Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Lukaz  -  Aviel hervez sant Lukaz – Pennad 22

Aviel hervez sant Lukaz
Pennad 22

TRUBARDEREZ JUDAZ

1 Tostaad a ree gouel ar Bara-Dihoell, anvet ar Pask [42]. 2 Priñsed ar veleien hag ar Skribed a glaske an tu d’e lakaad d’ar maro, rag aon o-doa ouz ar bobl.

3 Satan a antreas neuze e Judaz, lesanvet Iskariot, hag a oa unan euz an Daouzeg. 4 Mond a reas da weled gand Priñsed ar Veleien ha Pennou-Braz ar warded, penaoz e lakaad etre o daouarn.

5 Laouen braz e oent ha divizoud a rejont rei arhant dezañ. 6 Asanti a reas hag e klaskas an doare gwella evid e lakaad etre o daouarn hep gouzoud d’an dud.

7 Setu ma tigouezas deiz ar Bara-Dihoell ma tleed aberza ar Pask.

8 Jezuz a gasas Pèr ha Yann en eur lavared :

— « It da brepari deom ar Pask evid ma tebrim anezañ  ».

9 Int-i a houlennas outañ :

— « E peleh e fell dit ez afem da bourchas Pask ?

10 Jezuz a respontas dezo :

— « Pa vezoh oh antreal e kêr e teuio en arbenn deoh eun den o tougenn eur podad dour, it d’e heul beteg an ti ma ’z ay ennañ. 11 Hag e lavaroh da vestr an ti :

— « Ar Mestr a houlenn ouzit : e-peleh ema ar zal ma tebrin enni ar Pask gand va diskibien ? »

12 « Hag e tiskouezo deoh ar gambr war-laez, frank hag annezet. Preparit eno pep tra ».

13 Mond a rejont hag e kavjont pep tra evel m’e-noa lavaret dezo, hag e preparjont ar Pask.

14 En abardaez-se, pa oe deuet an eur, Jezuz a yeas ouz taol gand e ebestel, 15 hag e lavaras dezo :

— « C’hoant braz am-eus bet da zebri ar Pask-mañ ganeoh a-raog gouzañv va Fasion. 16 Rag hel lavared a ran deoh, ne zebrin mui anezañ ken na vo deuet da vad Rouantèlèz Doue ».

17 Neuze, o veza kemeret eur halirad gwin ha lavaret trugarez, e lavaras :

— « Kemerit ha lodennit etrezoh, 18 rag m’hel lavar deoh, ne evin mui euz frouez ar winienn ken na vo deuet Rouantèlèz Doue ».

19 Hag o veza kemeret ar bara ha greet ar bedenn a drugarez, e torras anezañ hag henn roas dezo en eur lavared :

— « Va horv eo hemañ, an hini roet evidoh, grit kement-mañ gand ar zoñj ahanon ».

20 Evel-se e reas c’hoaz evid ar halirad, goude koan, en eur lavared :

— « Bez’ ez eo ar halirad-mañ an emgleo nevez em gwad [43] an hini skuillet evidoh. 21 Setu, evelato, ema dorn an hi am gwerz ganin-me war an daol. 22 Rag Mab an Den a zo o vond kuit evel m’eo merket. Gwas-a-ze a-vad d’an hini a werz anezañ ».

23 Hag an ebestel a glas etrezo piou bennag en o-zouez a oa o vond da ober kement-se.

PIOU EO AR BRASA

24 Tabud a zav ive etrezo da houzoud piou anezo a zo da veza kemeret evid ar brasa. 25 Jezuz a-vad a lavaras dezo :

— « Rouaned ar broadou a ra o mistri warno hag ar re a daol pouez o galloud warno a anver madoberourien [44].

26 « Diwallit, c’hwi, da veza evel-se. Er hontrol, ar brasa en ho-touez, d’en em lakaad par d’an disterra, hag an hini a zo e penn, par d’ar zervicher.

27 « Pehini eo ar brasa evid gwir : an hini a zo ouz taol, pe an hini a zo o servicha ? Daoust ha n’eo ket an hini a zo ouz taol ? Ha me koulskoude, a zo en ho-touez evel an hini a zervich.

AN DIGOLL PROMETET

28 C’hwi eo ar re o-deus dalhet mad ganin e-kreiz va zrubuillou ; 29 Ha me a lak ar Rouantèlèz en ho kerz evei m’eo bet laket em herz gand va Zad, 30 evid ma vezoh ouz va zaol o tebri hag oh eva em Rouantèlèz, ha m’ho-po troniou da azeza gand galloud war an daouzeg rummad euz pobl Israël ».

KAN AR HILLOG

31 « Simon, Simon, setu e-neus bet satan e houlenn evid da strilla, evel ma vez greet d’ar gwiniz er hrouer. 32 Med me am-eus pedet evidout, evid ma chomo da feiz hep fallaenn. Ha te, pa vezi distroet, dit da gennerza da vreudeur ».

Pèr a lavaras dezañ :

— « Aotrou, prést on da vond ganit ha d’ar prizon ha d’ar maro ! »

34 Med Jezuz a lavaras dezañ :

— « M’hel lavar dit, Pèr, ne gano ket ar hillog hirio, a-raog m’az-po, dre deir gwech, nahet va anaoud ».

EUR AN EMGANN DIWEZA

35 Hag e lavaras dezo :

— « P’am-boa kaset ahanoh hep yalh, na bisah, na boutou, daoust ha diouer ho-peus bet euz eun dra bennag :

— « Seurt e-béd, emezo ».

36 Hag e lavaras dezo :

— « Med, bremañ, d’an neb e-neus eur yalh, kemered anezi, ha kemend-all evid ar bisah. D’an neb n’e-neus kleze e-béd, gwerza e vantell da brena unan.

