1 « Teofil » : Ne houzer ket piou eo an den-ze hag a reseo digand Sant Lukaz e Aviel hag Oberou an Ebestel.
2 Beleien an Testamant Koz a oa rannet e pevar rummad war ’n-ugent. Pep hini, e-doug eur zizunvez e-noa e dro da zervicha en Templ.
3 Beza divugel a veze kemeret evid eun dra vezuz, eun dizenor.
4 Evel m’ema kont ive e Aviel Sant Vaze, an daou bennad kenta a ra deom an danevell euz bugaleaj Jezuz e-giz den ; pep tra amañ a-vad o trei endro da Vari ha nann da Jozef.
5 Darn a dro evel-henn : « Me da zalùd, te hag a blij kenañ da Zoue ».
6 An ano a Jezuz (Ieshua) a oa douget kalz gand ar Juzevien. Talve-zoud a ree da lavared : « Doue a zo Salver ». Er wech-mañ e kemer e dalvoudègèz leun.
7 « Kenta ganet » da lavared eo an hini a zo an heritour. An dra-ze ne lavar ket he-deus bet Mari bugale all. Ar re a vez greet « e vreudeur » anezo (8, 19), hervez giz ar Juzevien, n’int nemed e gendirvi.
8 Pe « Ar Hrist ». Mesiaz ha Krist a zo ar memez gér. Unan a zo en hebreeg hag egile e gresianeg. Talvezoud a reont da lavaraed : An hini a zo konsakret gand Doue.
9 Gortoz a ree an deiz ma teufe Doue, hervez e bromesaou, da zavetei e bobl.
10 Sant Lukaz e-neus klasket amañ merka ar penn kenta euz mision Sant Yann-Vadezour hervez doare an istorourien hresianeg, ha goude, hervez doare an Testament-Koz evid ar Brofeted.
11 Pep Tetrark a oa mestr war ar palevarz euz ar Palestin.
12 « Publikaned » : Dastumerien an taillou evid ar Romaned, tud dizonest ha gwelet fall gand ar bobl.
13 « Lignez Jezuz » : n’eo ket êz gweled a beleh e teu ar hemm a zo etre al lignez-mañ hag hini Sant Vaze. Pep hini a dle beza labouret war danveziou disheñvel, o tond marteze, pe diouz kostez Mari, pe diouz kostez Jozef.
14 « Da vare ar huz-heol… » Evid ar Juzevien, eun devez a bade euz eur huz-heol d’eun all : « hag e oe eun abardaez, hag e oe eur beure » a lavar deom an Testamant-Koz. Emaom amañ eta da ’fin ar zabat. Difenn a oa da zougenn eun den euz eul leh d’eun all a-raog ar huz-heol.
15 « Levi » an hini a zo anvet el leh all « Maze » (Mt. 9,9).
16 Diêz eo an Aviel da zigemer, nevez ma ’z eo e gellenadurez hag vond kement a-eneb ar plegou pe ar giziou digemeret.
17 « Ar Helou Mad » : Hervez diouganou ar Profet Izaiaz. Aze ema eta ar merk eo Jezuz ar Mesiaz.
18 « Madalen ». N’eo ket ar vaouez-mañ an hevelep hini hag ar beherez bet gwelet eur pennad a-raog, na kennebeud all ar Vari a zo ano anezi e Betania.
19 Lenn Jenezared. Gweled 13, Aviel Sant Vaze.
20 Rouantèlèz Doue a zeraou gand prezegèrèz Jezuz. Evel eur hreu-nenn nevez ema dija o kellida en or béd deom (Lukaz 17,20 ha 21).
21 « War-zu Jeruzalem » : Azaleg amañ ha beteg 18, 14, Sant Lukaz a gendastum, e kerz eur veaj greet gand Jezuz e Jeruzalem, darvoudou ha n’emaint ket e Sant Mark, hag a zo reñket gand Sant Vaze en eun doare all.
22 Evid mond euz Bro-Halilea da Jeruzalem, e helled pe heulia ar Jourdan pe treuzi Bro-Zamaria. Evid ar Juzevien, ar Zamaritaned a oa hanter bayaned. Setu perag e oant gwelet fall ganto.
23 « Rouantèlèz Doue » : Embann Rouantèlèz Doue a zo pouezusoh eged netra all e-béd.
