1 « Rag heñvel eo Rouantèlèz Doue ouz eur penn-tiègèz, a yeas er-mêz kerkent ha tarz an deiz da hopra labourerien evid e winieg.
2 « Marhad a reas ganto evid eun diner an devez hag e kasas anezo d’e winieg.3 « Eet er-mêz war-dro nav eur diouz ar mintin [47] e welas re all aze, war ar blasenn, 4 dilabour, ha dezo e lavaras :
— « Kit, c’hwi ive, d’am gwinieg, hag e roin deoh ar pez a zo just ».
« Hag ez ejont.
5 « Deuet adarre war-dro kreisteiz, ha war-dro teir eur goude kreisteiz, e reas ar memez tra.
6 War-dro pemp eur e teuas c’hoaz er-mêz hag e kavas re all eno, ha dezo e lavaras :
— « Perag ez oh chomet aze dilabour e-pad an deiz ?
7 « Hag int-i a respont dezañ :
— « N’eus deuet dén e-béd d’or gopra ».
« Hag e lavaras dezo :
— « Kit c’hwi ive d’am gwinieg ».
8 « Pa oe deuet an abardaez, e lavaras mestr ar winieg d’e verour :
— « Galv al labourerien ha ro dezo o ’fae, en eur vond euz ar re ziweza d’ar re genta ».
9 « Pa zeuas ar re a oa kroget da labourad war-dro pemp eur, e resevas ar re-mañ beb a ziner.
10 Pa zeuas tro ar re genta, ar re-mañ a zoñje dezo kaoud muioh, med reseo a rejont, int ive, beb a ziner.
11 En eur reseo o ’fae, e hrosmolent en eur lavared :
12 « Ar re-mañ, digouezet da ziweza, n’o-deus greet nemed eun eurvez labour, hag ho-peus roet dezo kement ha deom-ni hag on-eus bet da houzañv beh an deiz hag an dommder ».
13 « Ar mestr a respontas da unan anezo :
— « Va mignon, ne ran ket a haou ouzit. Daoust ha n’eo ket evid eun diner eo ez-poa greet marhad ganin ?
14 Kemer ar pez a zo dit ha kerz en da hent. Me a ’fell din rei d’an diweza kement ha dit.
15 Daoust ha ne hellan ket ober ar pez a garan gand ar pez a zo din ? Pe gwarizi a vefe en da galon ablamour ma ’z on mad ? »
16 « Evel-se e vo ar re ziweza da genta, hag ar re genta da ziweza ».
17 War-nes pignad da Jeruzalem, e kemeras Jezuz an daouzeg en o fart o-unan, hag en hent e lavaras dezo :
18 — « Setu ma pignom da Jeruzalem, hag e vo laket Mab an dén etre daouarn Priñsed ar Veleien hag ar Skribed, ha ganto e vo kondaonet d’ar maro.
19 Hag e lakaint anezañ etre daouarn ar bayaned, evid beza goapeet ganto, skourjezet ha staget ouz ar groaz, ha d’an trede deiz e savo a varo da veo ».
20 Neuze, mamm mibien Zebede, Yann ha Jakez, a dosteas ouz Jezuz gand he mibien. Stoui a reas dirazañ evid ober outañ eur goulenn. 21 Lavared a reas Jezuz dezi :
— « Petra fell dit ? »
— « Gourhemenn, emezi, ma vo en da Rouantèlèz, va daou vab a zo amañ; azezet, unan en tu dehou dit hag egile en tu kleiz ».
22 Respont a reas Jezuz :
— « N’ouzoh ket petra ’houlennit ! Ha gouest oh da eva ar halirad ez an da eva ? » [48]
— « Ya, emezo, gouest om ! »
23 Ha Jezuz dezo :
— « Va halirad, hen eva ’reoh, med, beza azezet a-zehou pe a-gleiz din, n’eo ket din-me eo her rei. Kement-se a vo roet d’ar re e-neus va Zad henn preparet evito ».
24 O kleved kement-se, ez eas an dég all en egar a-eneb an daou vreur. Med Jezuz o galvas hag a lavaras dezo :
25 — « Her gouzoud a rit, ar re a zo e penn ar poblou a ra o mistri warno, hag ar Pennou-Braz a laka da boueza warno o galloud.
26 Ganeoh a-vad ne vo ket kont evel-se. Er hontrol, an hini a glask beza braz en ho touez, ra vo ho servicher deoh.
27 Hag an neb a glask beza ar henta, a dle beza sklavour deoh.
28 « Evel-se, n’eo ket deuet Mab an Dén evid beza servichet, med evid servicha ha rei e vuez evel dasprén evid an dud ».
29 P’edont o kuitaad Jeriko ez oa eun niver braz a dud ouz o heul. Daou zen dall a oa azezet war bord an hent. O kleved edo Jezuz o tremen, en em lakejont da grial :
— 30 « Aotrou, Mab David, bez truez ouzom ! »
31 An dud a lavare dezo dicheg chom sioul, med kreñvoh a ze e youhent :
— « Aotrou, Mab David, bez truez ouzom ! »
32 Jezuz a jomas a-zav, o galvas hag a lavaras dezo :
— « Petra ’fell deoh a rafen evidoh ? »
33 — « Rei deom ar gweled, Aotrou, emezo ! »
34 Truez e-noe Jezuz outo hag e touchas ouz o daoulagad. Kerkent e teuas ar gweled dezo, hag ez ejont d’e heul.