Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Vaze  -  Aviel hervez Sant Vaze – Pennad 16

Aviel hervez Sant Vaze
Pennad 16

SINOU AN AMZERIOU

1 Ar Farizianed hag ar Saduseaned a zeuas d’e gavoud, hag evid e douella e houlennjont digantañ rei dezo eur zin euz an neñv. 2 Respont a reas dezo :

— « Diouz an abardaez e lavarit ; « Brao e vo ! Ruz-tan eo an oabl ! ». 3 Ha diouz ar mintin : « Amzer ’fall a vo ! Ruz-moug eo an oabl ».4 « C’hwi a oar eta lenn e doareou an oabl, ha n’oh ket gouest d’henn ober evid sinou an amzeriou ! [37] Rummad fallagr hag avoultrer hag a houlenn eur zin ! E-giz sin ne vo roet hini all e-béd deoh nemed sin Jonaz ».

O lezel a reas eno hag ez eas kuit.

GOELL AR FARIZIANED

5 O treiza d’an tu all, o-doe an diskibien ankounac’heet kemer bara ganto.

6 Jezuz a lavaras dezo :

— « Taolit evez ! Diwallit ouz goell ar Farizianed ».

7 Int-i a zoñje enno o-unan :

— « O veza n’on-eus ket digaset bara ganeom eo e lavar an dra-ze ».

8 Jezuz a ouezas hag a lavaras :

— « Tud a ’feiz laosk, perag e soñjit eo ablamour n’ho-peus ket digaset bara ganeoh ? 9 Ne intentit ketc’hoaz ? N’ho-peus ket a zoñj euz ar pemp baraenn evid ar pemp mil dén ? Ha péd panerad ho-poa dastumet war-lerh ? 10 Nag euz ar zeiz baraenn evid ar pevar mil dén, ha péd panerad ho-poa kaset ganeoh ? 11 Penaoz ne intentit-hu ket, n’eo ket euz ar bara eo e komzen deoh p’am-eus lavaret : Diwallit ouz goell ar Farizianed hag ar Saduseaned ? »

12 Neuze eh intenjont n’e-noa ket lavaret en em ziwall ouz ar goell a vez laket er bara, med ouz kelennadurez ar Farizianed hag ar Saduseaned.

PER A LAVAR E ’FEIZ E JEZUZ MAB DOUE [38]

13 Jezuz deuet e korn-bro Sezare-Filip a houlennas ouze e ziskibien :

— « Piou eo Mab an dén, hervez lavar an dud ? »

14 Int-i respont :

— « Evid lod eo Yann-Vadezour, evid re all Eliaz, evid re all c’hoaz Jeremiaz pe unan euz ar brofeted ».

15— « Ha c’hwi petra ’lavarit ? Evidoh.piou ez on-me ? »

16 Simon Pèr o kemer ar gaoz a lavaras :

— « Te eo ar Mesiaz, Mab an Doue beo-buezeg ! »

17 Jezuz o kemer ar gaoz d’e dro a respontas :

— « Eüruz out, Simon, mab da Jonaz, rag n’eo ket ar hig nag ar gwad [39] eo o-deus roet dit da anaoud an dra-ze, med va Zad hag a zo en neñv. 18 Ha me ’lavar dit : te’ zo roh ha war ar roh-ze e savin va Iliz, ha ne vo biken galloudegeziou ar maro treh dezi. 19 Dit e roin alhweziou Rouantèlèz Doue ha kement az-po liammet war an douar, a vo liammet en neñv, ha kement az-po diliammet war an douar a vo diliammet en neñv ».

20 Neuze e roas urz d’e ziskibien da jom hep lavared da zén e oa eñ ar Mesiaz.

DIOUGAN KENTA AR BASION

21 Azaleg ar mare-ze e stagas ar Hrist da lavared d’e ziskibien e vefe réd dezañ mond da Jeruzalem, gouzañv kalz a-berz pennou-braz ar bobl, priñsed ar veleien hag ar skribed, beza lakeet d’ar maro, ha sevel da veo d’an trede deiz.

22 Neuze e tenn Pèr anezañ gantañ a-gostez hag e stag d’ober rebechou dezañ :

— « Doue ra viro, Aotrou ! Ne c’hoarvezo ket kemend-all ganit ! »

23 Med Jezuz a zistroas hag a lavar da Bèr :

— « Kerz a-dreñv din Satan, eur skoill out din. N’ema ket ganit skiant Doue, med skiant an dén. »

HEULIA JEZUZ

24 Neuze e lavaras Jezuz d’e ziskibien :

— « An neb a ’fell dezañ dond war va lerh, a dle trei kein dezañ e-unan, kemer e groaz ha dond d’am heul. 25 Rag an neb a ’fell dezañ savetei e vuez a gollo anezi. Hag an neb a gollo anezi ablamour din he zaveteio.

26 « Petra ’dalvezo d’an dén gounid ar béd oll, ma teu dezañ koll e vuez ? Ha petra ’hello an dén rei evid kavoud e vuez en-dro ? 27 Rag Mab an dén a zo o tond gand e êlez e gloar e Dad, neuze e roio da bep hini diouz e oberou.28 « E gwirionez m’hel lavar deoh : darn euz an dud a zo amañ ne varvint ket, a-raog beza gwelet Mab an dén o tond en e Rouantèlèz » [40].