Eet eo or breur Job an Irien d’an Anaon dec’h, d’ar zul 2 a viz c’hwevrer 2025, e ti-retred Keraodren. Seiz bloaz ha pevar ugent ’oa.
Lidet e vo e obidou e Landerne, en iliz Sant Houardon, d’ar merher 5 a viz c’hwevrer 2025, da 2e30 goude lein. Lakeet e vo en douar e bered Trelevenez, tost d’ar Minihi.
Ganet oa Job d’ar 15 a viz Here 1937 e Bodiliz, ha beleget d’an 29 a viz Even 1962.
Ouzpenn da ze e voe Job aluzenner ar Bleun-Brug, aluzenner ar skolajou hag al lise Diwan. Skrivet e-neus kalz leoriou, troet testennou, savet e-neus kantikou hag aozet pelerinajou, greet furchadennou… ‘Doug e vuez e-neus Job servijet e Vestr karet, en eur zikour ar vrezonegerien (ha kalz tud all) da trei o fedenn hag o c’halonou warzu Doue en o yez.
Da zeiz gouel Jezuz kinniget en Templ eo marvet. Gand Simeon e-neus kanet : « Bremañ, ô Mestr, e hellez lezel da zervicher da dremen e peoc’h, hervez da bromesa », e sklêrijenn dremm an Aotrou Krist.
Gand sant Kaourintin, sant Pol, sant Gwenole, santez Anna, sant Erwan hag an oll zent, e fiziom Job en Aotrou Doue, an Tad trugarezuz, dre e Vab Jezuz, or Zalver trec’h war ar maro, ha beo da virviken.
Gand or pedenn evid e famill hag evid an oll re a zo bet tost dezañ.