Pevare sizunvez war ar bloaz

Euz ar 31 a viz Genver d’ar 6 a viz C’hwevrer 2021

Pevare sul war bloaz

Mk 1, 21-28 (B)

21 Digouezoud a reas Jezuz e Kafarnaom, e ziskibien d’e heul. Kerkent, da zeiz ar zabad, eet er zinagogenn, e stagas da gelenn.
22 Souezet braz e oa an dud o kleved anezañ, rag komz a ree evel eun dén galloud dezañ, ha n’eo ket evel ar Skribed.
23 Hogen, en o zinagogenn, e oa eun dén trubuillet gand eur spered hudur, hag e stagas da youhal :
24 — « Petra a glaskez ouzom, Jezuz a Nazared ? Deuet out da gas ahanom da goll ? Gouzoud a ran piou out : Sant Doue ».
25 Gourdrouz a reas Jezuz anezañ :
— « Peoh ! Kee er-mêz euz an dén-ze ».
26 Heja taer an dén a reas ar spered, hag ez eas er-mêz anezañ en eur youhal forz.
27 Ken spontet e oant oll, ma houlennent an eil ouz egile :
— « Petra eo kement-mañ ? Setu eur gelennadurez nevez embannet gand galloud.
Gourhemenn a ra d’an droug-sperejou o-unan, hag e sentont outañ ».
28 Kerkent, e Bro-Halilea, euz eur penn d’egile anezi, e redas ar vrud anezañ.

Lun : 1 a viz C’hwevrer, Santez Berhed, abadez Kildare
Memor e Eskoptiou Kemper ha Sant-Brieg

Lk 10, 38-42

38 E-pad ma oa Jezuz hag e ziskibien oh ober hent, e tigouezas dezañ mond en eur gêriadenn, hag e oe digemeret gand eur vaouez, Marta heh ano, en he zi.
39 Bez’ he-doa houmañ eur hoar, Mari heh ano : azezet e oa e-harz treid Jezuz, evid selaou e gomzou, 40 e-keid ha ma oa Marta oh ober war-dro an ti, prés warni e-leiz. Chom a reas a-zav, hag e lavaras :
— « Aotrou, ha n’out ket nehet o weled va hoar o lezel ahanon va-unan da ober ar zervich ? Lavar dezi ’ta, dond da zikour ahanon ».
41 Med, respont a reas an Aotrou dezi :
— « Marta ! Marta ! nehet out ha tregaset gand eur bern traou. Unan hepkén a zo ezomm anezañ. 42 Dibabet he-deus Mari al lodenn wella, ha ne vo ket lamet diganti ».

Meurz 2 a viz C’hwevrer, Gouel Jezuz kaset d’an Templ
(Gouel ar Chandelour)

