Euz an 3 d’an 9 a viz meurz 2024
13 Tost e oa gouel Pask ar Juzevien. Kemer a reas Jezuz hent Jeruzalem.
14 E diabarz an Templ, e kavas ar varhadourien o werza ejenned, dañvadezed ha koulmed, hag ive an drokerien arhant, a oa azezet.
15 Neuze, o veza greet eur fouet gand kerdin, e taolas anezo oll er-mêz euz an Templ, dañvadezed, ejenned hag all ; strewi a reas moneiz an drokerien ha taoler o zaoliou d’an traoñ.
16D’ar re a oa o werza koulmed, e lavaras :
— « Kasit an traou-ze kuit a-hann ; na rit ket euz ti va Zad eur stal-genwerz ».
17 Dond a reas soñj d’e ziskibien euz komzou ar Skritur-Zakr :
« Devet on gand tan ar gréd a zo ennon evid da di ».
18 Med lavared a reas ar Juzevien dezañ :
— « Peseurt sîn a ziskouezez deom evid ober kement-se ? »
19 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Diskarit an templ-mañ, hag en eur ober tri devez e lakin anezañ en-dro en e-zav ».
20 Lavaret a reas ar Juzevien dezañ :
— « Eet ez eus c’hweh vloaz ha daou-ugent evid sevel an templ-mañ, ha te a adsavo anezañ e tri devez ? »
21 Med an templ ma oa Jezuz o komz anezañ a oa e gorf. 22 Setu pa oe savet a-douez ar re varo, e teuas da zoñj d’e ziskibien e-noa lavaret kement-se ; hag e kredjont er Skritur-Zakr hag er homzou e-noa lavaret Jezuz.
23 E-pad ma chomas e Jeruzalem evid gouel ar Pask, e kredas kalz tud ennañ, o veza gwelet ar burzudou a ree.
24 Evelato ne lakee ket Jezuz e fiziañs enno, rag anaoud a ree anezo oll. 25 Ha n’e-noa ezomm euz testeni e-béd diwar-benn doareou an dén, rag gouzoud a ree e-unan petra a zo en dén.
E sinagogenn Nazared, e lavare Jezuz d’e genvroiz :
24— « E gwirionez, e lavaran deoh : Profet e-béd ne vez digemeret mad en e vro. 25 E gwirionez, e lavaran deoh : Bez’ e oa kalz intañvezed e Bro-Izrael, en amzer Elïaz, pa jomas kloz an oabl e-pad tri bloaz hanter, ha pa oe eur gernez vraz dre ar vro a-béz. 26 Koulskoude, ne oe ket kaset Elïaz etrezeg hini e-béd anezo, med d’eun intañvez estren euz kêr Sarepta, e Bro-Zidon.
27 « En amzer Elizeaz, e oa kalz tud lor en Izrael, hag hini e-béd anezo n’eo bet pareet, nemed Naaman ar Sirïad ».
28 O kleved ar homzou-ze, ez ejont oll e fulor er zinagogenn. 29 Sevel a rejont en o-zav, ha bounta anezañ er-mêz euz kêr. Kas a rejont anezañ beteg penn eun tarroz euz an dorgenn, m’eo savet kêr warnañ, evid stlepel anezañ d’an traoñ.
30 Med, tremen a reas Jezuz dre o-zouez, hag ez eas gand e hent.
21 En amzer-ze, e tosteas Pèr ouz Jezuz, hag e lavaras dezañ :
— « Aotrou, péd kwech, ma teu d’am breur mankoud ouzin, e rañkan pardoni dezañ ? Beteg seiz kwech ? »
22 Respont a reas Jezuz :
— « Ne lavaran ket dit beteg seiz kwech, med beteg seiteg ha tri-ugent kwech seiz kwech.
23 « Rag e gwironez, heñvel eo Rouantèlèz an Neñvou ouz eur roue hag a fellas dezañ urzia e gonchou gand e zervicherien.
24 « Kroget e oa da urzia e gonchou, pa oe digaset dirazañ eun dén hag a oa dleour dezañ a zég mil talant.
25 « O veza n’e-noa ket hemañ peadra da baea e zle, e roas ar mestr urz da werza anezañ, e wrég hag e vugale ha kement e-noa, evid kaoud evel-se an diskarg euz e zle.
26 « Neuze, en em daolet ar zervicher e-harz e dreid, eh aspede e vestr en eur lavared :
— « Bez pasianted ganin, hag e paein kement a zlean dit ».
27 « Kroget an druez er mestr, e lezas e zervicher da vond kuit en eur rei dezañ an diskarg euz e zle.
28 « Med, a-boan eet er-mêz, e kavas hemañ unan euz e gompagnuned-labour, hag a oa dleour dezañ euz a gant diner. Tapoud a reas krog ennañ, ha gwaska war e houzoug beteg beza prést da vouga anezañ, en eur lavared :
— « Paee da zle ! »
29 « Neuze, en em daolas ar zervicher e-harz e dreid en eur aspedi anezañ :
— « Bez pasianted ganin, hag e paein dit va dle en e-béz ».
30 « Egile a-vad, ne fellas ket dezañ. Mond a reas da lakaad taoler anezañ er prizon, beteg m’e-nefe paeet e zle.
31 « O weled kement-se, e oe glaharet braz ar zervicherien all, hag e teujont da gonta d’o mestr kement a oa bet c’hoarvezet.
