1 « Neuze e vo heñvel Rouantèlèz Doue, ouz dég plah yaouank pedet d’eur préd-eured, hag a gemeras lampeier evid mond da ziambroug an dén-nevez [58].
2 « Pemp anezo a oa diskiant ha pemp a oa fur. 3 Ar pemp diskiant o-doa kemeret lampeier med hep kemered eoul. 4 Ar re ’fur a gemeras eoul e podou da heul o lampeier.
5 « O veza ma talée an dén-nevez e teujont oll da voredi ha da gousked. 6 E-kreiz an noz e savas eur hopadenn :
— « Setu an dén-nevez ! It er-mêz d’e ziambroug ! »
7 « Neuze e tihunas an oll blahed yaouank hag e prepar-jont o lampeier. 8 Ar re ziskiant a lavaras d’ar re ’fur :
— « Roit deom euz hoh eoul, rag on lampeier a zo war-nes mervel ».
9 « Ar re ’fur a respontas :
— « Nann, rag ne vefe ket a-walh evidom hag evidoh. It kentoh da brena evidoh da di ar marhadour ».
10 « Med en-dra m’edont o vond da brena e tigouezas an dén-nevez. Ar re a oa prést a yeas tre gantañ er zal-eured, hag e oe serret an nor. 11 Diwezatoh eh erruas ive ar plahed diskiant, hag e lavarjont :
— « Aotrou ! Aotrou ! digor deom ! »
12 « Med eñ a respontas :
— « E gwirionez me ’lavar deoh, n’hoh anavezan ket ».
13 « Bezit war evez eta, rag n’ouzoh nag an deiz nag an eur ».
14 « An traou a vo evel m’ema kont gand eun dén o vond da betl-bro. Gelver a reas e zervicherien hag e fizias enno e vadou.
15 « Da unan e roas pemp talant [59]. Da unan all daou, ha da unan all, unan ; da bep hini hervez ar gouest ma oa. Hag ez eas kuit.
16 « Raktal, an hini e-noa resevet pemp talant a yeas d’o lakaad da dalvezoud hag a hounezas pemp all. 17 En hevelep doare, an hini e-noa bet daou dalant a hounezas daou all. 18 Med an hini n’e-noa bet nemed unan a yeas d’ober eun toull en douar, hag a guzas ennañ arhant e vestr.
19 « Pell amzer goude e teuas en-dro mestr ar zervicherien hag e reas e gonchou ganto.
20 « An hini e-noa bet pemp talant a dosteas hag a zigasas pemp talant all ouspenn, en eur lavared :
— « Mestr, pemp talant az-poa fiziet ennon, setu pemp all am-eus gounezet ».
21 « Lavared a reas e vestr dezañ :
— « A zo mad-tre, servicher mad ha féal ! Féal out bet war nebeud a dra, fizioud a rin kalz ennout. Deus da gemer perz e levenez da vestr ».
22 «An hini e-noa bet daou dalant a dosteas ive hag a lavaras :
— « Mestr, daou dalant az-poa roet din, setu daou all gounezet ganin ».
23 « Lavared a reas dezañ e vestr :
— « A zo mad ! Servicher mad ha féal. Féal out bet war nebeud a dra, fizioud a rin kalz ennout. Deus da gemer perz e levenez da vestr ».
24 « O tostaad d’e dro, an hini n’e-noa bet nemed eun talant, a lavaras :
— « Mestr, gouzoud a ran ez out eur rust a zen. Eosti a rez el leh n’az-peus ket hadet, ha dastum el leh n’az-peus ket strewet. 25 Aon a zo kroget ennon hag ez on eet da guzad da dalant en douar. Setu-eñ amañ, kemer da dra ».
26 Med ar Mestr a respontas :
— « Servicher fall ha lezireg, gouzoud a rez eh eostan el leh n’am-eus ket hadet, hag e tastuman el leh n’am-eus ket strewet. 27 Mad ! e liées neuze beza laket va arhant war gampi, hag o tond en-dro em-befe kavet va ’feadra gand an interest diwarnañ.
28 Lamit eta digantañ an talant e-neus, ha roit anezañ d’an hini e-neus dég. 29 Rag an hini e-neus a vo roet dezañ hag e-no kalz, med an hini n’e-neus ket a vo lamet digantañ ar pez e-neus zokén. 30 Evid ar zervicher didalvez, stlapit anezañ er-mêz, en deñvalijenn. Eno e vo daelou ha skrignadeg dent ».
31 « Pa zeuio Mab an dén en e hloar, gantañ an oll êlez, eh azezo war e dron a hloar. 32 Dastumet e vo dirazañ an oll boblou, hag e tispartio an dud an eil diouz egile, evel ma tisparti ar pastor an danvadezed diouz ar givri [60]. 33 Hag e lakaio an danvadezed en tu dehou dezañ hag ar givri en tu kleiz. 34 Neuze e lavaro ar roue d’ar re a vo en tu dehou :
— « Deuit, tud benniget gand va Zad, resevit da lod ar Rouantèlèz a zo bet pourchaset evidoh azaleg krouidigez ar béd. 35 Rag, naon am-eus bet, hag ho-peus roet din da zebri ; sehed am-eus bet, hag ho-peus roet din da eva ; estranjour on bet hag ho-peus va digemeret. 36 En noaz edon hag ho-peus va gwisket ; klañv e oan hag ez oh deuet d’am gweled ; er prizon edon hag ez oh deuet beteg ennon ».
37 « Neuze e responto dezañ an dud just :
— « Peur on-neus ni da welet o kaoud naon, hag on-eus-ni roet dit da zebri ? O kaoud sehed hag on-eus-ni roet dit da eva ? 38 Pe vare on-eus-ni da welet estranjour hag on-eus-ni da zigemeret ? En noaz hag on-eus-ni da wisket ? 39 Pe vare on-eus-ni da welet klañv pe er prizon, hag ez om eet davedout ? »
40 « Hag e responto ar roue :
— « E gwirionez m’hel lavar deoh, bewech m’ho-peus greet kement-se d’an disterra euz va breudeur, d’in-me va-unan eo ho-peus her greet. »
41 « Neuze e lavaro d’ar re a vo en tu kleiz :
— « It pell diouzin, tud villiget ahanoh, it d’an tan a bado da viken, bet c’hwezet evid an diaoul hag e êlez.
42 Rag, naon am-eus bet ha n’ho-peus ket roet din da zebri ; sehed am-eus bet ha n’ho-peus ket roet din da eva ; 43 Estranjour e oan ha n’ho-peus ket va digemeret ; En noaz edon, ha n’ho-peus ket va gwisket, klañv hag er prizon ha n’oh ket deuet d’am gweled ».
44 Neuze int-i a lavaro :
— « Aotrou, peur on-eus-ni da welet, naon dit pe zehed, estranjour pe en noaz, klañv pe er prizon ha n’om ket deuet j war da zikour ? »
45 « Hag e responto dezo :
— « E gwirionez m’hel lavar deoh : Bewech ma n’ho-peus ket greet kement-se evid unan pe unan euz ar re vihan-ze, din-me kennebeud n’ho-peus ket her greet.
46 « Hag ez aio ar re-mañ d’an tan a bado da viken, hag ar re just d’ar vuez ne vo fin e-bed dezi ».