Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Lukaz  -  Aviel hervez sant Lukaz – Pennad 4

Aviel hervez sant Lukaz
Pennad 4

JEZUZ TOUELLET ER GOUELEH

1 Jezuz, karget euz ar Spered-Santel, a zistroas euz ar Ster-Jordan, hag e oe bleniet gand ar Spered er goueleh.

2 Daou-ugent devez eo bet eno, tentet gand an diaoul ; ne zébras netra e-béd en deiziou-ze, ha pa oent echu e teuas naon dezañ. 3 Neuze e lavaras dezañ an diaoul :

— « Ma ’z out Mab Doue, lavar d’ar mên-mañ trei e bara ».

4 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « Skrivet eo : N’eo ket diwar ar bara hepkén e vevo an den ».

5 O veza kaset anezañ uhelloh, e tiskouezas an diaoul dezañ oll rouanteleziou ar béd en eur berr amzer 6 hag e lavaras dezañ :

— « Me da lakaio da vestr war an oll vroiou-ze hag o gloar, rag etre va daouarn int bet laket, ha d’an neb a fell din e roan anezo. 7 Te eta, ma stouez dirazon, e vezint dit oll ».

8 Respont a reas Jezuz :

— « Skrivet eo : An Aotrou da Zoue a stoui dirazañ ha ne adori nemetañ ».

9 Neuze e kasas an diaoul anezañ da Jeruzalem, hel lakeas war gern an Templ hag e lavaras dezañ :

— « Ma ’z out Mab Doue, en em daol a-hann d’an traon, 10 rag skrivet eo e-neus roet urz d’e Elez da ziwall ahanout  », 11 ha c’hoaz : « war o daouarn e tougint ahanout da vired na stokfe da droad ouz ar mên ».

12 Jezuz a respontas dezañ :

— « Lavaret eo : ne denti ket an Aotrou da Zoue ».

13 Echu gantañ klask touella Jezuz e pep doare, e pellaas an diaoul dioutañ, da hortoz e vare.

JEZUZ A GROG DA BREZEG

14 Jezuz a zistroas da Vro-Halilea, ennañ nerz ar Spered-Santel, hag ar vrud anezañ a redas dre ar vro a-bez.

15 Kelenn a ree en o zinagogou ; an oll a ree e veuleudi.

JEZUZ E NAZARED

16 Dond a reas da Nazared el leh m’oa bet savet, hag ez eas d’ar zinagog, evel m’oa boaz d’ober da zeiz ar zabat. Sevel a reas en e-zav evid ober al lennadenn.

17 Levr ar Profet Izaiaz a oe roet dezañ. O veza digoret al levr e kavas ar pennad m’eo skrivet ennañ :

18 « Spered an Aotrou a zo warnon, ablamour m’e-neus sakret ahanon. 19 Kaset on gantañ evid prezeg ar Helou Mad d’ar beorien, evid embann d’ar brizonidi e vezint dijadennet, d’ar re zall e welint sklêr, d’ar re ’zo gwasket e vezint tennet a boan, 19 hag evid embann eur bloavez a hras a-berz an Aotrou ».

20 Serri a reas al levr, e rei d’ar zervicher hag azeza. An.oll dud er zinagog a zo o daoulagad o para warnañ. 21 Neuze e lavaras dezo :

— « Hirio eo deuet da wir evid ho tiskouarn ar homzou-ze euz ar Skritur ».

22 An oll a rente testeni dezañ, ha bamet e oant gand ar homzou leun a hras a zeue euz e henou. Ha e lavarent :

— « Ha n’eo ket hemañ mab Jozef ? »

23 Jezuz a lavaras dezo :

— « Moarvad emaoh o vond da lavared din : medisin, ro ar pare dit da-unan  ! Klevet on-eus pebez traou kaer az-peus greet e Kafarnaom ; gra kemend-all amañ en da vro ».

24 Lavared a reas ouspenn :

— « E gwirionez m’hel lavar deoh, profet ebéd ne vez digemeret mad en e vro… 25 E gwirionez m’hel lavar deoh, kalz intañvezed a oa e Bro-Israel, en amzer Eliaz, pa jomas kloz an oabl e-pad tri bloaz hanter, ha pa oe eur gernez vraz e pep leh.

26 « Ne oe ket kaset Eliaz daved nikun anezo, med d’eun intañvez estren euz kêr Sarepta e Bro-Zidon.

27 « Ha kalz tud lor a oa en Israël en amzer Elizeaz, ha koulskoude, nikun anezo n’eo bet pareet, nemed Naamañ, eur Siriad. »

28 Oll, er zinagog, ez ejont e kounnar, o kleved ar homzou-ze. 29 Sevel a rejont ha bounta anezañ er-mêz euz kêr.

Kas a rejont anezañ beteg penn eun tarroz euz ar menez m’eo savet kêr warnañ, evid e stlepel d’an traon.

30 Med Jezuz a dremenas dre o-zouez hag a yeas gand e hent.

JEZUZ E KAFARNAOM

31 Diskenn a reas neuze e Kafarnaom, kêr euz Bro-Halilea ; o helenn a ree d’an deiziou sabat. 32 Estlammet braz e oant gand e gelennadurez, rag gand galloud eo e komze.

33 Bez e oa er zinagog eun den hag a oa ennañ spered eun diaoul hudur. Krial a reas a-bouez e benn :

34 — « Ah  ! Petra ’glaskez ouzom, Jezuz a Nazared ? Ha deuet out d’or has da goll ? Goud a ouzom piou out-te : Sant Doue ».

35 Jezuz her gourdrouzas :

— « Ro peoh ha kee er-mêz euz an den-ze ».

An diaoul a daolas an den d’an douar e-kreiz an dud, hag a yeas er-mêz anezañ heb ober droug e-béd dezañ. 36 Ar spont a grogas enno oll, hag e lavarent an eil d’egile :

— « Petra eo komz an den-ze ? Gourhemenn a ra gand nerz ha galloud d’ar sperejou hudur hag ez eont er-mêz ».

37 Hag ar vrud anezañ en em skigne e pep leh dre ar vro.

PAREAÑS MAMM-GAER SIMON

38 Jezuz a guiteas ar zinagog hag a antreas e ti Simon. Mamm-gaer Simon a oa gand an derzienn vraz. Pedi a rejont anezañ da ober eun dra bennag eviti.

39 Stoui a reas a-uz dezi ha gourdrouz an derzienn. An derzienn a yeas kuit. Kerkent e savas ar vamm-gaer hag en em lakeas d’o zervicha.

PAREAÑSOU NIVERUZ

40 Da vare ar huz-heol [14], ar re oll o-doa klañvourien, gwasket gand kleñved pe glenved, a zigasas anezo davetañ, hag en, oh astenn e zaouarn war bep hini, a roe dezo ar pare.

41 Droug-sperejou ive, a yee er-mêz euz kalz a dud en eur grial hag en eur lavared :

— « Te eo Mab Doue ».

En a-vad o gourdrouze hag a zifenne outo komz, rag gouzoud a reent e oa ar Hrist.

JEZUZ A GUITA KAFARNAOM DRE GUZ

42 Pa oe deùet an deiz, ez eas er-mêz beteg eul leh distro. Kalz tud a oa war glask anezañ. Deuet beteg ennañ, e klaskent e zerhel, gand aon n’ez afe kuit diouto. 43 Med eñ a lavaras dezo :

— « Ar heriou all ive, a rankan embann dezo Kelou Mad Rouantèlèz Doue, rag evid -an dra-ze eo on bet kaset.

44 Hag e prezege e sinagogou Bro-Judea.