Epifani ha sizunvez da heul

Sul : Epifani
pe Diskouezadeg-Veur or Zalver

Mz 2, 1-12 (ABC)

1 Goude ma oe ganet Jezuz e Betleem e bro-Judea, en amzer ar roue Herodez, e teuas majed euz bro ar Zao-Heol da Jeruzalem.

2 Lavared a reent :

— « E peleh ema ar roue a zo ganet d’ar Juzevien ? Rag gwelet on-eus e steredenn e bro ar Zao-Heol, hag ez om deuet da stoui dirazañ ».

3 O kleved kement-se, e oe strafuillet ar roue Herodez, ha gantañ kêr Jeruzalem a-béz.

4 Bodet gantañ an oll veleien-vraz ha skribed ar bobl, e houlennas outo e peleh e oa ar Hrist da zond war an douar.

Respont a rejont dezañ :

5 — « E Betleem Juda, rag evel-henn eo skrivet gand ar profet : 6 « Ha te, Betleem, douar Juda, n’out ket an disterra e-touez kêriou penna Juda, rag ahanout e teuio an hini a vo pastor va fobl Izrael ».

7 Neuze, e halvas Herodez ar vajed dre guz, evid kleved diganto, pe-da-vare e oa en em ziskouezet ar steredenn. 8 Kas a reas anezo da Vetleem, en eur lavared dezo :

— « It, ha grit enklask piz diwar-benn ar bugel, ha pa vo bet kavet ganeoh, digasit kelou din, evid ma’z in, me ive, da stoui dirazañ ».

9 Goude beza selaouet ar roue, ez eas ar vajed en hent. Setu ma’z ee en o-raog ar steredenn o-doa gwelet er Zao-Heol. Chom a reas a-zav, a-uz d’al leh ma oa ar bugel ennañ.

10 O weled ar steredenn, e oent karget euz ar vrasa levenez. 11 Eet tre en ti, e weljont ar bugel gand Mari e vamm. Stoui a rejont dirazañ beteg an douar, ha digoret ganto o houfrouigou, e kinnigjont dezañ aour, ezañs ha mir.

12 Goude-ze, alïet dre o housk da jom hép distrei da gaoud Herodez, ez ejont gand eun hent all evid mond en-dro d’o bro.

Lun goude Epifani

Mz 4, 12-17.23-25

12 Pa glevas Jezuz e oa bet laket Yann-Vadezour er prizon, e tistroas da Vro-Halilea.

13 Kuitaad a reas Nazared evid dond da jom da Gafarnaom, war vord ar mor, tost da harzou Zabulon ha Neftali.

14 Evel-se e teue da wir komzou ar profet Izaïaz :

15 « Douar Zabulon ha douar Neftali,
« Hent ar mor, en tu all d’ar Jordan,
« Galilea ar bayaned !
16 Gand ar bobl hag a oa en deñvalijenn
« ez eus bet gwelet eur sklêrijenn lugernuz ;
« war ar re a oa e bro deñval ar maro,
« ez eus paret eur sklêrijenn 
».

17 Adaleg neuze, e stagas Jezuz da brezeg evel-henn :

— « Cheñchit buhez, rag tost eo Rouantèlèz Doue ».

23 Mond a reas dre Vro-Halilea a-béz, en eur brezeg er zinagogennou, oh embann Kelou Mad ar Rouantèlèz, hag o rei ar pare d’ar re a oa taget gand ar hleñved pe ar zempladurez.

24 Redeg ar reas ar vrud anezañ dre Vro-Siri a-béz, hag e oe digaset dezañ an oll dud gwasket gand a bep seurt kleñvejou pe boaniou, hag ive ar re a oa dalhet gand an droug-spered, ar re loarïeg, hag ar re a oa seizet. Hag e pareas anezo.

25 Mond a ree tud e-leiz d’e heul, deuet euz Bro-Halilea hag euz an Degkêr, euz Jeruzalem, euz Bro-Judea hag euz ar vro en tu all d’ar Jordan.

Meurz goude Epifani

Mk 6, 34-44

34 En eur ziskenn euz ar vag, e welas Jezuz tud e-leiz, hag e-noe truez outo, ablamour ma oant evel deñved, ha pastor e-béd da ober war o zro. Staga a reas neuze da gelenn anezo war galz a draou. 35 Hag o veza ma oa diwezad dija, e tosteas e ziskibien outañ o lavared :

— « Distro eo al leh-mañ, ha diwezad eo dija. 36 Kas anezo kuit, ma’z aint en atanchou hag er hêriadennou tro-war-dro, da brena peadra da zrebi ».

37 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Roit dezo da zebri, c’hwi hoh-unan ».

Lavared a rejont :

— « Ha rañkoud a reom mond da zispign daou-hant péz arhant evid prena bara da rei dezo da zebri ? »

38 Lavared a reas dezo :

— « Péd baraenn zo ganeoh ? It da weled ! ».

Greet ar gount ganto, e lavarjont :

— « Pemp baraenn ha daou bésk ».

39 Gourhemenn a reas dezo lakaad an dud da azeza a gouchadou war ar yeot glaz. 40 Azeza a rejont a reñkadou a gant hag a hanter-kant.

41 Neuze, e kemeras Jezuz ar pemp baraenn hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, e lavaras trugarez, e torras ar baraennou, hag e roas anezo d’an diskibien, evid rei anezo d’an dud. Lodenna a reas ive an daou besk etre an dud.

42 Drebi a reas an oll, hag o gwalh o-doa bet. 43 Dastumet e oe an tammou chomet en dilerh : daouzeg panerad anezo, ha pesked ive. 44 An dud o-doa drebet ar baraennou e oa pemp mil anezo.