32 « Neuze, e lakeas e vestr gervel anezañ, hag e lavaras dezañ :
— « Servicher fallagr, kement ha ma oas dleour din, am-eus roet-me an diskarg anezañ dit, o veza m’az-poa aspedet ahanon. 33 Daoust ha ne oa ket dleet dit d’az-tro kaoud truez ouz da gompagnun, evel m’am-eus bet-me truez ouzit ? »
34 « Ha fuloret braz, e lakeas ar mestr anezañ etre daouarn ar vourrevien, beteg m’e-nefe paeet e zle penn-da-benn.
35 « Evel-se, e raio en ho-keñver va Zad hag a zo en Neñv, ma ne bardonit ket pep hini ahanoh d’e vreur, a-greiz ho kalon ».
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
17 — « N’it ket da gredi e vefen deuet da ziskar al Lezenn hag ar Brofeted : n’on ket deuet da ziskar anezo, med da beurober anezo.
18 « Rag e gwirionez, e lavaran deoh : keid ha ma pado an neñv hag an douar, na pik, na lizerenn ne vo lamet kuit euz al Lezenn, ken na vo sevenet pep tra.
19 « An hini eta a dorro unan euz an disterra gourhemennou, hag a zougo ar re all da ober kemend-all, a vo laket e-touez ar re zisterra e Rouantèlèz an Neñv. Med an hini a heuillo anezo hag a lakaio ar re all da heulia anezo, hennez a vo lakeet uhel e Rouantèlèz an Neñv.
14 Bez’ e oa Jezuz o kas kuit eun diaoul, hag a lakee eun dén da veza mud. Eur wech eet an diaoul e-mêz an dén mud, e stagas da gomz, hag e oe estlammet an dud.
15 Med lavared a reas lod anezo :
— « Dre Veelzeboul, priñs an droug-sperejou, eo e kas kuit an diaoulou ».
16 Evid amproui Jezuz, e houlenne reou all digantañ eur zîn euz an neñv.
17 Med oh anavezoud o zoñjou, e lavaras Jezuz dezo :
— « Mond a ra da goll kement rouantèlèz a zo dizunaniez enni heh-unan, hag enni e tizah an tiez an eil war egile. 18 Mard eo Satan ive disrannet dioutañ e-unan, penaoz e chomo e rouantèlèz en he-zav, pa lavarit eo dre Veelzeboul e kasan kuit an droug-sperejou ? 19 Ha mard eo dre Veelzeboul eo e kasan-me kuit an droug-sperejou, dre biou e kas kuit anezo ho tiskibien-c’hwi ? Rag-se, e vezo ar re-mañ o-unan ho parnerien.
20 « Mard eo a-vad, dre halloud Doue eo e kasan kuit an droug-sperejou, neuze eo deuet Rouantèlèz Doue beteg ennoh.
21 « Pa vez eun den kreñv, gand e armou, o tiwall e di, e vez e beadra e surentez. 22 Med ma tigouez unan all kreñvoh egetañ, o kaoud an treh warnañ, e lamo digantañ e armou a oa e fiziañs enno, hag e lodenno e breiz.
23 « An hini n’ema ket a-du ganin, a zo a-eneb din, hag an hini ne zastum ket ganin, stlabeza eo a ra ».
28 Tostaad a reas eur skrib ouz Jezuz, hag e houlennas outañ :
— « Pehini eo ar henta euz an oll hourhemennou ? »
29 Respont a reas Jezuz :
— « An hini kenta eo : Selaou Izrael, an Aotrou on Doue, n’eus Aotrou e-béd nemetañ. 30 Kared a ri an Aotrou da Zoue, a-greiz da galon, gand da oll ene, da oll spered ha da oll nerz.
31 Hag an eil eo hemañ : Kared a ri da nesa eveldout-te da unan. N’eus ket brasoh gourhemenn eged ar re-ze ».
32 Neuze, e lavaras ar skrib dezañ :
— « Mad-tre, Mestr ! Gwir eo ar péz az-peus lavaret : N’ez eus nemed eun Doue, ha n’eus hini all e-béd nemetañ. 3 Kared anezañ a-greiz kalon gand an oll nerz hag an oll spered, ha kared an nesa eveldor an unan a dalv muioh eged an oll brovou ha sakrifisou ».
34 O weled e-noa an dén-ze greet eur respont fur, e lavaras Jezuz dezañ :
— « N’emaout ket pell diouz Rouantèlèz Doue ».
Ha ne grede mui dén e-béd ober goulennou outañ.
9 Lavared a reas Jezuz eur barabolenn evid ar re a gave dezo e oant just, ha n’o-doa nemed dispriz evid an dud all :
10 « Mond a reas daou zén d’an Templ evid pedi, unan anezo a oa farizian, egile, publikan.
11 « En e-zav, e pede ar farizian ennañ e-unan evel-henn :
— « Va Doue, trugarekaad a ran ahanout, peogwir n’on ket e-giz ar re all : laer, disleal, avoultrer, pe c’hoaz evel ar publikan-mañ. 12 Yuni a ran diou wech ar zizun, ha rei a ran ive an degved euz kement a hounezan ».
13 « Pell alese a-vad, e oa ar publikan. Ne grede ket zokén sevel e zaoulagad war-zu an neñv. Med skei a ree war boull e galon en eur lavared :
— « Va Doue, bez truez ouzin, peher ma ’z on ! »
14 « Lavared a ran deoh : mond a reas hemañ d’ar gêr, deuet da veza-eñ eun dén just, kentoh eged egile.
« Rag izel e vo lakeet an neb en em laka uhel, hag uhel, an neb en em laka izel ».