Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Vaze  -  Aviel hervez Sant Vaze – Pennad 17

Aviel hervez Sant Vaze
Pennad 17

JEZUZ TREUZFURMET

1 C’hweh devez diwezatoh, e kemeras Jezuz gantañ Pèr, Jakez ha Yann e vreur, hag ez eas ganto en eul leh distro, war lein eur menez uhel.

2 Neuze, dirag o daoulagad, e cheñchas Jezuz doare. Dond a reas da veza lugernuz evel an heol, e zillad a zeuas da veza gwenn-kann evel ar sklêrijenn.3 Moizez hag Eliaz [41] a baras dirazo, o komz gantañ. 4 Pèr neuze a lavaras :

— « Aotrou, kaer eo deom beza amañ. Ma karez me ’zo o vond da zevel teir deltenn, unan evidout, unan all evid Moizez hag e-bén evid Eliaz ».

5 O komz edo c’hoaz pa zeuas eur goabrenn lugernuz d’o gelei, hag euz kreiz ar goabrenn e teu eur vouez o lavared : «Hemañ eo va Mab muia kared, ennañ e kavan va dudi : selaouit anezañ ».

6 O kleved kement-se, e kemeras spont en diskibien hag e kouezjont d’an douar.

7 Jezuz a dosteas hag a douchas outo hag a lavaras :

— « Savit en ho-sav ! emezañ. N’ez it ket da gaoud aon ! »

8 Sevel a rejont o daoulagad, ha ne weljont mui nemed Jezuz, ha dén nemetañ. 9 En eur ziskenn diwar ar menez e lavaras Jezuz dezo :

— « Na gomzit da zen euz ar pez ho-peus gwelet ken na vo savet Mab an dén a-douez ar re varo ».

DIWAR-BENN ELIAZ

10 Hag an diskibien ha goulenn outañ :

— « Perag eta e lavar ar skribed e tle Eliaz dond da genta ? » [42].

11 Respont a reas :

— « Gwir eo e tle Eliaz dond evid renka pep tra. 12 Med, m’hel lavar deoh, Eliaz a zo deuet dija, ha n’o-deus ket e anavezet, ha greet o-deus gantañ ar pez a garent. Med Mab an dén, eñ ive, a zo o vond da houzañv euz o ’ferz ».

13 Neuze eh intentas an diskibien e komze dezo euz Yann-Vadezour.

PARE AR BUGEL LOARIEG

14 O veza ma tigoueze tost d’an dud, e teuas eun dén davetañ hag o koueza war e zaoulin dirazañ e lavaras :

15 — « Aotrou, bez truez ouz va mab, loarieg eo [43] ha gouzañv kalz a ra. Koueza ’ra alïez, en tan pe en dour. 16 Digaset am-eus anezañ d’az tiskibien, med n’o-deus ketgellet e barea ».

17 Jezuz a lavaras :

— « Rummad tud diskredig ha fallagr, beteg pegoulz e vezin-me ganeoh ? Beteg pegoulz am-bo d’ho kouzañv ? Digasit ar bugel din amañ ».

18 Jezuz a hourdrouzas an droug-spered, hag ez eas hemañ er-mêz euz ar bugel. D’an ampoent e oe pareet…

19 Neuze e tosteas an diskibien ouz Jezuz, hag e lavarjont dezañ, en o fart o-unan :

— « Ha ni, perag n’on-eus ket gallet e argas ? »

20 Respont a reas :

— « Ablamour ma’z oh laosk en ho feiz. Hag e gwirionez m’hel lavar deoh : Ma vez eun devez ho feiz ken braz hag eur hreunenn zezo, c’hwi a lavaro d’ar menez-se : Tremen euz amañ da aze, hag e tremeno. Ne vo netra ouspenn deoh… 21 Ha neuze ne hell ar seurt droug-sperejou-ze beza argaset nemed dre ar bedenn hag ar yun ».

E BASION ADARRE

22 O veza m’edont bodet e Bro-Halilea, e lavaras Jezuz dezo :

— « Mab an dén a zo o vond da veza laket etre daouarn an dud. 23 E laza ’raint, ha d’an trede deiz e savo a varo da veo ».

Glaharet braz e oent o kleved kement-se.

DINER AN TEMPL

24 Pa oent digouezet e Kafarnaom, e teuas da gavoud Pèr paotred ar gwir war an templ, hag e lavarjont dezañ :

— Daoust hag ho mestr ne bae ket ar gwir war an templ ? »

25 — « Paea ’ra, emezañ ».

Pa oe digouezet Pèr er gêr, ez eas Jezuz d’e gavoud da genta, hag e lavar :

— « Petra eo da zoñj, Simon ? Rouaned an douar, diwar goust piou e savont gwiriou ha truajou ? Diwar goust o bugale pe diwar goust an estranjourien ? »

26 — « Diwar goust an estrañjourien, emezañ ».

— « Neuze ’ta, eme Jezuz, o-deus ar vugale diskarg anezo ? [44] 27 Koulskoude evid ne vo ket gwall-skweriet an dud-se, kerz d’ar mor, taol an higenn, kemer ar pesk kenta a grogo ha digor e henou. Kavoud a ri ennañ eur stater, kemer anezañ hag her ro evidon hag evidout ».