Eur c’hantik ofisial a zo evid kana ar GLORIA e-pad an overennou, gand ar c’homzou klog !
Setu an destenn :
Gloar da Zoue e barr an neñvou, peoc’h war an douar d’an dud a blij dezañ.
Bezit meulet, bezit trugarekeet, bezit adoret, bezit enoret.
Gloar da Zoue e barr an neñvou !
Bezit benniget evid ho kloar dispar.
Aotrou Doue, Roue an neñv, Doue on Tad oll-c’halloudek.
Gloar da Zoue e barr an neñvou !
Aotrou Doue, Mab unganet, Salver Jezuz,
Aotrou ha Doue, Oan Doue, Mab an Tad.
Gloar da Zoue e barr an neñvou !
Gloar da Zoue e barr an neñvou, peoc’h war an douar d’an dud a blij dezañ.
C’hwi hag a zilamm pehed ar béd. Ho pet truez ouzom.
C’hwi hag a zilamm pehed ar béd. Digemerit galv or pedenn.
C’hwi azezet en tu dehou d’an Tad. Ho pet truez ouzom.
Rag c’hwi hebkén a zo santel.
C’hwi hebkén eo an Uhel meurbed, Salver Jezuz.
C’hwi hebkén eo an Aotrou, gand ar Spered Santel, e gloar Doue an Tad. Amen.
Gloar da Zoue e barr an neñvou !
Gloar da Zoue e barr an neñvou, peoc’h war an douar d’an dud a blij dezañ.
Bez e c’heller selaou ha lenn ar c’homzou war eeun war ar Rouedad, war YouTube
Ar c’hantik-ze ha kalz kantikou all a zo da gavoud war pajennou Kantikou (Cantiques bretons) an eskopti