1 En devez-se, eet er-mêz euz an ti, edo Jezuz azezet war ribl ar mor. 2 O veza ma teue eur bern tud en-dro dezañ, e sav er vag, 3 hag eh azez enni, e-keid ha ma chom an dud war an aot, ha Jezuz a gentelias anezo war galz a draou dre barabolennou.
4 — « Eun hader, emezañ, a yeas da hada. E-pad m’edo oh hada, e kouez greun war gostez an hent. Mond a reont gand al laboused.
5 « Lod all a gouez war ar grae ; n’oa ket kalz a gondon, diwan a reont buan rag n’oa ket a zonder douar. 6 Pa zavas an heol e oent skaotet ; dizehi ’rejont, rag n’o-doa ket a wriziou.
7 « Lod all a gouez e-touez ar spern ; ar spern a greskas hag a vougas ar greun.
8 « Eul lodenn all a gouez en douar mad hag a daolas frouez : kant, tri-ugent, tregont evid unan.
9 « an hini e-neus diskouarn, ra glevo ! »
10 An diskibien a dosteas outañ hag a houlennas :
— « Perag e komzez dre barabolennou ? »
11 — « Deoh-c’hwi, emezañ, eo roet da anaoud misteriou Rouantèlèz an neñv, med d’ar re-mañ n’eo ket. 12 Rag roet e vo d’an neb e-neus, hag e vo puill-puill ar pez e-no, med digand an hini n’e-neus ket e vo dilamet zokén ar pez e-neus. 13 Setu perag e komzan dre barabolennou, o veza ma welont hep gweled, ma klevont hep kleved na kompren.
14 « Evel-se e teu da wir evito komzou ar profet Izaiaz :« Kaer ho-po kleved, ne intentoh ket,
« kaer ho-po selled, ne weloh ket.
15« Poud eo deuet da veza spered an dud-se,
« Stanket o-deus o diskouarn,
« serret o-deus o daoulagad,
« gand aon na zeufe o daoulagad da weled,
« o diskouarn da gleved,
« o spered da intent,
« o halon da zistrei war ar mad,
« gand aon na zeufen da rei dezo ar pare » [31].
16 « Evidoh-c’hwi, eüruz ho taoulagad, pegwir e welont, ho tiskouarn, pegwir e klevont. 17 Gwir eo m’hel lavar deoh, nag a brofeted, nag a dud santel o-deus c’hoanteet gweled ar pez a welit, ha n’o-deus ket gwelet, kleved ar pez a glevit ha n’o-deus ket klevet.
18 « Selaouit ’ta parabolenn an hader :
19 « Pa glèv an dén Komz ar Rouantèlèz hep intent anezi, e tigouez an droug-spered, hag e kas gantañ kement a zo bet hadet e kalon an dén-se. Hennez eo an hent bet hadet warnañ.
20 « An hini e-neus resevet an had en eun douar meineg, eo an dén a glèv ar Gomz, a zigemer anezi raktal gand joa, 21 med n’eus ket a wriziou ennañ, hedro eo, ha pa zeu enkrez pe heskinèrèz warnañ, diwar goust ar Gomz, e kouez dioustu.
22 « An hini e-neus resevet an had e-touez ar spern, eo an dén a glèv ar Gomz, med tregas ar vuez, touellèrèz ar madou, a voug ar Gomz, ha ne zav netra diwarni.
23 « An hini e-neus resevet an had en douar mad, eo an hini a glèv ar Gomz hag a intent anezi, dougenn a ra frouez, kant, tri-ugent, tregont diwar unan ».
24 Jezuz a roas dezo da gleved eur barabolenn all:
— « Heñvel eo Rouantèlèz Doue ouz eun dén e-neus hadet greun mad en e bark.
25 Med e-pad m’oa kousket an dud, e tigouezas e enebour, hag a hadas d’e dro dreog e-touez ar gwiniz, hag ez eas kuit.
26 « Pa greskas ar yeot, ha pa zeuas pennou en éd, neuze e oe gwelet ive an dreog. 27 Servicherien a yeas da lavared d’ar mestr :
— « Mestr, daoust ha n’eo ket greun mad eo az-poa hadet en da bark ? Perag eta ez eus dreog ennañ ?»
28 Eñ a respontas :
— « Eun enebour eo e-neus greet kement-se ».
Ar zervicherien a lavaras dezañ :
— « Ha c’hoant az-peus ez afem d’o zenna kuit ? »
29 Eñ a lavaras :
— « Nann, gand aon na zeufeh, en eur denna an dreog, da denna ive ar gwiniz da heul.
