1 Jezuz a zisplegas kement-mañ d’ar bobl ha d’e ziskibien :
2 — « Ar Skribed hag ar Farizianed a gelenn diwar gador Voizez. 3 Grit eta ha mirit kement a lavaront deoh. N’it ket a-vad da gemer skwer diwar o oberou, rag lavared a reont ha ne reont ket. 4 Liamma ’reont sammou pounner ha karga anezo war ziskoaz an dud, int-i a-vad, o-unan, ne ’fell ket dezo o diblas gand penn o biz.
5 « Kement a reont a zo evid beza gwelet gand an dud. Dougenn a reont warno rubanou ledan, enno pennadou skrid al Lezenn, hag eo hir-kenañ ar fleñch euz o mantilli.
6 « Klask a reont ar plasou a enor er prejou, hag ar plasou kenta er zinagogou. 7 Plijoud a ra dezo beza saludet gand an dud war ar plasennou ha beza an vêt « rabbi » ganto.
8 « C’hwi a-vad, n’it ket da rei deoh an ano a « rabbi », rag breudeur ez oh oll, ha n’ho-peus nemed eur mestr evid ho kelenn.
9 « Na roit da zen war an douar an ano a dad, rag n’ho-peus nemed eun Tad : an hini a zo en neñvou.
10 Na rit ket kennebeud rei deoh an ano a zoktor, rag n’ho-peus nemed eun doktor : ar Hrist.
11 « An hini brasa en ho-touez, ra vo servicher deoh. 12 Rag an nep en em uhella a vo izelleet, hag an nep en em izella a vo uhelleet.
13 « Gwas-a-ze deoh Skribed ha Farizianed faoz, c’hwi hag a zerr ouz an dud dor Rouantèlèz Doue. Rag c’hwi hoh-unan ne antreit ket, ha ne lezit ket da antreal ar re a garfe henn ober.
15 « Gwas-a-ze deoh Skribed ha Farizianed faoz, c’hwi hag a réd ar mor hag an douar evid gounid unan hepkén d’ho kredennou, ha pa ho-peus e hounezet e rit anezañ eur mab-ivern diou wech gwasoh egedoh.
16 « Gwas-a-ze deoh, blenierien zall hag a lavar : Ma touer dre ar zantual, an dra-ze ne gont ket, med ma louer dre aour ar zantual, neuze ez eur dalhet. 17 Tud diboell ha dall, petra ’zo dreist egile, pe an aour pe ar zantual a ra d’an aour-ze beza sakr ?
18 « C’hwi a lavar c’hoaz : Ma touer dre an aoter, an dra-ze ne gont ket, med ma touer dre ar brovadenn lakeet war an aoter, neuze ez eur dalhet. 19 Tud dall, petra ’zo dreist egile, pe ar brovadenn, pe an aoter a ra d’ar brovadenn beza sakr ?
20 « Mad, an neb a dou dre an aoter a dou dre an aoter ha dre gement a zo warni. 21 An neb a dou dre ar zantual a dou drezan ha dre an hini a zo o chom ennañ. 22 Hag an neb a dou dre an neñv, a dou dre dron Doue, ha dre an hini a zo azezet warnañ.
23 « Gwas-a-ze deoh, Skribed ha Farizianed faoz, c’hwi hag a bae an deog war ar vent, an aned hag ar humin, e-keid ha ma tilezit ar pez a zo ar grevusa el Lezenn : ar justis, an drugarez hag al lealded. Kement-mañ a oa da ober heb dilezel kement-se. 24 Blenierien zall hag a ziwall da lonka eur ’fubuenn e-keid ha ma lonkit eur hañval.
25 « Gwas-a-ze deoh Skribed ha Farizianed faoz, c’hwi hag a nêta an diavêz euz ar werenn pe euz ar plad, e-keid ha m’eo leun an diabarz euz frouez al laeronsi hag al lontègèz. 26 Farizianed dall ! Nêtait da genta diabarz ar werenn evid ma teuio an diavêz ive da veza net.
27 « Gwas-a-ze deoh, Skribed ha Farizianed faoz ! C’hwi hag a zo heñvel ouz beziou gwennet, kaer da weled diouz an diavêz, med hag a zo leun an diabarz anezo a eskern tud varo hag a bep seurt loustoni.
28 « Evidoh eo ar memez tra. Diouz ho kweled e seblantit beza tud just, e-keid ha ma ’z oh leun a ’falzentez hag a ’fallagriez.
29 Gwas-a-ze deoh, Skribed ha Farizianed faoz, c’hwi hag a zav beziou d’ar brofeted, hag a gaerra beziou an dud just 30 hag a lavar : En amzer on Tadou, ma vijem bet war an douar, n’or-bije ket kemeret perz ganto da skuill gwad af brofeted. 31 Evel-se e tougit testeni a-eneb deoh hoh-unan : mibien oh d’ar re o-deus lazet ar brofeted. 32 Mad ! c’hwi a gas da benn ar pez o-doa komanset ho Tadou ».
33 Sarpanted, naered-wiber, penaoz e hellfeh mired da veza kondaonet d’ar Jehenn ? 34 Setu perag e kasan deoh profeted, tud fur ha Skribed. Lod anezo a vo lazet ganeoh pe staget ouz ar groaz. Lod all a vo skourjezet ganeoh hag argaset a gêr da gêr.
35 « Hag evel-se e kouezo warnoh toud argwad digabluz, bet skuillet war an douar, azaleg gwad Abet beteg gwad Zakariaz, mab Barakiaz, bet lazet ganeoh etre ar zantual hag an aoter.
36 « E gwirionez m’hel lavar deoh, an traou-ze oll a gouezo war ar rummad tud-mañ.
37 « Jeruzalem ! Jeruzalem ! Te hag a laz ar brofeted hag a labez ar re a vez kaset dit, péd kwech am-eus-me klasket dastum da vugale, evel ma tastum ar vamm -yar he yér-bihan dindan he diwaskell ha n’eo ket bet feller dit.38 « Mad ! Lezet e vo ganeoh ho ti, goullo [55]. 39 Rag hel lavared a ran deoh, diwar vremañ ne weloh mui ahanon beteg ma lavaroh : « Ra vo benniget an Hini a zeu en ano an Aotrou ».