Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Mark  -  Aviel hervez sant Mark – Pennad 7

Aviel hervez sant Mark
Pennad 7

DIWAR-BENN BOAZIOU KOZ AR FARIZIANED

1 Ar Farizianed hag eun toullad Skribed deuet euz Jeru-zalem a en em vod en-dro da Jezuz.

2 Gweled a reont lod euz e ziskibien o tebri o ’fréd gand o daouarn dihlan, da lavared eo heb beza o gwalhet.

3 Ar Farizianed hag an oll Juzevien zokén a zalh da voaziou deuet dezo euz o zud-koz, ha ne zebront ket heb beza gwalhet mad o daouarn. 4 O tistrei d’ar gêr euz plasenn ar marhad, ne zebront ket heb beza strinket dour warno o-unan, ha meur o voazamañt all c’hoaz a heuliont deuet dezo a-berz o zud-koz, pa vez kont da walhi hanafou, podou, listri arem. 5 Goulenn a ra eta ar Farizianed hag ar Skribed ouz Jezuz :

— « Perag ne heuill ket da ziskibien giziou on tud-koz, hag e kemeront o ’frejou gand o daouarn dihlan ? »

6 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Re vad e-neus Izaiaz greet e brofet diwar ho penn, tud faoz ma ’z oh, evel m’eo merket er Skritur :

« Va enori a ra ar bobl-mañ
« diwar bég he muzellou ;
« o halon a-vad a zo pell diouzin.
7 « N’o-deus priz e-béd al lidou a reont,
« en enor din,
« rag o helennadurez n’eus anezi,
« nemed gourhemennou-dén.
8 « Lezel a rit a gostez gourhemennou Doue,
« evid mired boazamañchou an dud ».

Hag e lavare dezo :

9— « C’hwi a dorr Lezenn Doue evid mired ho poaza-mañchou koz !

10 Rag Moizez e-neus lavaret :

— « Da dad ha da vamm a enori».

Ha c’hoaz :

« An hini a vallozo e dad pe e vamm :
« Ra vo laket d’ar maro ».
11 Ha c’hwi a lavar : « Ma lavar unan bennag d’e dad pe d’e vamm : Ar zikour a oa dit reseo diganin a zo «  korban », da lavared eo « prov sakr », 12 c’hwi a ro aotre dezañ da jom heb ober netra evid e dad pe e vamm [21]. 13 Hag evel-se e kasit da ’fall komz Doue, gand ar boazamañchou koz a virit a rumm da rumm. Hag e-leiz a draou all a rit euz ar seurt-se.

WAR AR PEZ A ZO GLAN HA DIHLAN [22]

14 Neuze e halvas Jezuz an dud da dostaad outañ :

— « Va zelaouit oll, emezan, hag intentit mad :

15 N’eo ket ar pez a zo er-mêz euz an dén a hell e lakaad da veza dihlan en eur vond ennañ ; med ar pez a zeu er-mêz euz an dén, setu ar pez a ra dezañ beza dihlan ».

(16)17 Pa oe antreet en ti, pell diouz an dud, e houlennas e ziskibien petra ’zinifïe ar barabolenn-se. 18 Hag e lavaras dezo :

— «  Ha c’hwi ive a vefe ’ta berr a spered ? Ha ne ouezit ket n’eus netra euz ar pez a ya en dén a gement a hellfe e lakad dihlan, 19 rag an dra-ze ne d-a ket en e galon, med en e gov da veza distaolet er foz ».

Hag evel-se e tisklerie e oa glan kement boued a zo. 20 Hag e lavare :

— « Ar pez a zeu euz an dén, setu ar pez a louz an dén.

21 Rag euz diabarz an dén, euz e galon eo e teu dezañ ar zonj da ober an droug evel ma ’z eo : gadaliez, laeronsi, muntrèrèz, avoultriez, 22 karantez direiz ouz ar madou, fallagriez, tromplèrèz, hudurnez, avi, droug-komz, ourgouill, follentez dall. 23 An oll draou ’fall-se a zeu euz an diabarz hag a ra d’an dén beza dihlan ».

FEIZ AR GANANEANEZ

24 Mond a reas kuit ahano evid mond da vro Tir [23]. Antreal a reas en eun ti ha ne ’felle ket dezañ e vefe gouezet, med ne hellas ket chom heb beza anavezet.

25 Rag, kerkent, e klevas ano anezañ eur vaouez hag a oa he merh dalhet gand eur spered hudur hag a zeuas d’en em daoler e-harz e dreid.

26 Ar vaouez a oa eur bayanez, Sirofenisianez a ouenn, hag e bedi a ree da gas kuit an droug-spered euz he merh. 27 Jezuz a lavaras dezi :

— « Lez da genta ar vugale da zebri ouz o hoant, rag n’eo ket deread kemer bara ar vugale d’e daoler d’ar chas bihan ».

28 Hi a respontas :

— « Gwir eo Aotrou, med ar chas bihan, e stern an daol, a zebr bruzun ar vugale ».

29 Ha Jezuz da lavared dezi :

— « Ablamour d’ar gomz-se, kee, cet eo an droug-spered er-mêz euz da verh ».

30 Distrei a reas d’ar gêr, hag e kavas ar hrouadur gourve-zet war ar gwele, hag an Droug-Spered cet kuit.

PARE EUN DEN BOUZAR HA MUD

31 Jezuz a guiteas Bro-Tir, hag en eur dremen dre gêr Sidon, e teuas etrezeg mor Bro-Halilea e bro an Dégkêr.

32 Digas a reer dezañ eun dén bouzar ha mud, hag e oe goulennet digantañ astenn warnañ e zaouarn.

33 Jezuz a gemeras anezañ gantañ a-gostez, er-mêz euz an engroez. Lakaad a reas e vizied en e ziskouarn hag euz e halo war e deod.

34 O veza savet e zaoulagad war-zu an Neñv eh huanadas hag e lavaras dezañ :

— « Effata  ! da lavared eo : Digor !  »

35 Kerkent e tigoras e ziskouarn hag e komze frêz ; dista-gellet ’oa e deod. 36 Difenn a reas Jezuz outo ranna gêr da zen. Med seul-vui e tifenne, seul-vui eh embannent ar helou.

37 Estlammet dreist-muzul e oa an dud hag e lavarent :

— « Mad e-neus greet pep tra : Ar hleved a ro d’ar re vouzar hag ar prezeg d’ar re vud ».