocher de la vie ordinaire, il nous vient du temps pour réfléchir et regarder notre vie avec des yeux neufs. Notre désir le plus profond est de vivre, et de nous donner, même dans le silence. Le Bébé de Noël n’a pas fait davantage pendant des années, mais il a tout vécu avec patience et gratitude. Etre ainsi un peu de côté donne à d’autres l’occasion de prendre leur part de responsabilité, et peut-être à nous de mieux savoir à quoi nous sommes appelés. En novembre, tout prend racine, dit-on parfois. C’est le moment pour chacun de nous de consentir à être éphémère, et que nous avons, comme la graine, à consentir à mourir à quelque chose pour faire de nouvelles racines. Les longues nuits de novembre ne sont pas du temps perdu, mais plutôt un temps pour s’accueillir et nourrir en nous le désir de vivre et de nous donner. La vie se chargera de nous montrer le chemin, si nous sommes prêts comme la bonne terre à accueillir le grain !