Accueil  -  Gouel ar Zakramant ha naved sizunvez war ar bloaz (B)

Gouel ar Zakramant ha naved sizunvez war ar bloaz (B)

Euz an 2 d’ar 8 a viz Mezeven 2024

Gouel ar Zakramant

Mk 14, 12-16.22-26 (B)

12 Da zeiz kenta gouel ar Bara-Dihoell, ma veze lazet an Oan-Pask, e houlennas an diskibien outañ :

— « Peleh ez-peus c’hoant ez afem da bourchas kement a zo réd evid ma vo debret ar Pask ganit ? »

13 Kas a reas neuze daou euz e ziskibien, hag e lavaras dezo :

— « It beteg kêr ; en em gaoud a reot gand eun dén o tougen war e benn eur podad dour : 14 it d’e heul, hag e-barz an ti ma ’z aio ennañ, lavarit d’ar perhenn : « Lavared a ra ar Mestr kement-mañ evidout : E peleh ema ar zal ma hellin debri enni ar Pask gand va diskibien ? »

15 « Diskouez a raio deoh eur zal, war an neh, frank ha kempennet. Lakit aze evidom kement a zo réd ».

16 Mond a reas an diskibien kuit, hag ez eont e kêr. Kavoud a rejont pep tra evel ma oa bet lavaret dezo ; neuze e oe pourchaset ganto ar Pask.

22 E-pad ar préd, e kemeras Jezuz bara, hag o veza lavaret ar vennoz, e torras anezañ ha rei anezañ d’e ziskibien, en eur lavared :

— « Kemerit, va Horv eo kement-mañ ».

23 Kemer a reas ive eur haliriad gwin. O veza lavaret ar vennoz, e roas anezañ dezo, hag oll eh evjont anezañ. 24 Hag e lavaras dezo :

— « Va Gwad eo kement-mañ, gwad an Emgleo, skuillet evid e-leiz a dud. 25 E gwirionez, e lavaran deoh, ne evin ket mui euz frouez ar winienn, beteg an deiz ma ’h evin anezañ, nevez, e Rouantèlèz Doue ».

26 Goude beza kanet ar Zalmou, ez ejont da Venez an Olived.

Lun

Mk 12, 1-12

1 Staga a reas Jezuz da gomz dre barabolennou d’ar Veleien-Vraz, d’ar Skribed ha d’ar Re Goz :

— « Planta eur winïeg a reas eun dén. Lakaad a reas eur harz en-dro dezi, kleuza enni eur presouar ha sevel eun tour. Goude-ze, e roas anezi diouz feurm da winierien hag ez eas da veaji.

2 « Deuet ar mare, e kasas eur zervicher da gaoud ar winierien evid kaoud diganto e lod euz frouez ar winïeg. 3 Med kregi a reas ar re-mañ ennañ, skei gantañ ha kas anezañ kuit gand netra.

4 « Eur zervicher all a gasas dezo c’hoaz. Hemañ ive o-deus skoet gantañ war e benn ha dismeganset anezañ.

5 « Unan all a gasas c’hoaz, hag e oe lazet hemañ ganto ; ha goude, kalz re all ; lod a oe skoet ganto ha lod all lazet.

6 Chom a ree gantañ unan c’hoaz : e vab muia-karet. Kas a reas anezañ war-zu enno, e-giz kannad diweza, en eur lavared ennañ e-unan : « Douja a raint da va mab ».

7 « Lavared a reas a-vad ar winierien-ze kenetrezo :

— « Ar pennhér eo hemañ : deom dehi ! lazom anezañ, hag e vo an heritaj deom-ni ».

8 « Tapoud krog a rejont ennañ, laza anezañ, hag e oe stlapet ganto er-mêz euz ar winieg.

9 « Petra a raio mestr ar winieg ? Dond a raio, kas a raio ar winierien d’ar maro, ha fizioud ar winieg e tud all.

10 « N’ho-peus ket lennet ar pennad-mañ euz ar Skritur ?

