Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Mark  -  Aviel hervez sant Mark – Pennad 6

Aviel hervez sant Mark
Pennad 6

JEZUZ E NAZARED

1 Jezuz a yeas kuit ahano. Dond a reas d’e vamm-vro, e ziskibien ouz e heul.

2 Da geñver deiz ar zabat ez cas da gelenn er zinagog. Kalz a dud ouz e gleved a jome bamet hag a lavare :

— « Euz peleh e teu dezañ kement-se ? Pebez furnez a zo bet roet dezañ ! Ha pebez burzudou a hoarvez dre e zouarn !

3 Daoust ha n’eo ket en ar halvez, mab Mari, breur da Jakez, da Jozef, da Jud ha da Zimon ? Daoust ha n’ema ket ive e hoarezed, amañ, en on-touez ? » Hag e oent skoillet diwar e benn.

4 Ha Jezuz lavared dezo :

— « Eur profet ne vez disprijet nemed en e vro, en e gerentiaj hag en e di e-unan ».

5 Ha n’oa ket evid ober eno burzud e-béd : Eun nebeud klanvourien a bareas koulskoude, en eur astenn e zaouarn warno. 6 Souezet e chôme gand o diouer a feiz.

MISION AN DAOUZEG

Tremen a ree dre ar hêriadennou tro-war-dro en eur rei e gelennadurez.

7 Jezuz a halv an Daouzeg d’e gavoud. Kregi a reas da gas anezo daou-ha-daou en eur rei dezo galloud war an droug-sperejou.

8 Gourhemenn a reas dezo chom hep kemer netra ganto nemed eur vaz hepkén, na tamm bara, na bisah, na moneiz en o gouriz.

9 — « Lakit en ho treid, emezan, eur re zandalennou ha na gemerit ket diou zae ».

10 Lavared a reas dezo c’hoaz :

— « E kement leh ma ’z eoh, pa vezoh antreet en ti chomit eno beteg ma ’z eoh kuit euz al leh-se. 11 Ma ne vezit ket digemeret na selaouet e leh pe leh, it kuit en eur heja ar boultrenn diouz ho treid, ma vo eun testeni en o eneb.12 Mond a rejont en hent, hag e prezegent d’an dud e oa réd dezo chefich buez. 13 Argas a rejont diaoulou e-leiz hag olevi kalz klanvourien, hag e vezent pareet ganto [19].

HERODEZ HA JEZUZ

14 Ar roue Herodez a glevas ano euz Jezuz, rag brudet e oa deuet e ano da veza. Lavaret e veze : Yann ar Badezour eo, adsavet a-douez ar re varo, setu perag e labour ennañ ar halloud da ober burzudou.

15 Re all a lavare : Eli eo ; lod all : eur profet eo, heñvel ouz unan euz or profeted.

16 O kleved kement-se e lavare Herodez : « Yann, an hini am-eus lakeet dibenna, hennez eo a zo adsavet da veo ».

17 Evid gwir, Herodez e-noa laket paka Yann hag e jadenna er prizon, ablamour da Herodiadez, gwrég e vreur Filip, e-noa kemeret da wrég. 18 Rag Yann a lavare da Herodez : «  N’az-peus ket ar gwir da zelher ganit gwrég da vreur ».

19 Kasoni he-doa eta Herodiadez outañ, ha c’hoant he-doa d’e lakaad d’ar maro, med ne helle ket, 20 rag aon e-noa Herodez ouz Yann, o houzoud e oa eun dén just ha santel ; e zifenn a ree. P’e-neze e glevet e veze nehet braz, ha koulskoude e plije dezañ e zelaou.

21 Med eun dro vad a zigouezas, pa roas Herodez, da geñver e zeiz-ha-bloaz, eur banvez d’e dud e karg, d’e ofïserien ha d’an dud a renk euz Bro-Halilea.

22 Merh Herodiadez e zeuas da zansal hag a blijas da Herodez ha d’e gouvidi. Ar roue a lavaras d’ar plah yaouank  :

— «  Goulenn diganin ar pez a gari hag e roin dit ».

23 Hag e touas dezi :

— « Kement a houlenni diganin a roin dit ha pa ve an hanter euz va rouantèlèz ».

24 Er-mêz ez eas hag e lavaras d’he mamm :

— « Petra ’houlennin ? »

Hi a respontas :

— « Penn Yann, ar Badezour ».

25 Gand mall a tistroas da gavoud ar roue, hag e lavaras dezañ :

— « Me a ’fell din, emezi, e rofez din dioustu, war eur plad, penn Yann-Vadezour ».