Lk 2, 22-40

22 Pa oe deuet ar mare merket gand Lezenn Voïzez, evid beza glanneet, e oe kaset Jezuz gand e dud da Jeruzalem, evid beza kinniget d’an Aotrou, 23 hervez m’eo skrivet el Lezenn : « Pep paotr kenta-ganet zo da veza gouestlet d’an Aotrou ».
24 Deuet e oant ive evid kinnig eur zakrifis, hervez m’eo skrivet e Lezenn an Aotrou : eur houblad turzunelled pe diou goulmig.
25 Bez’ e oa, neuze, e Jeruzalem, eun dén anvet Simeon, dén just hag a zoujañs Doue. Gortoz a ree ar frealzidigez da zond evid pobl Izrael, hag e oa ar Spered-Santel warnañ.
26 Roet e oa bet dezañ da anaoud gand ar Spered-Santel, ne welje ket ar maro a-raog beza gwelet Mesïaz an Aotrou.
27 Poulzet gand ar Spered-Santel, e teuas d’an Templ, pa vedo tad ha mamm ar Mabig Jezuz o tigas anezañ evid ober en e-geñver kement a oa hervez al Lezenn. 28 Kemer a reas Simeon ar hrouadur etre e zivreh, hag e veulas Doue en eur lavared :
29 « Bremañ, ô Mestr, e hellez lezel da servicher
« da vond e peoh, hervez da lavar,
30 « rag gwelet o-deus va daoulagad da zilvidigez,
31 « an hini bet kempennet ganit a-viskoaz,
war wél an oll vroiou :
32 « ar sklêrijenn a yelo war ar poblou payan
« hag a vo gloar Izrael da bobl ».
33 Souezet e oa e dad hag e vamm, gand kement a glevent diwar e benn. 34 Rei a reas Simeon e vennoz dezo, hag e lavaras da Vari, e vamm :
— « Setu m’ema ar hrouadur-mañ o kas da goll, hag o kas da veza salvet kalz a dud en Izrael ; bez’ e vo eur zîn, hag a lakaio enebiez da zevel war e goust, 35 ken na vo da galon dit-te treuzet gand eur hleze. Evel-se, e vo diskuliet ar zoñjou kuzet e kalon eur halz a dud ».
36 Eno e oa ive eur brofetez : Anna, merh da Fanuel, euz rummad Azer. Oajet braz e oa. Goude beza bevet seiz vloaz gand he fried war lerh an dimezi, 37 e oe intañvezet hag e oa d’ar mare-ze pevar bloaz ha pevar-ugent.
Ne guitee ket an Templ, o servicha Doue noz-deiz, er yun hag er bedenn.
38 Digouezet d’an eur-ze end-eün, en em lakeas d’he zro da veuli Doue. Ha komz a ree euz ar bugel d’an oll dud a oa o hortoz silvidigez Jeruzalem.
39 Eur wech echu ganto kement a oa da ober hervez Lezenn an Aotrou, ez ejont en-dro da Vro-Halilea, da Nazared o hêr. 40 Hag e kreske ar bugel, nerz o tond dezañ ; leun e oa a furnez, ha gras Doue a oa warnañ.

Merher

Mk 6, 1-6

1 Dond a reas Jezuz d’e vamm-vro, Nazared, e ziskibien ouz e heul.
2 Da geñver deiz ar zabat, ez eas da gelenn er zinagogenn. O kleved anezañ, e chome bamet kalz a dud, hag e lavarent :
— « Euz peleh e teu dezañ kement-se ? Pebez furnez a zo bet roet dezañ ! Ha nag a vurzudou a hoarvez dre e zaouarn !
3 Daoust ha n’eo ket hemañ ar halvez, mab Mari, breur da Jakez, da Jozef, da Jud ha da Zimon ? Daoust ha n’ema ket ive e hoarezed, amañ, en on-touez ? » Hag e oent feuket diwar e benn.
4 Ha Jezuz o lavared dezo :
— « Ne vez disprizet eur profet nemed en e vro, en e gerentiez hag en e famill ».
5 Ha ne oa ket evid ober eno burzud e-béd. Koulskoude, e roas ar pare d’eun nebeud tud klañv, en eur astenn e zaouarn warno. 6 Souezet e chome gand o diouer a feiz.
Neuze, e tremene Jezuz dre ar hêriadennou tro-war-dro, en eur rei e gelennadurez.

Yaou

Mk 6, 7-13

7 Gelver a reas Jezuz an Daouzeg, hag e stagas da gas anezo daou-ha-daou, en eur rei dezo galloud war an droug-sperejou.
8 Gourhemenn a reas dezo kas netra all ganto nemed eur vaz : na tamm bara, na bisah, na moneiz en o gouriz.
9 — « Lakit en ho treid eur re zandalennou, ha na gemerit ket diou dunikenn ».
10 Lavared a ree dezo c’hoaz :
— « E kement leh ma ’z eot en eun ti, chomit eno beteg ma ’z eot kuit ahano. 11 Ma ne vezit ket digemeret na selaouet e leh pe leh, it kuit en eur heja ar boultrenn diouz ho treid, ma vo kement-se eun testeni a-eneb dezo.
12 Mond a rejont en hent, hag e prezegent d’an dud e oa réd dezo trei ouz Doue. 13 Kas a reent kuit diaoulou e-leiz, ha war galz a dud klañv, e skuillent beradou eoul santel, ma vezent pareet gantañ.

