Accueil  -  Gouel ar Pantekost ha seizved sizunvez war ar bloaz (B)

Gouel ar Pantekost ha seizved sizunvez war ar bloaz (B)

Euz an 19 d’ar 25 a viz Mae 2024

Gouel ar Pantekost

Yn 15, 26-27 ; 16, 12-15 (B)

En amzer-ze, e lavare Jezuz d’e ziskibien :

26 « Pa zeuio ar Skoazeller a gasin-me deoh a-berz va Zad, Spered ar Wirionez a zeu euz an Tad, Eñ a roio testeni diwar va fenn. 27 Ha c’hwi ive, a roio testeni din, abalamour m’emaoh ganin abaoe ar penn kenta.

12 « Kalz a draou am-eus c’hoaz da lavared deoh, med n’oh ket evid dougenn anezo bremañ. 13 Pa zeuio ar Spered a Wirionez, e viot renet gantañ er wirionez penn-da-benn, rag ar péz a lavaro ne zeuio ket anezañ, med ar péz e-nevo klevet e vo lavaret deoh gantañ ; hag ar péz a zo da zond a vo ziskleriet deoh gantañ. 14 Gloar a roio din, rag kemer a raio euz ar péz a zo din, evid diskleria anezañ deoh. 15 Kement a zo e kerz an Tad a zo din-me ; setu perag em-eus lavaret deoh e tigemero ar Spered euz ar péz a zo din evid diskleria anezañ deoh ».

Lun goude Pantekost
Memor ar Werhez Glorius Vari, Mamm an Iliz

Yn 19,25-34

25 En amzer-ze, e kichenn kroaz Jezuz, e oa e vamm, ha c’hoar e vamm, Mari, gwrég Kleofaz, ha Mari-Madalen.

26 O weled e vamm, hag en he hichenn an diskib karet gantañ, e lavaras Jezuz dezi :

— « Maouez, setu amañ da vab ».

27 Goude-ze, e lavaras d’an diskib :

— « Setu amañ da vamm ».

Hag diwar an eur-ze, e kemeras an diskib anezi en e di.

28 Goude-ze, o houzoud e oa kaset peb tra da benn, hag evid ma teufe da wir ar Skritur, e lavaras Jezuz :

— « Sehed am-eus ».

29 Bez’ e oa eno eur pod leun a winègr. Lakeet e oe e penn eur gorzenn hizop eun tamm spoue, karget a winègr, ha tosteet ouz genou Jezuz. 30 Kemeret gantañ ar gwinègr, e lavaras Jezuz :

— « Peurhreet eo pép tra ».

Hag o soubla e benn, e roas ar spered.

31 Bez’ e oa derhent ar Pask (da lavared eo : ar gwener). Arabad neuze e chomfe ar horvou ouz ar groaz da zeiz ar zabat, hag e oa ar zabat-se unan braz. Rag-se e houlennas ar Juzevien digand Pilat ma vefe torret dezo o diwesker, ha ma vefent lammet kuit.

32 Mond a reas ar zoudarded da derri o diwesker d’an hini kenta ha goude-ze d’an eil, euz an daou a oa bet staget ouz ar groaz war eun dro gand Jezuz. 33 Digouezet dirag Jezuz, o weled e oa dija maro, ne oe ket torret e ziwesker dezañ, 34 med toulla a reas unan euz ar zoudarded e gostez da Jezuz, gand e hoaf ; ha raktal e teuas anezañ gwad ha dour.

Meurz

Mk 9, 30-37

30 Bez’ e oa Jezuz hag e ziskibien oh ober hent a-dreuz Bro-Halilea, ha n’e-noa ket c’hoant e teufe dén da houzoud. 31 Rag setu amañ ar péz a gelenne d’e ziskibien :

— « Gwerzet e vo Mab an Dén da veza lakeet etre daouarn an dud. Kaset e vo ganto d’ar maro, ha tri devez goude-ze, eh adsavo da veo ».

32 Ne intente ket an diskibien avad ar homzou-ze, ha ne gredent ket ober goulennou outañ.

33 En em gaoud a rejont e Kafarnaom, hag eur wech degouezet en ti, e houlennas Jezuz outo :

— « Diwar-benn petra e oah o kaozeal a-héd an hent ? »

34 Chom a rejont dilavar, rag a-héd an hent, o-doa komzet etrezo evid gouzoud pehini anezo e oa ar brasa.

35 Azeza a reas Jezuz, hag e halvas an Daouzeg da zond d’e gaoud. Lavared a reas dezo :

— « M’e-neus c’hoant unan bennag beza da genta, e rañk beza an diweza euz an oll, ha servicher an oll ».