26 Trist meurbéd ez cas ar roue, med ablamour d’e le ha d’e gouvidi, ne ’fellas ket dezañ nah he goulenn outi.

27 Dioustu e kasas ar roue eur gward, o hourhemenn dezañ digas penn Yann. Mond a reas ar gward da zibenna Yann en e brizon. 28 Digas a reas ar penn war eur plad, her rei a reas d’ar plah yaouank, hag ar plah yaouank her roas d’he mamm.

29 Pa glevas diskibien Yann kement-se, e teujont de gemer e gorv hag e lakejont anezañ en eur béz.

KENTA BURZUD AR BARA KRESKET

30 An ebestel, bodet en-dro da Jezuz, a zisplegas dezañ kement o-doa greet ha kelennet. 31 Hag En a lavaras dezo :

— «  Deuit en eul leh distro diouz an dud, evid kemer eun tamm diskuiz ».

Ken stank e oa an dud o vond hag o tond en-dro dezo, ma n’o-doa ket zokén amzer da zebri. 32 Gand ar vag ez ejont kuit, da gavoud eul leh distro, evid beza en o fart o-unan.

33 Med gwelet int bel o vond kuit, ha kalz tud o-deus komprenet da beleh ez eent. War o zroad e tiredont di, euz an oll gêriadennou, hag e oent erruet en o-raog.

34 En eur ziskenn euz ar vag, e welas Jezuz eun niver braz a dud, hag e kemeras truez outo, ablamour m’edont evel deñved ha n’o-deus pastor e-béd. Staga ’reas neuze da gelenn anezo war galz a draou. 35 Hag o veza ma oa dija diwezad e tosteas outañ e ziskibien da lavared dezañ :

— « Digeñvez eo an andread-mañ, ha diwezad eo dija.

36 Gra dezo mond en o hent, ma ’z aint en liez hag er hêriadennou tro-war-dro, da brena peadra da zebri ».

37 Eñ a respontas dezo :

— « Roit dezo da zebri, c’hwi hoh-unan ».

Lavared a rejont :

— « Daoust ha réd eo mond ba brena, ha rei dezo da zebri evid daou hant pez arhant a vara ? »

38 Lavared a reas dezo :

— « Péd baraenn ho-peuz ? It da weled ».

Goude beza gwelet e lavarjont :

— « Pemp baraenn ha daou besk ».

39 Gourhemenn a reas dezo renka an oll a strolladou war ar yeot glaz. 40 Gourvez a rejont a renkadou a gant hag a hanter-kant.

41 Jezuz neuze a gemeras ar pemp baraenn hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad war-zu an Neñv, e lavaras trugarez, e torras ar baraennou hag o roas d’an diskibien evid o rei d’an dud. Lodenna ’reas ive an daou besk etre an dud.

42 An oll a zébras hag o-doa o hont. 43 An tammou a oe dastumet, daouzeg panerad anezo, hag ar restachou pesket ive. 44 Pemp mil a dud a oa euz ar re o-doa debret ar baraennou.

JEZUZ O VALE WAR AR MOR

45 Raktal goude e reas Jezuz d’e ziskibien pignad er vag ha treuzi en e-raog da Vetsaida, endra ma chomfe Eñ e-unan da zigouvia an dud.

46 Goude beza o lezet, ez cas war ar menez da bedi. 47 Deuet ar zerr-noz, edo ar vag e-kreiz ar mor hag Eñ e-unan en douar.48 O weled o-doa beh braz o roeñvi a-eneb d’an avel hag a oa a-benn, e teu daveto, war-dro fin an noz ([20]), en eur gerzed war ar mor, hag edo o vond da dremen e-biou dezo.

49 O weled anezañ o kerzed war ar mor, e kredas dezo e oa eur spes hag en em lakejont da grial. 50 Rag e weled o-doa oll, hag e oent spontet. Med dioustu e komzas outo hag e lavaras dezo :

— « Bezit fizians, me an hini eo ! N’ho-pet ket aon ! »

51 Pignad a reas ganto er vag, hag e torras an avel. Int-i a oe strafuillet braz, 52 rag n’o-doa ket intentet burzud ar baraennou, dallet ma oa o halon.

53 Goude beza treizet, e teujont da Jenezared hag e tis-kennjont en douar. 54 Raktal ma oant dilestret e oe anavezet Jezuz gand an dud. 55 Mond a rejont dre ar vro a-béz, ha digas ar re glañv war o gweleou, e kement leh ma kleved e veze.

56 E kement leh ma ’z ee : kêriadennou, pe gêriou, pe diegeziou war ar-mêz, e lakaed ar re glañv war ar plasennou, hag e veze pedet da lezel ar re-mañ da douch ha pa ne ve nemed ouz bevenn e vantell. Ha kement hini a douche outañ a veze pareet.