Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Lukaz  -  Aviel hervez sant Lukaz – Pennad 21

Aviel hervez sant Lukaz
Pennad 21

DONEZON AN INTAÑVEZ

1 O sevel e zaoulagad, Jezuz a welas ar re a oa o lakaad o frovou en teñzor ; tud pinvidig e oant.

2 Gweled a reas ive eur paour kêz intañvez o lakaad daou bezig bihan. 3 Hag e lavaras : — « E gwirionez m’hel lavar deoh, ar baour a intañvez-ze he-deus lakeet muioh eged an oll re all. 4 Rag ar re-ze oll o-deus kemeret, evid rei o frov, euz ar pez n’oa ket réd dezo, e-leh houmañ eo diwar he diénéz eo he-deus kemeret evid rei kement he-devoa evid beva ».

DISMANTR JERUZALEM [41]

5 Evel ma oe lod o tivizoud diwar-benn an Templ, bamet ha souezet o weled ar vein gaer ha provou an dud fidel, Jezuz a lavaras dezo :

6 — « An traou-ze oll emaoh o selled outo, eun deiz a zeuio ha ne jomo ket anezo mên war vên ; distrujet e vo pep tra ».

7 Goulenn a rejont outañ :

— « Mestr, peur e tigouezo kement-se ? Ha petra ’vo ar zin e vo war-nes erruoud ? »

8 Respont a reas :

— « Diwallit na vefeh touellet, rag kalz a zeuio em ano hag a lavaro : « Me eo !  » ha : « Tost braz ema an amzer !  » N’it ket d’o heul !

9 Pa glevoh kont euz brezeliou, taoliou dispah, n’it ket da sponta ! Kement-se a rank erruoud da genta, med ne vo ket fin ken buan all ».

10 Jezuz a lavaras c’hoaz :

— « Freuz a zavo, broad eneb broad, rouantèlèz eneb rouantèlèz. 11 Meur a grén-douar braz a vo e meur a leh, bosenn ha kernez amañ hag a-hont, en oabl e vo gwelet traou spontuz ha sinou braz.

12 Med a-raog an oll draou-ze e vezoh paket ha gwall-gaset ; roet e vezoh d’ar zinagogou, laket er prizoniou, kaset dirag ar rouaned hag ar houarnourien, en abeg d’am ano. 13 Ha kement-se a roio tro deoh da rei testeni.

14 « Lakit mad en ho spered, n’ho-po ket da glask penaoz en em zifenn. 15 Me, va-unan, a zilo en ho spered komzou a furnez ha n’hello ket hoh enebourien herzel outo nag o dispenn.

16 « Gwerzet e vezoh gand ho tad hag ho mamm zokén, gand ho preudeur, ho tud nez hag ho mignoned ; lod ahanoh a vo laket d’ar maro ganto. 17 Kas o-devezo an oll ouzoh ablamour d’am ano.

18 « Med blevenn e-béd diwar ho penn na vo kollet.

19 « Dalhit mad d’ho feiz hag e vezoh salvet ».

SEZIZ JERUZALEM

20 « Pa weloh Jeruzalem kelhiet gand an armeou, c’hwi a welo neuze eo deuet eviti eur an dismantr.

21 « Neuze, ar re a vo e Bro-Judea, dezo tehed d’ar meneziou. Ar re a vo e diabarz kêr, dezo pellaad diouti ; ar re a vo war ar mêziou, dezo chom hep dond e kêr.

22 « Rag deiziou a gastiz e vo an deiziou-ze, ma vo sevenet kemend a zo bet skrivet.

23 « Gwas-a-ze d’ar merhed a vezo o tougenn pe o vaga en deiziou-ze rag diénéz vraz a vo er vro ha kounnar a-eneb ar bobl-mañ.

24 « Koueza ’ray an dud dindan dremm ar hleze, kaset e vezint da sklaved en oll vroiou. Breset e vo Jeruzalem dindan treid ar bayaned, beteg ma vo aet da benn amzer ar bayaned ».

FIN AR BED

25 « Bez’ e vo sinou burzuduz en heol, el loar hag er stered, ha war an douar gwall anken a wasko ar poblou, nehet ma vezint gand trouz ar mor ha fraill an tarziou, 26 ken na vo an dud trohet o alan gand ar spont er gortoz euz ar pez a hoarvezo gand ar béd a-bez, rag bransella ’raio astrou an Neñv.

27 « Neuze e vo gwelet Mab an Den o tond war eur goabrenn gand eur vraz a halloud hag a hloar.

28 « Pa vo kement-se krog da hoarvezoud, en em lakit sonn ha sa vit ho penn rag tostaad a ray ho silvidigez ».

PARABOLENN AR WEZENN FIEZ

29 Hag e lavaras dezo eur barabolenn :

« Gwelit ar wezen fiez hag an oll wez : 30 pa grogont da deurel broñsou, e houzoh, ahanoh hoh-unan, diouz o gweled, ema tost an hañv.

31 « Evel-se, c’hwi ive, pa weloh kement-se o tigouezoud, c’hwi a ouezo ema tost Rouantèlèz Doue.

32 « E gwirionez, m’hel lavar deoh : Ne dremeno ket ar rummad-mañ ken na vo erruet an oll draou-ze. 33 An Neñv hag an douar a dremeno, va homzou a-vad ne dremenint ket ».

BEZIT WAR EVEZ

34 « Evidoh-c’hwi, diwallit na ve morzet ho kalonou gand an debri hag an eva re, ha gand nehamañchou ar vuez, ha na zeufe an deiz-se warnoh dre laer, evel eur roued d’ho paka, 35 rag koueza ’raio war an oll dud o veva war an douar a -bez.

36 « Chomit eta war zihun, o pedi e peb amzer, evid beza e stad d’en em denna euz an oll draou a zo da zond ha d’en em gavoud dirag Mab an Den ».

DEVEZIOU DIWEZA JEZUZ

37 Jezuz a veze e-pad an deiz, en Templ, o kelenn, hag ez ee da dremen an noz war eur menez anvet Menez an Olivez. 38 Hag ar bobl a zeue, mintin mad, davetañ, d’an Templ, d’e zelaou.