36 Neuze, e halvas eur paotrig ha lakaad anezañ dirazo. O veza kemeret anezañ etre e ziouvreh, e lavaras dezo :

37 — « An hini a zigemer, em ano, eur paotrig evel hemañ, a zigemer ahanon me va-unan. Hag an hini a zigemer ahanon, n’eo ket me eo a zigemer, med an Hini on bet kaset gantañ ».

Merher

Mk 9, 38-40

38 Lavared a ree Yann, unan euz an Daouzeg, da Jezuz :

— « Mestr, gwelet on-eus eun dén o kas kuit an droug-sperejou en da ano ; harzet on-eus outañ, rag n’ema ket gand ar re a zo a-du ganeom ».

39 Respont a reas Jezuz :

— « Arabad herzel outañ, rag an hini a ra eur burzud en va ano, ne hell ket lavared droug ouzin kerkent war-lerh. 40 An hini n’ema ket a-eneb deom, a zo a-du ganeom ».

Yaou

Mk 9, 41-50

Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

41 « Piou bennag a roio deoh da eva eur werennad dour, ablamour ma ’z oh diskibien d’ar Hrist, e gwirionez e lavaran deoh, ne gollo ket e rekompañs ».

42 « An hini a lak da behi unan bennag euz ar re vihan-mañ a gréd ennon, e vefe gwelloh staga ouz e houzoug eur mên-milin a vez lakeet da drei gand an azened, ha stlapa anezañ er mor.

43 « Ha ma vez da zorn o tougenn ahanout d’ar pehed, troh anezañ, rag gwelloh eo dit antreal mogn er vuhez peurbaduz, kentoh eged koueza gand da zaou zorn er « jehenn », en tan na varv ket.

(44)45 Ma vez da droad o tougenn ahanout d’ar pehed, troh anezañ, rag gwelloh eo dit mond kamm d’ar vuhez peurbaduz, eged beza stlapet gand da zaou droad er « jehenn ».

(46)47 « Ha ma vez da lagad o tougenn ahanout d’ar pehed, tenn anezañ kuit, rag gwelloh eo dit mond born e Rouantèlèz Doue, eged beza stlapet gand da zaou lagad er « jehenn », 48 el leh m’ema ar preñved na varvont ket hag an tan na zeu ket da vouga. 49 Rag pep dén vo sallet en tan.

50 « Eun dra vad eo an holen ; med ma teu an holen da goll e vlaz, gand petra e vo roet dezañ e zaour en-dro ? Ra vezo holen ganeoh-c’hwi, ha bezit er peoh kenetrezoh ».

Gwener

Mk 10, 1-12

1 Degouezoud a ra Jezuz e Bro-Judea, ha goude-ze en tu all d’ar Jordan. Adarre, e teu e-leiz a dud en-dro dezañ, hag adarre, evel kustum, e kelenne anezo.

2 Tostaad a reas Farizianed outañ, hag evid paka anezañ en e gomzou, e houlennjont outañ :

— « Daoust hag aotreet eo eur gwaz da gas e wrég kuit ? »

3 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Petra zo bet gourhemennet deoh gand Moïzez ? »

4 Lavared a rejont dezañ :

– « Aotreet e-neus Moizez da gas ar wrég kuit, gand ma vo savet eul lizer a zisparti ».

5 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Abalamour ma z’ eo kaled ho kalon eo eo bet skrivet al lezenn-ze gand Moïzez evidoh. 6 Med e penn kenta ar béd, e-noa Doue greet anezo gwaz ha maouez. 7 Rag-se, e kuitaio ar gwaz e dad hag e vamm, hag en em stago ouz e wrég, 8 ha ne vint o-daou nemed unan ; evel-se, n’eus ket mui daou anezo, med unan hepkén.

9 « Arabad d’an dén eta dispartia ar péz a zo bet unanet gand Doue ! »

10 Eur wech deuet en ti, e ree an diskibien goulennou outañ adarre war ar poent-se. 11 Hag e respontas dezo :

— Kement hini a gas kuit e wrég hag a gemer unan all, a ra avoultriez en he-heñver. 12 Hag ar vaouez he-deus kaset kuit he gwaz, evid kemer unan all, a ra avoultriez ».

Sadorn

Mk 10, 13-16

13 Digaset e oa bugaligou da Jezuz, dezañ da astenn e zaouarn warno. Med kaset e oent pelloh buan gand an diskibien.

14 O weled kement-se, ez eas Jezuz droug ennañ, hag e lavaras :

— « Laoskit ar vugaligou da zond d’am haoud ; na virit ket outo, rag d’ar re a zo heñvel outo eo Rouantèlèz Doue. 15 E gwirionez, e lavaran deoh : an hini na zigemer ket Rouantèlèz Doue evel ma ra eur bugelig, ne z’ aio ket enni ».

16 Stardet e vezent gantañ etre e zivreh, hag e vennige anezo en eur astenn e zaouarn warno.