24 Gweled Notenn 26, Aviel Sant Vaze.
25 « Mir ouzom da goueza e tentadur » : N’on lez ket da goueza evel en eun toull-trap, pe da veza paket evel en eul las-koulm war an hent. Setu ar skeudenn a zamweler er bedenn-se. Ne houlennom ket ne vem ket tentet, med ma Vezim treh d’an tentaduriou.
26 « Teir varaenn » : n’eo ket torziou braz evel or re, med torziou bihan evel ar re a boaze ar Juzevien war eur mên tomm.
27 « Eneb ar Spered-Santel » : Gweled N. 28 Sant Vaze.
28 « Ho kouriz en-dro d’ho kroaz-léz » : da zerhel dibradet ar zae da helloud ober êsoh a-ze al labour.
29 « Da zigas an tan » : Tan ar garantez hag a vo c’hwezet war ar béd gand ar Basion hag ar maro ema Jezuz o vond da houzañv.
30 « Da zigas kelou da Jezuz » : Euz daou zarvoud roet dezañ da houzoud, Jezuz a denn kenteliou rust.
31 Herodez « al louarn-se » gand e finesaou ne hello cheñch netra er pez a fell da Zoue.
32 « 99 den just » : war o meno.
33 « Ar mab foran » : Ar barabolenn-mañ a zo ken kaer ma ne ehaner ket d’he lenn ha da hir-zoñjal enni. Ne vez kavet nemed e Aviel Sant Lukaz : Aviel madèlèz Doue.
34 « Evid e ijin » : Ne veuler ket anezañ evid e zislealded, med evid e ijin. Salo e-nefe pep den kemend-all a ijin da glask mond e Rouantèlèz Doue.
35 « Pellig a-walh dioutañ » : Divenn o-doa an dud-lor da dostaad ouz an dud yah.
36 « En ho-touez ema Rouantèlèz Doue » ; Ema Rouantèlèz Doue o tiwan dija e goueled ar halonou. P’en em ziskouezo eun deiz (deiz donedigez Mab an Den) e wirionez a dreho war an oll. Med evid kalz e vo re ziwezad.
37 Azaleg amañ, Sant Lukaz ha Sant Mark a vo heñvel a-walh adarre o avielou.
38 « Evel eur biigel » : Da lavared eo, ken didroidell, ken eeün a galon ha ken anaoudeg.
39 « Mab da Abraham » : e-neus feiz Abraham.
40 « Lod Saduseaned » : ar re-mañ ’oa an dud e karg (evel ar Veleien-Vraz), muioh darbaret gand traou ar horv eged gand traou an ene. Gwasa enebourien Jezuz eo bet ar re-mañ. Ar Farizianed, da vihana, a glaske traou ar spered. Kollet e oant-avad gand o lorhentez.
41 « Dismantr Jeruzalem » : A-dreñv an darvoud-mañ hag a zigouezo er bloaz 70, Jezuz a wél dija o tond an deiz ma ’z aio ar béd-mañ da netra ha ma ne jomo en e blas nemed Rouantèlèz Doue. An daou zarvoud-se en em gav amañ mésk-ha-mésk.
42 «… anvet Pask » : Gweled notenn 62 e Sant Vaze.
43 «… em gwad » : Gweled notenn 63, Sant Vaze.
44 «… A anver madoberoureien » : Eun ano a enor hag a zo bet douget gand meur a roue en Ejipt.
45 Pilat : Gouarnour roman Bro-Judea.
46 « Hervez al Lezenn » ; Ar zabat a zigore d’ar gwener da noz, d’ar huz-heol, Diwar neuze ne helled mui ober netra beteg ar huz-heol en deiz war-lerh, hag e gwirionez, beteg ar zao-heol d’ar zul vintin.
47 « Div eur vale » : tri-ugent « stad », da lavared eo war-dro 12 km.
48 «… her roas dezo » : kement-se a zigase da zoñj dezo eur ar Goan-Ziweza, er Gambr-Lid.
49 « E zaouarn hag e dreid » : Korv Jezuz savet da veo a zo ken gwir hag an hini e-noa a-raog (39, 40), med beva ’ra bremañ e gloar Doue ha ne vez anavezet nemed dre ar feiz (24, 16).
50 «… promesa va Zad » : Ar Spered Santel, an hini a dle cheñch kalonou an dud, ha lakaad da zond Rouantèlèz Doue, evel m’eo displeget gand Sant Lukaz e levr « Oberou an Ebestel ».