30 Lezit an eil hag egile da greski asamblez, beteg an eost… Ha da vare an eost e lavarin d’an eosterien :
« Dastumit da genta an dreog hag endrammit anezañ d’e zevi : ar gwiniz a-vad, dastumit anezañ er hrignol ».
31 Eur barabolenn all a roas dezo da gleved :
— « Heñvel eo Rouantèlèz Doue ouz eur hreunenn zezo, e-neus eun dén kemeret hag hadet en e bark. 32 ar bihanna eo euz an hajou. Med p’he-devez kresket e vez ar vrasa plantenn a boulz el liorz hag e sav zokén da wezenn, ken na zeu al laboused da neizia en he skourrou ».
33 Eur barabolenn all a lavaras dezo :
— « Heñvel eo Rouantèlèz an Doue ouz eun tamm goell, kemeret gand eur vaouez, da gemmesk gand tri vuzuliad bleud, beteg ma sav an toaz en e béz ».
34 Kement-se a lavare Jezuz dre barabolennou d’ar bobl, ha morse ne gomze dezo nemed dre barabolennou.
35 Evel-se e teue da wir ar gomz lavafet gand ar profet :
« Komz a rin dre barabolennou,
« hag embann traou kuzet abaoe ar penn kenta ».
36 Neuze e tilezas an dud hag e teuas d’ar gêr hag e ziskibien a dosteas outañ hag a lavaras :
— « Displég deom sklêr parabolenn an dreog er park ».
37 Respont a reas :
— « An hini a had ar greun eo Mab an dén. 38 Ar béd eo ar park. Ar re a zo bugale ar Rouantèlèz eo ar greun mad. Bugale an droug eo an dreog. 39 An enebour a had eo an diaoul. An eost eo fin ar béd. An eosterien eo an êlez.
40 « Evel ma vez eta dastumet an dreog ha laket an tan ennañ, evel-se ive e vo kont da fin ar béd.
41 « Kas a raio e, Mab an Dén e êlez, hag e tastumint euz e Rouantèlèz, kement skwer fall ha kement dén a ra an droug, 42 hag e taolint anezo e-kreiz an tan. Eno e vo daelou ha skrignadeg dent. 43 Neuze e skedo an dud just evel an heol, e Rouantèlèz o Zad. Kleved an neb e-neus diskouarn da gleved ! »
44 — « Heñvel eo Rouantèlèz Doue ouz eun teñzor-bet kuzet en eur park ha kavet gand eun dén : E guzed a ra en-dro, ha leun a levenez, ez a da werza kement e-neus, hag e prén ar i park.
45 « Heñvel eo c’hoaz Rouantèlèz Doue ouz eur marha-dour o klask perlez kaer. 46 Kavet gantañ eur berlezenn a dalvoudegez vraz, ez a da werza kement e-neus hag e prén anezi ».
47 « Heñvel eo c’hoaz Rouantèlèz Doue ouz eur roued taolet er mor hag a zeu gantañ pesked a bep seurt. 48 Pa vez leun, e sach ar besketerien anezañ war an aot, hag eh azezont da zastum ar re vad e panerou, ha da daoler kuit ar re ’fall.
49 « Evel-se e c’hoarvezo da ’fin ar béd. An Elez a zeuio, hag a zibabo ar re ’fall a-douez ar re just, 50 hag e taolint anezo e-kreiz an tan. Eno e vo daelou ha skrignadeg dent.
51 Ha komprenet ho-peus kement-se ? ».
— « Ya, emezo ».
52 Eñ a lavaras dezo : — « Setu perag, kement skrib deuet da veza diskibl Rouantèlèz Doue, a zo heñvel ouz eur penn-tiègèz hag a denn euz e deñzor traou nevez ha traou koz » [32].
53 Echuet gantañ e barabolennou, ez eas Jezuz kuit ahano.
54 Erruet en e vro e kelenne anezo en o zinagogou en doare ma choment souezet ha ma lavarent :
— « Euz peleh e teu dezañ ar ’furnez hag ar burzudou-ze ?
55 Ha n’eo ket eñ Mab ar halvez ? Daoust ha n’eo ket Mari ano e vamm ? Hag ano e vreudeur, Jozef, Simon ha Jud ?
56 Hag e hoarezed, daoust ha n’emaint ket oll en on-touez ? Euz a beteh e teu dezañ eta kement-se ? »
57 Feuket e oant gantañ, med Jezuz a lavaras dezo :
— « Ne vez eur profet disprijet, nemed en e vro hag en e di ».
58 Ha ne reas ket eno kalz a vurzudou ablamour ma ne gredent ket.