Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Vaze  -  Traduction Kenvreuriez  -  Aviel hervez Sant Vaze – Pennad 10

Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Vaze  –  Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.

Aviel hervez Sant Vaze
Pennad 10

AN DAOUZEG ABOSTOL

1 Gelver a reas neuze e zaouzeg diskibl, hag e roas dezo galloud war an droug-sperejou, evid o has kuit ha rei ar pare euz n’eus forz peseurt kleñved pe zempladurez.

2 Setu amañ anoiou an daouzeg abostol : Ar henta, Simon, anvet Pèr, hag Andre e vreur, Jakez, mab Zebede hag e vreur Yann. 3 Filip ha Bartelemi, Tomaz ha Maze ar publikan, Jakez mab Alfe ha Tadde, 4 Simon ar Greduz [21] ha Judaz Iskariot, an hini a dlee gwerza Jezuz.

5 — « Goulenn a ran diganeoh, emezañ, chom hep mond war-zu ar bayaned, ha chom hep antreal e kêr e-béd euz ar Samari.

6 « It kentoh war-zu an deñved dianket euz pobl Israël.

7 « Dre ma ’z eoh, roit da anaoud eo tostig Rouantèlèz Doue. 8 Roit ar pare d’ar re glañv, glannait an dud lor, roit ar vuez d’ar re varo, argasit an droug-sperejou. Resevet ho-peus evid netra, roit evid netra.

9 « Na gemerit ganeoh nag aour nag arhant, na moneiz en ho kouriz, 10 na sah e-béd evid an hent, na diou zae, na boutou na baz, rag al labourer eo dleet dezañ e voued.

11 « Kement kêr ha kement kêriadenn ma ’z eoh enno, goulennit piou a zo din d’ho tigemer, ha chomit en e di beteg ma ’z eoh kuit.

12 « En eur antreal en ti, saludit. 13 Ha mar d-eo din an ti-ze, ra ziskenno warnañ ho peoh, ha ma n’eo ket din ra zistroio warnoh ho peoh.

14 « Ma ne ’fell ket d’an dud ho tigemered, na selaou ho komzou, it er-mêz euz an ti-ze, pe euz ar gêr-ze, en eur heja ar boultrenn euz ho treid.15 «E gwirionez m’hel lavar deoh, ne vezor ket ken rust, da zeiz ar varn, e-keñver Sodom ha Gomor [22], hag e-keñver ar gêr-ze.

16 « Setu m’ho kasan evel deñved e-touez ar bleizi. Bezit eta leun a evez evel naered, ha didroidell a galon evel koulmed.

GWALL-GASET E VEZOH

17 « Diwallit ouz an dud! Ho kas a raint dirag al lezvarn. Ho skourjeza ’raint en o zinagogou. 18 Kaset e vezoh dirag ar gouarnourien hag ar rouaned, ablamour din. Eun testeni e vo kement-se evito hag evid ar bayaned.

19 « Pa vezoh evel-se, laket etre o daouarn, na vezit ket enkrezet gand gouzoud petra ha penaoz respont. Ar pez ho-pezo da lavared a vo roet deoh da houzoud d’ar mare-ze. 20 Ha n’eo ket c’hwi eo a gomzo, med Spered ho Tad eo a gomzo ennoh.

21 « Ar breur a roio e vreur evid beza laket d’ar maro, hag an tad e grouadur, ar vugale a zavo a-eneb d’o herent hag a lakaio o hondaoni d’ar maro.

22 « Kas o-dezo an oll ouzoh ablamour d’am ano, med an hini a zalho mad beteg ar fin, hennez a vo saveteet.

23 « Ma vez klasket war ho lerh e kêr pe gêr, tehit d’eur gêr all. E gwirionez, m’hel lavar deoh, n’ho-pezo ket greet tro kêriou Israël, a-raog distro Mab an dén.

24 « N’eo ket an diskibl uhelloh eged e vestr, nag ar zervicher uhelloh eged e Aotrou… 25 A-walh eo d’an diskibl beza par d’e vestr, ha d’ar zervicher beza par d’e aotrou… M’o-deus greet Beelzeboul euz ar penn-tiègèz, petra ne lava-rint ket euz e dud ?

26 « N’ho-pet ket aon razo, rag n’eus netra kuzet ha na zeufe ket da veza anavezet, netra en deñvalijenn ha na zeufe ket er sklêrijenn.27 « Ar pez a lavaran deoh en deñvalijenn, henn lavarit er sklêrijenn ; hag ar pez a lavaran deoh e plég ho skouarn, embannit anezañ diwar an toennou [23].

28 « N’ho pet ket aon rag ar re a laz ar horv ha n’hellont ket laza an ene. Ho pet aon kentoh ouz an hini a hell kas da goll ar horv koulz hag an ene.

29 « Daoust ha ne vez ket kavet daou holvan evid eur gwenneg, ha koulskoude, ne gouez hini anezo war an douar, heb aotre ho Tad.

30 « Ha c’hwi, kement blevenn a zo war ho penn a zo kontet. 31 Bezit dienkrez ; talvezoud a rit muioh eged oll laboused an neñv.

32 « An hini a zisklêrio dirag an dud beza a-du ganin, me, d’am zro, a zisklêrio dirag va Zad beza a-du gantañ. 33 Med kement hini am naho dirag an dud, me henn naho dirag va Zad a zo en neñv.

N’EO KET AR PEOH, MED AR HLEZE

34 « N’it ket da gredi e vefen deuet da zigas ar peoh war an douar ; n’on ket deuet de zigas ar peoh, med ar hleze !

35 Deuet on da lakad ar mab da zevel a-eneb d’e dad, ar verh a-eneb d’he mamm, ar verh-kaer a-eneb d’he mamm-gaer ; 36 hag enebourien pep hini a vo tud e di.

37 « An neb a gar e dad pe e vamm muioh egedon, n’eo ket din ahanon. An neb a gar e vab pe e verh muioh egedon, n’eo ket din ahanon.

38 « An neb ne zamm ket e groaz evid dond d’am heul, n’eo ket din ahanon.

39 An neb a ’fell dezañ savetei e vuez he hollo.

40 « An neb a ro digemer deoh, a ro digemer din va-unan ; hag an neb a ro digemer din, a ro digemer d’an hini e-neus va digaset.

41 « An neb a ro digemer d’eur profet, e-giz profet, e-no digoll eur profet. An neb a zigemer eun dén just, e-giz dén just, e-no digoll eun dén just.

42 « An neb a roio da eva, pa ne ve nemed eur werennad dour frésk, da unan euz ar re vihanna, ablamour ma ’z eo diskibl din, ne jomo ket heb beza digollet ».