« Deuet eo ar mên taolet kuit gand ar re a zave ti, da veza ar mên-korn : 11kement-se eo labour an Aotrou, hag eun dra vurzuduz eo evidom-ni ! ».

12 Klask a ree Pennou-Braz ar Bobl tapoud krog ennañ, med aon o-devoa rag an dud. Intentet mad o-doa e oa evito eo e-noa lavaret ar barabolenn-ze. Neuze en eur laosker anezañ, ez ejont kuit.

Meurz

Mk 12, 13-17

13 Kas a reas ar Veleien-Vraz, ar Skribed hag ar Re Goz lod euz Farizianed ha lod euz tud a-du gand Herodez, da gaoud Jezuz, evid tapoud anezañ war gomz pe gomz. 14 Deuet e oant da lavared dezañ :

— « Mestr, gouzoud a reom ez out eun dén gwirion ; ne rez forz euz dén e-béd, rag ne zellez ket ouz reñk an dud, med kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez. Hag aotre a zo, pe n’eus ket, da baea taillou da Zezar, an impalaer ? Daoust ha paea a rañkom, pe get ? »

15 Med Eñ, anad dezañ o zrubardèrèz, a lavaras dezo :

— « Perag emaoh o klask paka ahanon ? Diskouezit din eur péz-arhant ma welin ! »

16Diskouez a rejont unan dezañ. Neuze e lavaras Jezuz dezo :

— « Euz piou eo ar skeudenn hag al lizerennou ? »

— « Euz Sezar, emezo ».

17 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Rentit eta, da Zezar kement a zo da Zezar, ha da Zoue kement a zo da Zoue ».

Hag e choment souezet braz diwar e benn.

Merher

Mk 12, 18-27

18 Dond a ra Saduseaned da gaoud Jezuz (lavared a ra ar re-ze n’eus ket a adsao da veo). Hag e rejont ar goulenn-mañ outañ :

19— « Mestr, skrivet e-neus Moizez evidom kement-mañ : ma c’hoarvez da vreur unan bennag mervel en eur laosker e wrég, med heb bugel e-béd avad, e rañko eur breur dezañ dimezi gand an intañvez evid sevel lignez d’e vreur. 20 Bez’ e oa seiz breur. Dimezi a reas ar henta hag e varvas dishèr. 21 Dimezi a reas an eil breur gand an intañvez hag e varvas hep lezel bugale kennebeud. An trede, kemend-all. 22 Ha ne laoskas, hini e-béd euz ar zeiz breur, bugel ebéd war e lerh. A-benn ar fin, war-lerh an oll, e varvas ive ar wrég. 23 Da vare an adsao, pa adsavint a varo da veo, da behini anezo e vo-hi gwrég, peogwir o-deus bet anezi da wrég o zeiz ».

24 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Daoust ha n’oh ket dihenchet dre ma ne anavezit ket ar Skrituriou na galloud Doue ? 25 Pa adsaver a varo da veo, ne gemerer na gwrég na gwaz, med heñvel e vezer ouz êlez en Neñvou.

26 « Ha diwar-benn adsao ar re varo da veo, ha n’ho-peus ket lennet e leor Moizez, e pennad ar « bod-spern entanet », penaoz e-neus lavaret Doue dezañ : « Bez’ ez on-me Doue Abraham, Doue Izaag, Doue Jakob ? » 27 N’eo ket Eñ Doue an dud varo, med Doue ar re veo. Dihenchet oh a-grenn ».

Yaou

Mk 12, 28b-34

28 Tostaad a reas eur skrib ouz Jezuz, hag e houlennas outañ :

— « Pehini eo ar henta euz an oll hourhemennou ? »

29 Respont a reas Jezuz :

— « An hini kenta eo : Selaou Izrael, an Aotrou on Doue, n’eus Aotrou e-béd nemetañ. 30 Kared a ri an Aotrou da Zoue, a-greiz da galon, gand da oll ene, da oll spered ha da oll nerz.

