1 Jezuz, antreet e Jeriko, a oa o treuzi kêr. 2 Bez’ e oa eno eun den anvet Zache, unan euz pennou-braz ar Bublikaned, eun den pinvidig anezañ, 3 o klask gweled piou e oa Jezuz, med ne zeue ket a-benn ablamour d’an engroez a dud, rag bihan e oa a vent.
4 Neuze e redas en a-raog hag e pignas en eur wezenn zikomor, evid e weled, rag dre eno e tlee tremen. 5 Jezuz pa erruas eno a zavas e zaoulagad hag e lavaras dezañ :
— « Zache, hast buan diskenn, rag en da di e rankan hirio mond da loja ».
6 Buan e tiskennas neuze da zigemer anezañ gand levénez. 7 O weled kement-se, e hrosmole an dud hag e lavarent :
— « Da di eur peher eo aet da loja ».
8 Zache, deuet dirag an Aotrou, a lavaras :
— « Sell Aotrou, an hanter euz va madou a roan d’ar beorien, ha m’am-eus greet gaou ouz unan bennag e rentan dezañ peder gwech kemend-all ».
9 Neuze e lavaras Jezuz dezañ : — « Hirio eo deuet ar zilvidigez evid an ti-mañ ; hemañ ive a zo eur mab da Abraham [39] ; 10 rag Mab an Den a zo deuet da glask ha da zavetei ar pez a oa kollet ».
11 O veza m’edo an dud o selaou ar homzou-ze, e lavaras Jezuz c’hoaz eur barabolenn, rag m’edo tost da Jeruzalem, ha ma krede dezo edo Rouantèlèz Doue o vond d’en em ziskouez d’an ampoent.
12 Lavared a reas eta :
« Eun den a reñk uhel a yeas d’eur vro bell evid reseo ar halloud a roue ha dond en-dro goudeze.
13 « Lavared a reas da zég euz e zervicherien dond d’e gavoud, hag e roas dezo dég pez aour en eur lavared :
— « Lakit anezo da dalvezoud a-hann ma vezin distro ».
14 « E genvroidi o-doa kasoni outañ hag e kasjont kanna-ded war e lerh da lavared : « Ne ’fell ket deom kaoud he’nnez da roue ».
15 « Pa oe distro, goude beza resevet ar halloud a roue, e lakeas dond davetañ ar zervicherien e-noa roet arhant dezo, da houzoud pegement o-doa gounezet pep hini anezo.
16 « An hini kenta a zeuas hag a lavaras :
— « Aotrou, da bez aour e-neus gounezet dég all ».
17 — « Mad eo servicher mad, pegwir out bet féal war eun dra dister, me ’ro galloud dit war dég kêr ».
18 « An eil a zeuas hag a lavaras :
— « Da bez aour e-neus gounezet pemp ».
19 « Da hennez ive e lavaras :
— « Te’vezo e penn pemp kêr ».
20 Unan all a zeuas hag a lavaras :
— « Setu amañ da bez aour. E laket am-boa a-gostez en eul lienenn. 21 Aon am-boa razout, en abeg ma ’z out eun den rust, lemel a rez ar pez n’az-peus ket laket hag eosti ar pez n’az-peus ket hadet ».
22 Lavared a reas dezañ :
— « Emaon o vond da varn ahanout diouz da gomzou da-unan, servicher fall ! Goud a ouies ez on eun den rust, lemel a ran ar pez n’am-eus ket laket, hag eosti ar pez n’am-eus ket hadet ».
23 — « Neuze ’ta emezañ, perag n’az-peus ket laket va arhant war gampi ? D’am distro em-befe tennet anezañ gand an interest ».
24 Hag e lavaras d’ar re a oa war al leh :
— « Tennit digantañ e bez aour, ha roit anezañ d’an hini dég ».
25 Lavared a rejont :
— « Aotrou, dég e-neus dija ! »
26 Hag eñ da respont :
— « Hel lavared a ran deoh : An neb e-neus a vo roet dezañ, med an hini n’e-neus ket, ar pez e-neus zokén a vo tennet digantañ. 27 Evid va enebourien, ar re-ze ha ne felle ket dezo e vefen roue warno, digasit anezo hag o lazit dirazon ».
28 Goude beza komzet evel-se, Jezuz a yeas a-raog evid sevel da Jeruzalem.
29 Pa oe digouezet tost da Vetfaje ha da Vetania, nepell diouz ar menez anvet Menez an Olivez, e kasas daou euz e ziskibien 30 en eur lavared dezo :
— « It d’ar gêriadenn a zo dirazoh. En eur antreal e kavoh eun azen yaouank ouz ar stag, ha n’eus bet c’hoaz den e-béd azezet war e gein. Distagit anezañ hag henn digasit amañ.
31 « Ma houlenn unan bennag ouzoh » perag henn distagit ? respontit evel-henn :
— « An Aotrou e-neus ezomm anezañ ».
32 Mond a reont eta, hag e kavont an traou evel m’e-noa lavaret dezo.
33 Pa edont o tistaga an azen yaouank, e houlennas e vistri outo :
— « Perag e tistagit-hu an azen youank-se ? »
34 Hag int-i da respont :
— « An Aotrou e-neus ezomm anezañ ».
35 Henn digas a rejont da Jezuz, teurel o mantilli war e gein, ha lakaad Jezuz da azeza warnañ.
36 Dre ma ’z ee e lede an dud o mantilli war an hent 37 Jezuz a oa dija war diribin Menez an Olivez, pa stagis an niver braz a ziskibien a oa eno leun a joa, da veuli Doue a vouez uhel, evid an oll vurzudou o-doa gwelet, en eur lavared :
38 « Meuleudi d’an hini a zo o tond,
« Eñ or roue, en ano an Aotrou.
« Peoh en Neñv,
« ha gloar e barr an Neñvou ».
39 Lod Farizianed, euz an douez an dud, a lavaras da Jezuz :
— « Mestr, gourdrouz ’ta da ziskibien ».
40 Hag eñ a respontas dezo :
— « M’hel lavar deoh, ma teu ar re-mañ da rei peoh, ar vein eo a youho ».
41 Pa dosteas ouz kêr, ha pa welas anezi, e ouelas war he houst.
42 Lavared a ree :
— « M’az-pije gouezet, te ive, en deiz-mañ, penaoz kavoud ar peoh !… Med siwaz ! kuzet eo bet kement-se ouz da zaoulagad ! 43 Ya, evidout ez eus deveziou o tond, ma savo da enebourien savaduriou a zeziz a-eneb dit. Kelhiet e vezi ganto hag enket a bep tu. 44 Da flastra ’raint, te ha da vugale ganit, ha ne lezint ket ahanout mên war vên, ablamour n’az-peus ket gouezet pe vare ez or deuet d’az kweled ».
45 Neuze eh antreas Jezuz en Templ hag en em lakeas da gas er-mêz a re a oa staliou-gwerz ganto.
46 Lavared a ree dezo :
— « Skrivet eo : Va zi a vo eun ti a bedenn, ha c’hwi ho-peus greet anezañ eun toull laeron ».
47 Bemdez e veze o kelenn en Templ. Priñsed ar Veleien hag ar Skribed a glaske an tu d’e lakad d’ar maro, ha Pennou-Braz ar bobl kemend-all.
48 Med ne gavent ket petra ’ hellfent ober, rag ar bobl, desevet gand e gomzou, a zelaoue anezañ.