Gwener

Mk 6, 14-29

14 Kleved a reas ar roue Herodez ano euz Jezuz, rag brudet e oa deuet e ano da veza.
Lavaret e veze : « Yann ar Badezour eo, adsavet a-douez ar re varo, hag e labour ennañ ar galloud da ober burzudou ».
15 Lavaret e veze gand reou all : « Elïaz eo ». Lod all : « Eur profet eo, heñvel ouz unan euz or profeted ».
16 O kleved kement-se, e lavare Herodez : « Yann, an hini am-eus lakeet dibenna, hennez eo a zo adsavet da veo ».
17 Evid gwir, e-noa lakeet Herodez paka Yann ha chadenna anezañ er prizon, abalamour da Herodiadez : deuet e oa houmañ da veza gwrég da Herodez daoust ha ma oa pried d’e vreur Filip. 18 Lavared a ree Yann da Herodez : « N’az-peus ket ar gwir da zelher ganit gwrég da vreur ».
19 Kasoni he-doa eta Herodiadez outañ, hag he-doa c’hoant da gas anezañ d’ar maro, med ne helle ket, 20 rag aon e-noa Herodez ouz Yann, o houzoud e oa eun dén just ha santel ; difenn a ree anezañ. P’e-neze klevet anezañ, e veze nehet braz, ha koulskoude e plije dezañ selaou anezañ.
21 Med digouezoud a reas eun dro vad, pa roas Herodez, da geñver e zeiz-ha-bloaz, eur bañvez d’e dud e karg, d’e ofïserien ha d’an dud a reñk uhel euz Bro-Halilea.
22 Dond a reas merh Herodiadez da zañsal, hag e plijas da Herodez ha d’e gouvidi. Neuze, e lavaras ar roue d’ar plah yaouank :
— « Goulenn diganin ar péz a gerez, hag e roin dit ».
23 Hag e touas dezi :
— « Kement a houlenni diganin, a roin dit, ha pa vefe an hanter euz va rouantèlèz ».
24 Mond a reas ar plah er-mêz, hag e lavaras d’he mamm :
— « Petra a houlennin ? »
Respont a reas hi :
— « Penn Yann, ar Badezour ».
25 Gand mall, e tistroas ar plah yaouank da gaoud ar roue, hag e lavaras dezañ :
— « Felloud a ra din, e rofez din dioustu, war eur plad, penn Yann-Vadezour ».
26 Rannet braz e oe kalon Herodez, med abalamour d’e le ha d’e gouvidi, ne fellas ket dezañ nah he goulenn outi.
27 Dioustu, e kasas ar roue eur gward, gand an urz da zigas penn Yann. Mond a reas ar gward da zibenna Yann en e brizon. 28 Digas a reas ar penn war eur plad, rei anezañ d’ar plah yaouank, hag ar plah yaouank a roas anezañ d’he mamm.
29 Pa glevas diskibien Yann ar helou-ze, e teujont da gemer e gorv, hag e lakejont anezañ en eur béz.

Sadorn

Mk 6, 30-34

30 Bodet en-dro da Jezuz, e tisplegas an ebestel dezañ kement o-doa greet ha kelennet. 31 Hag e lavaras Jezuz dezo :
— « Deuit en eul leh distro diouz an dud, evid diskuiza eun tammig ».
Ken stank e oa an dud o vond hag o tond en-dro dezo, ma n’o-doa ket zokén amzer da zebri. 32 Gand ar vag ez ejont kuit, da gaoud eul leh distro, evid beza en o fart o-unan.
33 Med gwelet int bet o vond kuit, ha komprenet eo bet gand kalz a dud da beleh e oant o vond. War o zroad, e tiredjont di, euz an oll gêriou, hag e oent digouezet en o-raog.
34 En eur ziskenn euz ar vag, e welas Jezuz tud e-leiz, hag e-noe truez outo, abalamour ma oant evel deñved, ha pastor e-béd da ober war o zro. Staga a reas neuze da gelenn anezo war galz a draou.