31 Hag an eil eo hemañ : Kared a ri da nesa eveldout-te da unan. N’eus ket brasoh gourhemenn eged ar re-ze ».

32 Neuze, e lavaras ar skrib dezañ :

— « Mad-tre, Mestr ! Gwir eo ar péz az-peus lavaret : N’ez eus nemed eun Doue, ha n’eus hini all e-béd nemetañ. 33 Kared anezañ a-greiz kalon gand an oll nerz hag an oll spered, ha kared an nesa eveldor an unan a dalv muioh eged an oll brovou ha sakrifisou ».

34 O weled e-noa an dén-ze greet eur respont fur, e lavaras Jezuz dezañ :

— « N’emaout ket pell diouz Rouantèlèz Doue ».

Ha ne grede mui dén e-béd ober goulennou outañ.

Gwener
Gouel-meur Kalon-Zakr Jezuz

Yn 19, 31-37 (B)

31 Bez’ e oa derhent ar Pask (da lavared eo : ar gwener). Arabad neuze e chomfe ar horvou ouz ar groaz da zeiz ar zabat, hag e oa ar zabat-se unan braz. Rag-se e houlennas ar Juzevien digand Pilat ma vefe torret dezo o diwesker, ha ma vefent lammet kuit.

32 Mond a reas ar zoudarded da derri o diwesker d’an hini kenta ha goude-ze d’an eil, euz an daou a oa bet staget ouz ar groaz war eun dro gand Jezuz. 33 Digouezet dirag Jezuz, o weled e oa dija maro, ne oe ket torret e ziwesker dezañ, 34 med toulla a reas unan euz ar zoudarded e gostez da Jezuz, gand e hoaf ; ha raktal e teuas anezañ gwad ha dour.

35 Testeni a ro a gement-se an hini e-neus gwelet, ha gwirion eo e desteni ; hennez a oar e lavar ar wirionez evid ma kredot, c’hwi ive. 36 Rag, c’hoarvezet eo kement-se evid ma teufe da wir ar Skritur : « Askorn e-béd dezañ ne vo torret ». 37 Ha c’hoaz en eul leh all, e lavar ar Skritur : « Selled a raint ouz an hini o-deus treuzet dezañ e gorv ».

Sadorn : Kalon dinamm Mari

Lk 2, 41-51

41 Bep ploaz, ez ee tud Jezuz da Jeruzalem, da geñver gouel Pask.

42 Deuet Jezuz d’e zaouzeg vloaz, ez ejont da Jeruzalem, evel kustum, evid ar gouel.

43 Pa oe echu ar gouel, ez ejont gand an hent war-zu ar gêr. Med chom a reas o mab Jezuz e Jeruzalem, hep gouzoud d’e dud.

44 Dre ma kredent edo gand ar re all euz ar gompagnunez, e rejont evel-se eun deveziad hent, araog klask war e lerh e-touez o herentiez hag o anaoudègèz. 45 Pa ne gavent ket anezañ, e teujont war o hiz da Jeruzalem, evid klask anezañ.

46 A-benn tri devez, e kavjont anezañ en Templ, azezet e-kreiz an Doktored, o selaou anezo hag oh ober goulennou outo. 47 Souezet e chome kement hini a gleve anezañ gand e spered hag ar respontou a ree.

48 Sebezet e oe e dud o weled anezañ, hag e lavaras e vamm dezañ :

— « Va mab, perag beza greet deom kement-se ? Setu ma oa da dad ha me, leun a enkrez, o klask war da lerh ».

49 Lavared a reas dezo :

— « Perag beza klasket ahanon ? Ha ne ouieh ket, eo red din beza e ti va Zad ?»

50 Med ne intentjont ket ar péz a lavare dezo.

51 Mond a reas Jezuz ganto, evid distrei da Nazared, hag e veze dalhmad sentuz outo.

Mired a ree e vamm kement-se oll en he halon.