1 Penn-digor kelou mad Jezuz, Mesi, Mab Doue.
2 Evel m’eo skrivet en Izai, ar profet : « Setu ma kasan ma hannad dirag da zremm ; kompeza a raio da hent. 3 Mouez an hini o huchal er goueleh : “Prientit hent an Aotrou, lakit eeun e wenojennou !” »
4 Setu Yann : badeza a ra er goueleh, hag embann eur vadiziant a zistro evid pardon ar pehejou. 5 Dond a ra er-mêz davetañ Bro-Jude a-bez hag oll dud Jeruzalem, ha badezet e oant gantañ er Stèr-Jourdan, en eur anzav o fehejou. 6 Gwisket eo Yann gand reun kañval, hag eur gouriz-lèr gantañ en-dro d’e groaz-lez. Debri a ra lammerezed ha mel-gouez.
7 Embann ha lavared a ra : « Bez’ ema o tond war ma lerh unan all, kreñvoh egedon : n’on ket din da stoui dirazañ evid dilasa e zandalennou dezañ. 8 Ho padezet em-eus-me en dour, eñ avad ho padezo er Spered-Santel. »
9 Ha setu ma teu Jezuz, en deveziou-ze, euz Nazared e Bro-Halile, ha badezet eo gand Yann er Jourdan. 10 Dioustu pa bign er-mêz euz an dour, e wel-eñ an neñvou o faouta, hag ar Spered, e-giz eur goulm, o tiskenn warnañ. 11 Hag eur vouez a zeu euz an neñv : « Te eo ma Mab, an hini muia-karet, ennout en em blijan. »
12 Ha dioustu eo taolet gand ar Spered en diavêz, er goueleh. 13 E-pad daou-ugent devez ema er goueleh, tentet gand Satan. Gand al loened gouez edo, hag an êlez e zerviche.
14 Goude m’eo bet Yann roet, e teu Jezuz da Vro-Halile, oh embann kelou mad Doue. 15 Lavared a ra : « Klozet eo an amzeriou, ha tost eo deut rouantelez Doue. Cheñchit ho puhez ha kredit er helou mad. »
16 O tremen e-kichenn mor Galile, e wel Simon hag Andrea, breur da Zimon, o taoler ar roued er mor, rag pesketêrien int. 17 Hag e lavar Jezuz dezo : « Deuit war ma lerh ! Ho lakaad a rin da veza peskêterien-tud. »18 Dioustu e lezont o rouejou evid mond d’e heul.
19 Pellaad a ra eun tammig ha gweled Jakez, mab da Zebede, ha Yann e vreur ; int ive a zres o rouejou en o bag. 20 O helver a ra dioustu. Lezel a reont o zad Zebede er vag gand e vevelien. Ha kuit d’e heul.
21 Antreal a reont e Kafarnaom. Kerkent, d’ar zabad, ez a e-barz ar zinagogenn, ha kelenn a ra. 22 Skoet e oant gand e gelennadurez, rag kelenn a ree evel eun den galloud gantañ, ha tamm ebed e-giz ar skriverien.
23 Ha setu, en o zinagogenn, eur den gand eur spered dihlan. Youhal a ra, en eur lavared : 24 « Petra ahanom dit, Jezuz ar Nazarenad ? » Ha deut out d’or has da goll ? Me ’oar piou out-te : sant Doue. » 25 E hourdrouz a ra Jezuz, en eur lavared : « Bez minwallet ! Deus er-mêz ! » 26 Ar spered dihlan a lak an den e glizi, a youh a vouez kreñv, hag a zeu er-mêz anezañ.
27 Ha spontet int oll, ken e tabutont etrezo, en eur lavared : « Petra eo an dra-mañ ? Eur gelennadurez nevez, gand galloud ! Ha gourhemenn a ra d’ar sperejou dihlan ! Hag e sentont outañ ! » 28 Dioustu e red e vrud e peb leh, dre Vro-Halile a-bez.
29 Kerkent e teuont e-mêz ar zigagogenn hag e tegouezont e ti Simon hag Andreo, gand Jakez ha Yann. 30 Bez’ ema mamm-gaer Zimon war he gourvez, gand an derzienn, ha dioustu e komzont dezañ diwar he fenn. 31 Tostaad a ra hag he lakaad da zevel, en eur grogi en he dorn : an derzienn a ya kuit dioustu diouti, hag o zervicha a ree-hi.
32 Pa ’z eo deut an abardaez hag eet an heol da guzad, e tougont dirazañ an oll re o houzañv hag an dud dindan galloud an diaoul. 33 Bodet eo ar gêr a-bez dirag an nor. 34 Parea a ra eun niver braz a dud klañv, euz a bep seurt kleñvejou, ha taoler er-mêz kalz diaouled ; med ne lez ket ar re-mañ da gomz, rag gouzoud a reont piou eo-eñ.
35 Diouz ar mintin, e-kreiz an deñvalijenn, e sav hag ez a er-mêz d’eul leh digenvez. Hag eno e pede. 36 War e lerh ez a Simon hag ar re all a zo gantañ. 37 E gavoud a reont ha lavared dezañ : « An oll dud a zo ouz da glask. » 38 Eñ a lavar dezo : « Deom d’eul leh all, d’ar bourhou tro-war-dro, evid ma prezegin eno ive. Rag evid se on deut er-mêz. » 39 Mond a ra da brezeg en o zinagogennou, dre Vro-Halile a-bez, ha da gas an diaouled kuit.
40 Dond a ra eun den lor davetañ, ouz e aspedi, ha kouezet war e zaoulin, o lavared dezañ : « Ma feil dit, e hellez ma glannaad. » 41 Trefuet en e ziabarz, eh astenn e zorn, e touch outañ, hag e lavar dezañ : « Felloud a ra din : bez glanneet. »
42 Kerkent ez a kuit al lorgnez dioutañ : glanneet e oa . 43 Dioustu e hourdrouz an den, e lak er-mêz, 44 hag e lavar dezañ : « Sell ! Na lavar ger ebed da zen, med kerz d’en em ziskouez d’ar beleg, ha degas evid da hlanidigez ar pez e-neus Moizez gourhemennet, e testeni evito. »
45 Med, eet er-mêz, en em lak hemañ da embann kalz a draou, ha da ziskulia ar gomz. Ken na helle mui Jezuz antreal en eur gêr hag en em ziskouez enni. Med chom a ra en diavêz, el lehiou digenvez. Hag a bep tu e teuont davetañ.