Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Vaze – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.
1 « Diwallit da ober hoh oberou mad dirag an dud evid beza gwelet ganto, pe n’ho-pezo digoll e-béd digand ho Tad hag a zo en neñv.
2 « Neuze eta, pa rit aluzenn, na zonit ket ar horn-boud dirazoh, evel ma ra ar re a vez er zinagogou ha war ar ruiou, o klask sellou an dud evid beza meulet ganto. E gwirionez m’hel lavar deoh, bez’ o-deus dija o ’fae.
3 « Med c’hwi, pa rit aluzenn, ra jomo ho torn kleiz hep gouzoud petra ’ra ho torn dehou, 4 hag evelse e chomo kuzet hoh aluzenn, hag ho Tad a wél pep tra guzet henn talvezo deoh ».
5 « Pa vezit o pedi ive, na rit ket evel ar bilpouzed, a gar ober o ’fedennou en o-zav er zinagogou ha war ar plasennou, evid beza gwelet gand an dud. E gwirionez m’hel lavar deoh, bez’ o-deus dija o ’fae.
6 « C’hwi, pa bedit, it en ho kambr, serrit an nor warnoh, ha pedit ho Tad hag a zo aze el leh kuz. Ho Tad hag a wél pep tra guzet henn talvezo deoh.
7 « Pa vezit o pedi, na randonit ket evel ar bayaned, a gréd dezo eo dre ’forz komzou e vezint selaouet. 8 Na rit ket eta eveldo. Ho Tad a oar euz petra ho-peus ezomm, a-raog m’ho-pefe greet ho koulenn ».
9 « C’hwi eta a bedo evel-henn :
« On Tad hag a zo en neñv,
« Ra vo santelleet da ano,
10 « Ra zeuio da Rouantèlèz,
« Ra vo greet da volontez war an douar evel en neñv.
11 « Ro deom hirio or bara pemdezieg.
12 « Pardon deom or pehejou,
evel ma pardonom d’ar re o-deus manket ouzom.
13 « Mir ouzom da goueza e tentadur,
« Med on diwall diouz an droug.
14 « Rag ma pardonit d’an dud o mankou, ho Tad euz an neñv a bardono deoh ive. 15 Med, ma ne bardonit ket d’an dud, ho Tad kennebeud ne bardono ket deoh ho pehejou ».
16 « Ha pa rit yun, na vezit ket evel ar bilpouzed a ziskouez o ’fennou distruj, evid ma vo sklêr d’an dud e reont yun. E gwirionez m’hel lavar deoh, bez’ o-deus bet dija o ’fae.
17 « C’hwi, pa rit yun, taolit louzou c’hwez-vad war ho penn ha gwalhit ho pizach. 18 Evel-se ne vo ket anavezet gand dén e-béd emaoh o yun, nemed gand ho Tad a zo e pep leh kuz, hag ho Tad hag a wél pep tra guzet henn talvezo deoh ».
19 « Na zastumit ket deoh teñzoriou war an douar, el leh ma teu ar preñved hag an tartouzed a-benn euz pep tra, el leh ma teu al laeron da doulla ar mogeriou ha da skrapa ganto.
20 « Med dastumit teñzoriou en neñv, el leh ne ra droug na tartouzed na preñved, el leh ne zeu ket al laeron da doulla ha da skrapa ganto. 21 Rag el leh m’ema ho teñzor ema ive ho kalon.
22 « Lamp ar horv eo al lagad. Mar d-eo sklêr da lagad, da gorv a-béz a vo er sklêrijenn » !
23 Med mar d-eo klañv da lagad, da gorv a-béz a vo en deñvalijenn. Neuze’ta mar d-eo teñvalijenn ar sklêrijenn a zo ennout, pebez teñvalijenn !
24 Ne hell dén servicha daou vestr ; pe e-no kasoni ouz unan ha karantez ouz egile, pe e karo unan hag e tisprijo egile. N’hellit ket servicha Doue hag an arhant.
25 « Setu perag e lavaran deoh : « Na vezit ket enkrezet gand ho puez, o klask gouzoud petra ho-po da zebri ha penaoz e vezoh gwisket ; daoust ha ne dalv ket ar vuez muioh eged ar boued, hag ar horv hirroh eged an dillad ?
26 « Sellit ouz al laboused a nij a-zioh ho penn. N’ouzont nag hada na medi, na dastum er grignoliou, koulskoude e vezont maget gand ho Tad euz an neñv. Daoust ha ne dalvezit ket muioh egeto ?
27 « Pehini ahanoh a hell dre e nerz e-unan, astenn e vuez euz eun ilinad hepkén ?
28 « Ha perag beza nehet diwar-benn ho tillad ? Sellit penaoz e kresk lili ar mêziou, n’ouzont na labourad na neza.
29 Ha me ’lavar deoh, ar Roue Salomon e-unan, e-kreiz e hloar, n’oa ket gwisket ken kaer hag hini pe hini anezo.
30 « Ma teu eta Doue da wiska ken kaer yeot ar mêziou, a zo beo hirio hag a vo taolet en tan warhoaz, pegement muioh ne ray ket evidoh, tud laosk en ho feiz.
31 « Bezit eta dineh ha na lavarit ket : petra on-devezo da zebri, petra on-devezo da eva ? Gand petra e vezim gwisket ? 32 « An oll draou-ze ema ar bayaned war glask anezo, heb ehan. Goûd a oar mad ho Tad euz an neñv ho-peus ezomm euz an oll draou-se.
33 « Klaskit da genta Rouantèlèz an neñv hag e zantèlèz, hag an oll draou-ze a vo roet deoh war ar marhad.
34 « Na vezit ket nehet gand an deiz a warhoaz. An deiz da zond a gemero preder gantañ e-unan. Da bep devez eo a-walh e lod a boan ».