1 Er penn kenta edo ar Gomz, hag ar Gomz a oa gand Doue, hag ar Gomz a oa Doue. 2 Bez’ e oa gand Doue er penn kenta. 3 Drezi eo deut pep tra hag hepti n’eus bet netra euz ar pez a oa greet. 4 Enni e oa ar vuhez hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud. 5 Para a ra ar sklêrijenn en deñvalijenn ha n’eo ket bet kemeret gand an deñvalijenn.
6 Bez’ e oe eun den, Yann e ano, kaset gand Doue. 7 Dond a ra da roi testeni, eun testeni d’ar sklêrijenn, evid lakaad pep hini da gredi drezañ. 8 Ne oa ket eñ ar sklêrijenn med eun testeni euz ar sklêrijenn.
9 Ar Gomz eo a oa ar wir sklêrijenn, o houlaoui pep den, en eur zond er bed. 10 Er bed edo-hi ha drezi eo deut ar bed da veza, med n’eo ket bet anavezet gand ar bed. 11 Deut eo-hi en he zi ha n’eo ket bet degemeret gand he zud.
12 Med d’an oll re m’eo bet hi degemeret ganto, he-deus roet ar galloud da zond da veza bugale Doue, hag ar re o-deus fiziañs en heh ano 13 n’int ket bet ganet nag euz ar gwad, nag euz youl ar horv, nag euz youl eur gwaz, med euz Doue. 14 Hag ar Gomz a zo deut da veza den ha savet he-deus he zeltenn en on touez. Gwelet on-eus he gloar, gloar Mab unganet an Tad, leun a hras hag a wirionez.
15 Yann a ro testeni dezañ, ha huchal a ra, en eur lavared : « Diwar e benn eo em-eus komzet : dond a ra war ma lerh an hini hag a ya dirazon, rag em raog edo. » 16 Ya, resevet on-neus, ni oll, euz e leunder, ha gras war-lerh gras. 17 Rag roet eo bet al lezenn gand Moizez med deut eo ar hras hag ar wirionez dre Jezuz-Krist. 18 Doue, den ebed n’e-neus biskoaz e welet, med ar Mab unganet, Doue, hag a zo e kalon an Tad, hennez e-neus e ziskouezet.
19 Ha setu amañ an testeni roet gand Yann pa ’z eus bet kaset beleien ha levited gand Juzevien Jeruzalem da houlenn outañ : « Ha piou out-te ? » 20 Anzav a ra heb naha, hag o tisklêria : « Me n’on ket ar Hrist ». 21 Hag int da houlenn : « Piou eta ? Ha te a zo Eliaz ? » – « N’on ket » – « Bez’ out ar Profet ? » Respont a ra : « Nann ! » 22 Lavared a reont dezañ : « Med piou out-te ? Evid ma roim, emezo, eur respont d’ar re o-deus or haset. Petra a lavarez diwar da benn ? » – 23 « Me ? emezañ, eur vouez o huchal en dezerz : “Eeunnit heñchou an Aotrou”, evel ma lavar ar profet Izai. »
24 Lod euz an dud kaset davetañ a oa farizianed. 25 Hag ober a reont eur goulenn outañ, en eur lavared : « Perag eta e vadezez ma n’out nag ar Hrist, nag Eliaz, nag ar Profet ? » 26 Ha Yann da respont dezo : « Me, emezañ, a vadez en dour. En ho touez ema an hini n’anavezit ket. 27 Dond a ra war ma lerh, eñ ha n’on ket din da ziskoulma lasou e votou ». 28 Kement-se a hoarvez e Betani, d’an tu all d’ar Stèr-Jourdan, e-leh ma oa Yann o vadezi.
29 D’an devez war-lerh, o weled Jezuz o tond davetañ, e lavar Yann : « Setu oan Doue, an hini a zilam pehed ar bed. 30 Setu an hini am-eus lavaret diwar e benn : “Dond a ra war ma lerh an hini hag a yee dirazon, rag em raog edo”. 31 Ha me, n’e anavezen ket. Med deut on-me da vadezi en dour, evid ma vefe-eñ disklêriet da Izrael. »
32 Hag eun testeni a ro Yann en eur lavared : « Gwelet em-eus ar Spered o tiskenn euz an neñv, e-giz eur goulm. Ha chomet eo warnañ. 33 Ha me, n’e anavezen ket, med an hini m’on bet kaset gantañ da vadezi, hennez e-neus lavaret din : “An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennez eo hag a vadez er Spered Santel”. 34 Ha gwelet em-eus-me ha test on ez eo-eñ Mab Doue. »
35 D’an devez war-lerh, ema Yann eno adarre gand daou euz e ziskibien. 36 Hag o weled Jezuz o vond e-biou, e lavar : « Setu oan Doue. » 37 Klevet eo e gomzou gand an daou diskib ha mond a reont war-lerh Jezuz. 38 O tistroi hag o selled outo p’emaint o tond, e lavar Jezuz dezo : « Piou emaoh o klask ? » Respont a reont dezañ : « Rabbi ! ar pez a vez troet : “Mestr”, peleh emaout o chom ? » 39 Lavared a ra dezo : « Deuit da weled ». Dond a reont eta ha gweled peleh ema-eñ o chom. Ha chomet int gantañ en deiz-se. Bez’ edo war-dro an degved eur.
40 Andreo, breur da Zimon-Pèr, a oa unan euz an daou o-deus klevet komzou Yann hag a zo eet da heul Jezuz. 41 Da genta e kav hennez e vreur Simon hag e lavar dezañ : « Kavet on-eus ar Mesi », da lavared eo ar Hrist. 42 E gas a ra beteg Jezuz. O para e zellou warnañ, e lavar Jezuz dezañ : « Te a zo Simon, mab da Yann. Anvet e vi-te Kêphas », ar pez a vez troet : “Mên”.
43 Antronoz, e fell da Jezuz mond kuit war-zu Bro-Halile. Kavoud a ra Filip ha lavared dezañ : « Deus d’am heul. » 44 Bez’ e oa Filip euz Betsaid, kêr Andreo ha Pèr.
45 Filip a gav Natanael hag a lavar dezañ : « An hini bet skrivet diwar e benn gand Moizez ha gand ar brofeted ive, hennez on-eus kavet : Jezuz, mab da Jozef, euz Nazared. » 46 Ha Natanael da respont dezañ : « Euz Nazared ? Daoust hag e hell dond eun dra vad bennag euz Nazared ? » Lavared a ra Filip dezañ : « Deus da weled ! » 47 O weled Natanael o tond davetañ, e lavar Jezuz dezañ : « Setu amañ eur gwir Izraelad, ha n’eus gwidre ebed ennañ ». 48 Natanael a lavar dezañ : « Euz peleh am anavezez ? » Jezuz a respont dezañ : « A-raog, emezañ, m’out bet galvet gand Filip, p’edos dindan ar wezenn-fiez, em-eus da welet ». 49 Ha Natanael da lavared dezañ : « Rabbi, te eo Mab Doue, te eo roue Izrael ». 50 Respont a ra Jezuz dezañ : « Peogwir, emezañ, em-eus lavaret dit : “Da welet em-eus dindan ar wezenn-fiez”, e kredez ? Gweled a ri traou brasoh c’hoaz. » 51 Ha lavared a ra dezañ : « Amen, amen, e lavaran deoh : gweled a reot an neñv digor hag êlez Doue o pignad hag o tiskenn war vab an den. »