1 Hag e stagas Jezuz adarre da gomz dezo dre bara-bolennou :
2 — « Heñvel eo Rouantèlèz Doue ouz eur roue oh ober lein-eured e vab. 3 Kas a reas da helver d’al lein ar re a oa bet pedet, med ne ’fellas ket dezo dond. 4 Kas a reas c’hoaz servicherien all en eur lavared dezo :
— « Lavarit d’ar re a zo pedet : Setu, pourchaset eo ar préd, prést eo pep tra, deuit d’ar friko ! »
5 « Med ne rejont ket a van, hag ez ejont, unan d’e bark, unan all d’e genwerz. 6 Ar re all a bakas krog er zervicherien, a wallgasas anezo hag o lazas.
7 « Ar roue a yeas droug ennañ, kas a reas e zoudarded gand urz da laza ar vuntrerien ha da lakad an tan en o hêriadennou.
8.« Lavared a reas neuze d’e zervicherien :
— « Prést eo al lein-eured, med ar re a oa kouviet n’oant ket din da zond. 9 It eta dre ar hroaz-heñchou, hag ar re oll a gavoh war hoh hent, pedit anezo da zond ».
10 « Ar zervicherien a yeas dre an heñchou, a zastumas ar re oll a zigouezas ganto, mad ha fall, hag ar zal-eured a oe leuniet a gouvidi.
11 « Ar roue a antreas da weled ar re a oa ouz taol. Gweled a reas unan ha ne zouge ket e zae-eured hag e lavaras dezañ :
12 — « Penaoz ’ta ez out antreet amañ hep kaoud war-nout da zae-eured ? »
« Ne lavaras grig. 13 Neuze e lavaras ar roue d’ar zervicherien :
— « Liammit dezañ e zaouarn hag e dreid, ha taolit anezañ er-mêz, en deñvalijenn. Eno e vo daelou ha skrignadeg dent. 14 Rag kalz a zo galvet, ha nebeud a-vad a zo dibabet ».
15 Neuze e klaskas ar Farizianed an tu kenetrezo da lakaad anezañ d’en em zislavared en e gomzou. 16 Kas a rejont dezañ, diskibien dezo, ha ganto re all euz kostezenn Herodez [53].
— « Mestr, emezo da Jezuz, ni ’oar ez out eun dén just hag e kelennez heñchou Doue gand lealded, hep delher kont euz an dud nag euz ar pez a zeblantont beza. 17 Petra ’zoñjez : Daoust hag aotre ’zo pe get da baea talllou da Zezar ? »
18 Jezuz a-vad, o weled o fallagriez, a respont :
— « Tud faoz ma ’z oh, perag e klaskit paka ahanon ?
19 Diskouezit din peziou mouneiz an taillou ».
Diskouez a rejont dezañ eun diner. 20 Ha Jezuz da lavared dezo :
— « Skeudenn piou a zo war ar pez mouneiz ? »
21 — « Skeudenn Sezar, emezo ». Neuze e respontas dezo :
— « Rentit eta da Zezar ar pez a zo da Zezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue ».
22 O kleved kement-se e oent souezet braz. E lezel a rejont ha mond kuit.
23 En deiz-se e teuas Saduseaned [54] d’e gavoud. Ar re-mañ a lavar n’eus ket a adsao a varo da veo. Ober a rejont outañ ar goulenn-mañ :
24 — « Mestr, Moizez a lavar : ma varv unan bennag hep bugale, e timezo e vreur gand an intanvez, evid sevel lignez d’e vreur.
25 « Hogen, bez’ e oa ganeom seiz breur. Ar henta a zimezas hag a varvas. O veza ma n’e-noa ket a vugale e lezas e wrég d’e vreur. 26 Evel-se ive evid an eil, an trede ha beteg ar seizved.
27 « War o lerh e varvas ive ar wrég. 28 Ahanta ! Da vare an dasorh, da behini euz ar seiz breur e vo gwrég, pegwir o-deus bet anezi da wrég an eil hag egile anezo ? »
29 Jezuz a respontas dezo :
— « Fazia ’rit, o veza ne anavezit ket ar skrituriou na galloud Doue : 30 D’an dasorh, ne vo kemeret na gwrég na gwaz, med evel êlez an neñv e vo an dud.
31 « Evid ar pez a zell ouz dasorh ar re varo, hag en n’ho-peus ket lennet ar gomz e-neus Doue lavaret deoh :
32 « Me eo Doue Abraham, Doue Izaag, Doue Jakob ? ha n’eo ket Doue tud maro, med Doue tud beo ».
33 O kleved kement-se e oe souezet braz an dud gand e gelennadurez.
34 O veza klevet e-noa Jezuz klozet o genou d’ar Sadu-seaned, eh en em vodas ar Farizianed. 35 Unan anezo, doktor war al Lezenn, a reas outañ ar goulenn-mañ evid e amproui :
36 — « Mestr, pehini eo ar brasa euz ar gourhemennou el Lezenn ? »
37 Jezuz a respontas :
— « Kared a ri an Aotrou da Zoue, a-greiz da galon, gand da oll ene ha da oll spered ». 38 Hennez eo ar brasa hag ar henta euz ar gourhemennou. 39 Hag an eil a zo par dezañ : « Kared a ri da nesa eveldout da-unan ». 40 D’an daou hourhemenn-se e tenn kement a zo er Skritur, el Lezenn hag er Brofeted ».
41 O veza m’oa bodet ar Farizianed e reas outo ar goulenn-mañ :
— 42 « Pehini eo ho soñj diwar-benn ar Mesiaz ? Da biou eo mab ? »
— « Da Zavid, emezo ».
43 Jezuz a lavaras dezo :
— « Perag eta e ro dezañ David, sklêrijennet gand ar Spered-Santel, an ano a Aotroù, pa lavar :
44 « An Aotrou e-neus lavaret d’am Aotrou :
« Azez en tu dehou din
« beteg m’am-bo lakeet da enebourien
« dindan da dreid ».
45 « Ma ra David Aotroù anezañ, penaoz eo mab dezañ ?
46 Ne oe dén gouest da respont netra dezañ, hag azaleg an deiz-se ne gredas mui dén ober goulennou outañ.