Merher goude Epifani

Mk 6, 45-52

Goude beza roet da zrebi d'an dud, 45 e reas Jezuz d’e ziskibien sevel er vag, dezo da dremen en e-raog d’an tu all war-zu Betsaïda, keit ha ma kasfe-eñ an dud kuit.

46 Kaset an dud kuit gantañ, ez eas war ar menez evid pedi. 47 Deuet ar zerr-noz, edo ar vag e-kreiz ar mor, hag Eñ, e-unan penn war an douar.

48 O weled e oa beh braz warno o roeñvi a-eneb an avel, dre ma oa an avel a-benn, e teuas etrezeg enno, war-dro fin an noz, en eur vale war ar mor, hag edo o vond da dremen e-biou dezo.

49 O weled anezañ o vale war ar mor, e kavas dezo e oa eur spéz, hag int da youhal. 50 Rag gweled a reent anezañ oll, hag e oent spontet. Med kerkent, e komzas outo, hag e lavaras dezo :

— « Ho-pet fiziañs, me an hini eo ! N’ho-pet ket aon ! »

51 Sevel a reas evid mond d’o haoud er vag, hag e torras an avel. Ha strafuillet e oant beteg ar penn pella, 52 rag n’o-doa ket intentet burzud ar baraennou, kaledet ma oa o halon.

Yaou goude Epifani

Lk 4, 14-22a

14 Distrei a reas Jezuz da Vro-Halilea, nerz ar Spered-Santel ennañ e-leiz, hag e redas ar vrud anezañ, dre ar vro a-bez.

15 Kelenn a ree en o zinagogennou, ha meulet e veze gand an oll.

16 Dond a reas da Nazared, el leh ma oa bet savet, hag ez eas d’ar zinagogenn, evel ma oa boaz da ober da zeiz ar zabat. Sevel a reas en e-zav evid ober al lennadenn.

17 Roet e oe dezañ leor ar Profet Izaïaz. Digoret al leor gantañ, e kavas ar pennad m’eo skrivet ennañ :

18 « Ema Spered an Aotrou warnon,
abalamour m’e-neus sakret ahanon.
19 Kaset on bet gantañ evid prezeg ar Helou Mad d’ar beorien,
evid embann d’ar brizonidi e vezint dijadennet,
ha d’an dud dall, e welint sklêr,
d’ar re zo gwasket, e vezint diboaniet,
19 hag evid embann eur bloavez a vadelez a-berz an Aotrou
Doue ».

20 Serri a reas al leor, rei anezañ d’ar zervicher, hag azeza. Bez’ e oa an oll dud er zinagogenn, o daoulagad paret warnañ ganto.

21 Neuze, e lavaras dezo :

— « Hirio eo deuet da wir evid ho tiskouarn ar homzou-ze euz ar Skritur ».

22 Renta testeni dezan a ree an oll, hag e oant barnet gand ar homzou leun a hras a zeue euz e henou.

Gwener goude Epifani

Lk 5, 12-16

12 Eun devez, ma oa Jezuz e-barz unan euz o hêriou, setu ma oa eno, eun den goloet a lorgnez. Pa welas Jezuz, e stouas d’an douar dirazañ, hag e reas outañ ar bedenn-mañ :

— « Aotrou, ma kerez, e hellez parea ahanon ».

13 Astenn a reas Jezuz e zorn, ha touch outañ en eur lavared :

— « Felloud a ra din, bez pareet ».

Ha raktal ez eas al lorgnez kuit dioutañ. 14 Hag e tifennas Jezuz outañ lavared ze da zén.

— « Kee kentoh d’en em ziskouez d’ar beleg, ha ro ar prov evid da bareañs, hervez gourhemenn Moïzez, da veza dezo eun testeni ».

15 Muioh-mui, e veze ano euz Jezuz, hag e tirede tud e-leiz da zelaou anezañ, ha da veza pareet euz o hleñvejou.

16 Evid Jezuz, en em denna a ree el lehiou distro, hag eno e pede.

Sadorn goude Epifani

Yn 3, 22-30

22 Mond a reas Jezuz gand e ziskibien da Vro-Judea. Chom a reas eno ganto eur pennad amzer, hag e vadeze.

23 Bez’ e oa Yann, diouz e du, o vadezi e Ainon, nepell diouz Salim, e-leh ma oa kalz a zour. Dond a ree an dud evid beza badezet. 24 Rag ne oa ket bet taolet Yann er prizon c’hoaz.

25 Hogen, sevel a reas tabut etre diskibien Yann hag eur Juzeo diwar-benn ar hlanidigez. 26 Mond a rejont da gaoud Yann, hag e lavarjont dezañ :

— « Rabbi, an hini a oa ganit en tu all d’ar Jordan, an hini az-peus rentet testeni dezañ, setu ema eñ ive o vadezi, hag ez a an oll d’e gaoud ».

27 Respont a reas Yann dezo :

— « Ne hell ket eun dén kaoud eun dra evitañ e-unan, ma ne vez ket bet roet dezañ gand Doue.

28 « Bez’ ez oh c’hwi hoh-unan test, em-eus lavaret kement-mañ :

« Me, n’on ket ar Hrist,
med bez’ ez on an hini
a zo bet kaset en e raog ».

29 « An hini a zo dezañ ar plah-nevez eo an dén-nevez !
Evid migon an dén-nevez avad, chom a ra aze ;
selaou a ra mouez an dén-nevez,
ha laouen braz eo ganti !
Setu aze va levenez-me,
hag ez eo bremañ leun-barr.

30 « Bez’ e rañk-Eñ kreski
ha me bihannaad ».