37 « Rag m’hel lavar deoh, bez’ e rank dond da wir ennon-me, ar gomz-mañ euz ar Skritur : « Laket eo bet e reñk an dorfetourien ».

« E gwirionez, ar pez a zo skrivet diwar va fenn, a zo o vond da veza peur-echuet ».

38 Int-i a lavaras dezañ :

— « Setu amañ daou gleze ! »

— « A-walh eo ! »

WAR MENEZ AN OLIVEZ

39 O veza aet er-mêz, Jezuz a gerzas, evel kustum, da Venez-an Olivez. War e lerh e teuas ive andiskibien. 40 Erruet eno, e lavaras dezo :

— « Pedit evid na gouezoh ket e tentadur ».

41 Pellaad a reas diouto war héd bann eur mên, da bedi war e zaoulin, evel-henn :

42 — « Tad, ma plij ganit, pella ar halirad-mañ diouzin. Koulskoude, n’eo ket va bolontez din-me, med da hini-te bezet greet.

43 Neuze e paras dirazañ eun El euz an Neñv d’e gennerza.

44 Gwasket gand an anken, e pede startoh. E c’hwezenn a zeuas da veza evel beradou gwad o tivera beteg an douar.

45 O veza savet diwar e bedenn hag aet daved e ziskibien, e kavas anezo kousket gand samm o glahar. 46 Hag e lavaras dezo :

— « Perag oh kousket ? Savit ha pedit evid na gouezoh ket e tentadur ».

JEZUZ LIAMMET

47 Edo c’hoaz o komz, pa zigouezas eur vandennad tud, hag an hini anvet Judaz, unan euz an Daouzeg, a gerze en o ’fenn. Tostaad a reas ouz Jezuz, da bokad dezañ. 48 Jezuz a lavaras dezañ :

— « Judaz, gand eur pok eo e werzez Mab an Den ? »

49 O weled petra a oa o vond da hoarvezoud, e houlennas outañ ar re a oa en-dro da Jezuz :

— « Aotrou, ha ma skofem a daoliou kleze ? »

50 Hag unan anezo a sko eun taol gand mevel ar Beleg-Bfaz hag a zistag dezañ e skouarn zehou.

51 Med Jezuz a lavaras :

— « Lezit ! A-walh evel-se ! »

Hag o veza touchet ouz skouarn an den e lakas anezañ pare.

52 Neuze e komzas Jezuz ouz ar re a oa deuet warnañ : Pennou-Braz ar veleien, gwardou an Templ, ha Pennou-Braz ar bobl :

— « Deuet oh, evel d’eul laer, gand klezeier ha bizier. 53 Pa vezen bemdez ganeoh en Templ, n’ho-peus ket taolet ho taouarn warnon, med bremañ ema hoh eur ha galloud an deñvalijenn ».

PER A NAH E VESTR

54 Kregi a rejont ennañ, e gas ganto, hag e rén da di ar Beleg-Meur.

Pèr a zeuas da heul, a-ziabell. 55 Tan o-devoa greet e-kreiz ar porz hag azezet e oant tro-dro, ha Pèr a yeas da azeza en o-zouez.

56 Eur valez, ouz e weled azezet ouz skieur an tan ha goude beza sellet mad outañ a lavaras :

— « Hemañ ive a oa gantañ ».

57 Med en en em lakeas da nah en eur lavared :

— « Maouez, n’anavezan ket anezañ ».

58 Eun nebeud goude, unan all o veza sellet outañ a lavaras :

— « Te ive a zo euz an dud-se ! »

Ha Pèr a respontas :

— « Ne d-on ket »

59 War-dro eun eur diwezatoh, setu unan all c’hoaz p poueza hag o poueza da lavared :

— « Difazi eo ! Hemañ ive a oa gantañ, ha neuze, Galilead eo ».

60 Respont a reas Pèr :

— « N’ouzon ket petra emaout o lavared ».

Kerkent, ha Pèr c’hoaz o komz, e stagas ar hillog da gana.

61 An Aotrou, o veza troet ouz Pèr, a baras e zell warnañ, hag e teuas soñj da Bèr euz komzou Jezuz o lavared : « A-raog m’e-ho af hillog kanet hirio, ez-po, dre deir gwech, nahet va anaoud ».

62 Mond a reas Pèr er-mêz hag e skuillas daelou c’hwero.

63 Hogen, ar re a oa o tiwall Jezuz a ree goap anezañ hag a skoe gantañ. 64 Moucha ’rejont dezañ e benn ha goulenn outañ :

— « C’hoari da brofet ! Piou e-neus skoet ganit ? » 65 Hag e-leiz a wall-gomzou all a zistagent a-eneb dezañ.

JEZUZ DIRAG AR HUZUL-MEUR

66 Deuet an deiz, eh en em vodas Pennou-Braz ar bobl, ar Veleien-Vraz hag ar Skribed. Greet o-doa digas Jezuz dirag ar Huzul-Meur. 67 Hag e lavarjont dezañ :

— « Ma ’z out ar Mesiaz, lavar deom ». Eñ a respontas dezo :

— « Ma lavaran ya deoh, ne gredoh ket, 68 ha ma ran goulennou ouzoh, ne respontoh ket. 69 Med diwar vremañ e vo Mab an den azezet en tu dehou d’an Oll-Halloudeg ».

70 Oll e lavarjont neuze :

— « Te eta, a zo mab da Zoue ? » Ha Jezuz a respontas :

— « C’hwi hel lavar : Bez’ ez on ».

71 Neuze e lavarjont :

— « Peseurt ezomm on-eus c’hoaz a destou ? Ni on unan on-eus klevet diwar e vuzellou ».