24 a viz Kerzu 2023 mintin
26 D’ar c’hwehved miz, e oe kaset an êl Gabriel gand Doue d’eur gêr a Vro-Halilea, anvet Nazared, 27 da gaoud eur plah yaouank dimezet d’eun den anvet Jozef, euz lignez David, hag e oa Mari ano ar plah yaouank.
28 Digouezet beteg enni, e lavaras an êl dezi :
— « Béz laouen, leun a hras ! Ema an Aotrou ganit ».
29 O kleved seurt komzou, e oe hi strafuillet braz. Klask gouzoud e oa petra a dalveze ar zalud-se.
30 Lavared a reas an êl dezi :
— « Na gemer ket aon, Mari, rag plijet out bet da Zoue. 31 Setu emaout o vond da veza dougéréz, hag e hani eur mab, hag e roi dezañ an ano a Jezuz. 32 Braz e vo, hag e vo anvet Mab da Vestr an Uhel-Meurbed. Trôn David e dad a vo roet dezañ gand an Aotrou Doue. 33 Roue e vo war lignez Jakob da viken, hag e rouantèlèz ne vo fin e-béd dezi ».
34 Lavared a reas Mari d’an êl :
— « Penaoz e c’hoarvezo kement-se, peogwir n’em-eus darempred gand gwaz ebed ? »
35 Respont a reas an êl dezi :
— « Diskenn a raio ar Spered-Santel warnout, hag e vi goloet gand galloud Mestr an Uhel-Meurbed. Dre-ze, e vo santel ar hrouadur, hag e vo anvet Mab da Zoue. 36 Ha setu ema Elizabed da geniterv o tougen eur mab ive, daoust d’he oad, hag an hini a veze greet anezi ar « vaouez dizeh », setu ema gand he c’hwehved miz 37 Rag n’eus netra dreist galloud Doue. »
38 Lavared a reas Mari neuze :
— « Setu amañ servichéréz an Aotrou, ra hoarvezo ganin hervez da lavar ».
Hag ez eas an êl kuit diouti.