1 En amzer-ze e teuas tud da zigas kelou da Jezuz [30] diwar-benn ar Halileaned e-noa Pilat mesket o gwad gand hini o zakrifisou. 2 Jezuz a respontas dezo :
— « Ha kavoud a ra deoh e oa ar Halileaned-se brasoh peherien eged an oll dud all a Vro-Halilea, ablamour m’o-deus gouzañvet eur hastiz ken garo ? 3 Ne oant ket, m’hel lavar deoh. Med ma ne jeñchit ket buez, c’hwi oll a yelo da goll eveldo.
4 « Hag an triweh-se a zo bet kouezet warno tour Siloe hag a zo bet lazet, ha kavoud a ra deoh e oant kablusoh eged an oll dud all a zo o chom e Jeruzalem ? 5 Ne oant ket, m’hel lavar deoh. Med ma ne rit ket pinijenn, c’hwi oll a yelo da goll eveldo.
6 Jezuz a lavaras c’hoaz ar barabolenn-mañ :
— « Eur wezenn ’fiez e-noa eun den en e winieg. Dond a ra da glask frouez enni ha ne gav ket.
7 Hag e lavar da baotr ar winieg :
— « Setu tri bloaz ’so ma teuan da glask frouez er wezenn’fiez-mañ ha ne gavan ket. Trohit anezi eta ; d’ober petra e chom da zuna an douar ? »
8 Egile a respontas :
— « Mestr, lezit anezi c’hoaz er bloaz-mañ ; amzer din da balad ha da lakad teil en-dro dezi. 9 Ken buan all e roio frouez hiviziken. Ma ne ro ket c’hwi a droho anezi.
10 Jezuz a oa o kelenn en eur zinagog d’eun deiz sabat. 11 War al leh e oa eur vaouez dalhet gand eur spered a waske anezi abaoe triweh vloaz. Daoubleget e oa ha ne helle ket sevel plom he hein.
12 P’he gwelas, Jezuz he galvas hag a lavaras dezi :
— « Maouez, dizammet out euz da zroug ».
13 Astenn a reas e zaouarn warni. Kerkent e savas sonn en he-zav hag en em lakeas da renta gloar da Zoue.
14 Mestr ar zinagog, droug ennañ, en abeg m’e-noa roet ar pare d’eun deiz sabat, a lavaras d’ar bobl :
— « C’hweh devez a zo d’al labour, d’an deiziou-ze eo deoh eta dond da glask ar pare, ha n’eo ket d’an deiz sabat ».
15 An Aotrou a respontas dezañ :
— « Sperejou faoz ! Daoust ha pep hini ahanoh ne zistag ket e ejenn pe e azen diouz e laouer, da zeiz ar zabat, evid o bas d’an dour ? 16 Hag ar vaouez-se merh da Abraham, e dalh Satan abaoe triweh vloaz, daoust ha n’eo ket d’an deiz sabat ’oa dleet terri heh ereou ? »
17 War ar homzou-ze e oe karget e enebourien a vez hag an oll a oe leun a levenez gand an oll vurzudou a ree.
18 Lavared a reas neuze :
— « Ouz petra eo heñvel Rouantèlèz Doue ? Ouz petra komparachi anezi ? 19 Heñvel eo ouz eur hreunenn zezo, e-neus eun den kemeret hag hadet en e liorz. Kreski a ra ha dond da wezenn, ha laboused an Neñv a ra o neiziou en he skourrou ».
20 Lavared a reas c’hoaz :
— « Ouz petra heñvellaad Rouantèlèz Doue ? 21 Heñvel eo ouz ar goell a gemer eur vaouez d’e veska gand tri vuzuliad bleud ken a zeu an toaz a-bez da hoï ».
22 Jezuz a dremene, en eur gelenn, dre gêriou ha bourhadennou, en hent da vond da Jeruzalem.
23 Eun den a houlennas outañ :
— « Aotrou, daoust ha rouez e vo an dud salvet ? »
24 Eñ a lavaras :
— « Poagnit da antreal dre an nor striz, rag m’hel lavar deoh e vo kalz o klask mond tre ha ne hellint ket :
25 « Pa vo savet mestr an ti da brenna an nor, ha c’hwi er-mêz, ma skoit war an nor en eur lavared :
— « Aotrou, digor deom ! » Ha p’e-no respontet deoh :
— « N’ouzon ket a beleh oh ».
26 Neuze c’hwi ’lavaro :
— « Debret hag evet on-eus ganit ha te az-peus kelennet war or plasennou ».
27 Med eñ a responto :
— « Hel lavared a ran deoh, n’ouzon ket a beleh ez oh, it pell diouzin, c’hwi oll, mevelien an droug ».
28 « Eno e vo daelou ha skrignadeg dent, pa weloh Abraham, Izaag ha Jakob hag an oll brofeted, e Rouantèlèz Doue, e-keid ha ma vezoh-c’hwi taolet er-mêz. 29 Euz ar zao-heol, beteg ar huz-heol, euz an hanter-noz hag euz ar hreisteiz e teuor da gemered plas ouz taol, e Rouantèlèz Doue. 30 Ya, lod euz ar re ziweza a vo da genta, ha lod euz ar re genta a vo da ziweza ».
31 D’ar maze-ze, eun nebeud Farizianed a dosteas hag a lavaras dezañ :
— « Kerz a-hann, rag Herodez a fell dezañ laza ahanout ».
32 Respont a reas dezo :
— « It da lavared d’al louarn-ze [31] : Setu, argas a ran an droug-sperejou, parea ar re glañv, hirio ha warhoaz, ha d’an trede deiz eo echu.
33 « Hirio a-vad ha warhoaz hag en deiz warlerh e rankan derhel gand va hent, rag eur profet ne hell mervel nemed e Jeruzalem ».
34 « Jeruzalem ! Jeruzalem : Te hag a laz ar brofeted hag a stlap mein ouz ar re a vez kaset dit, na péd kwech eo fellet ganin dastum da vugale, evel ma tastum eur vamm-yar he neiziad dindan he diwaskell, ha n’eo ket bet fellet ganit. 35 Mad, lezet e vo ganeoh ho ti, hel lavared a ran deoh, n’am gweloh mui ken a zeuy an deiz ma lavaroh :
« Benniget ra vo, en ano an Aotrou, an hini a zo o tond ».