Accueil  -  Trede sizunvez war ar bloaz (B)

Trede sizunvez war ar bloaz (B)

Euz an 21 d’an 27 a viz Genver 2024

Trede sul war ar bloaz

Mk 1, 14-20 (B)

14 Goude ma oa bet lakeet Yann-Vadezour er prizon, ez eas Jezuz da Vro-Halilea.

15 Embann a ree ar Helou Mad a-berz Doue, o lavared :

« Deuet eo an amzer d’e boent, tost tre ema Rouantèlèz Doue. Troit ho kalon ouz Doue, ha kredit er Helou Mad ».

16 En eur vond a-héd mor Galilea, e welas Simon hag e vreur Andre o taoler o rouejou er mor, rag pesketerien e oant.

17 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Deuit d’am heul, hag e rin pesketerien tud ahanoh ».

18 Kerkent, dilezet ganto o rouejou, ez ejont d’e heul.

19 Eet eun tammig pelloh, e welas Jezuz Jakez, mab Zebede, hag e vreur Yann, int-i ive en o bag, o kempenn o rouejou. 20 Gelver a reas anezo kerkent. Neuze, o tilezel o zad gand e vevelien er vag, ez ejont d’e heul.

Lun

Mk 3, 22-30

22 Diwar-benn Jezuz, e lavare kement-man ar Skribed diskennet euz Jeruzalem :

— « Bez’ ema Belzeboul ennañ. Dre vestr braz an droug-sperejou eo, eh argas kuit an droug-sperejou ».

23 O gelver anezo da zond d’e gaoud, e lavare Jezuz dezo dre barabolennou :

— « Penaoz e hell Satan argas Satan ? 24 Ne hell ket eur rouantèlèz padoud, ma’z eus dizunaniez enni. 25 Ne hell ket eur famill chom en he-zav, ma’z eo dizunanet outi e-unan.

26 « Neuze, mard-eo eta en em zavet Satan a-eneb dezañ e-unan, ha ma’z eo dizunanet outañ e-unan, n’eo ket evid padoud ; echu eo gantañ ».

27 « Ne hell dén e-béd mond tre e ti eun dén kreñv, ha laerez e vadou dezañ, nemed ha liammet e-nefe da genta an dén kreñv-ze. Neuze, e vo gellet skrapa e draou.

28 E gwirionez, e lavaran deoh : pardonet e vo d’an dud an oll behejou, hag an oll gomzou dizakr bet lavaret ganto. 29 Méd, ne vo biken pardon e-béd evid an hini e-no komzet dizakr a-eneb ar Spered-Santel. Kabluz a behed eo evid atao ».

30 Evel-se e komze Jezuz, abalamour m’o-doa lavaret ar Skribed : « Bez’ ez eus eur spered hudur ennañ ».

Meurz

Mk 3, 31-35

31 Bez’ e oa Jezuz en eun ti, hag e tigouezas e vamm hag e vreudeur. Chom a rejont er-mêz avad, ha kas unan bennag goulenn anezañ. 32 En-dro dezañ, e oa kalz tud azezet ; lavared a reer dezañ :

— « Aze er mêz, ema da vamm, da vreudeur ha da hoarezed o klask war da lerh ».

33 Respont a reas dezo :

— « Piou eo va mamm ? ha piou va breudeur ? »

34 Hag o taoler e zellou war an dud azezet en-dro dezañ, e lavar :

35— « Setu va mamm ha va breudeur. An hini a ra bolontez Doue, hennez zo breur din, ha c’hoar din, ha mamm din ».

Merher

Mk 4, 1-20

1 Staga a reas Jezuz adarre da gelenn war bord mor Galilea. Dond a reas e-leiz a dud en-dro dezañ, ken ma savas en eur vag, hag eh azezas enni. Bez’ e oa Jezuz war ar mor, hag an oll dud war an aod.

2 Kalz traou a gelenne dezo dre barabolennou, hag e lavare dezo en e gelennadurez :

3— « Selaouit ! Setu an hader o vond da hada. 4 E-pad ma oa oh hada, e kouezas greun a-hed an hent. Deuet eo al laboused, hag eet ar greun ganto.

5 Kouezet ez eus greun ive war eun takad meineg, el leh ma ne oa ket kalz a zouar.

Diwan a ra an had raktal, dre ma ne oa ket kalz a zouar. 6 Ha pa ’z eo bet savet an heol, eo bet skaotet, ha dizehet dre ma n’e-noa ket a wriziou.

7 « Koueza a ra greun c’hoaz e-touez ar spern. Sevel a ra ar spern, hag e teu da vouga anezo ; ha n’eus tamm frouez e-béd diwarno.

8 « Koueza a ra had c’hoaz war an douar mad, ha diwan, ha kreski, ha dougen frouez : tregont, tri-ugent ha kant evid unan ».

9 Hag e lavaras Jezuz :

— « An neb e-neus diskouarn da gleved, ra glevo ! ».

10 Pa en em gavas Jezuz e-unan, e stagas ar re a oa en-dro dezañ gand an Daouzeg, da ober goulennou outañ diwar-benn ar parabolennou.

11 Hag e lavare dezo :

— « Deoh-c’hwi eo bet roet mister Rouantèlèz Doue da intent. Med evid an dud euz an diavêz, ne zeu pep tra nemed dre barabolennou, rag, 12 kaer o-deus selled, ne welint ket, ha kaer o-deus klevet ne intentint ket, a-hend all e trofent ouz Doue hag e vefe pardonet dezo ».

13 Hag e lavaras dezo :

– « Ne intentit ket ar barabolenn-ze ? Penaoz neuze, eh intentot an oll barabolennou ? »

14 « Ema an hader o hada ar Gomz. 15 Evid an dud a zo war bord an hent, el leh m’eo hadet ar Gomz, p’o-devez klevet, e teu kerkent Satan, hag e tenn diganto ar Gomz bet hadet enno.

16 « Evel-se ive, ema ar re o-deus resevet an had e takadou meineg ; ar re-ze, p’o-devez klevet ar Gomz, o-deus kerkent resevet anezi gand levenez. 17 Med, n’eus ket a wriziou enno, bez’ ez int tud euz eur mare hepken. Pa zav trubuill pe heskinèrèz diwar goust ar Gomz, e vezont strobet.

18 Bez’ ez eus reou all a zo bet hadet e-touez ar spern : ar re-ze eo ar re o-deus klevet ar Gomz. 19 Med trabas ar béd-man, ar binvidigez o touella, ha meur a hoantegez all, en em zil enno, hag e vez mouget ar Gomz, houmañ a jom neuze difrouez.

20 « Ha bez’ ema ar re a zo bet hadet en douar mad : klevet a ra ar re-ze ar Gomz, reseo a reont anezi, hag e taolont frouez : tregont, tri-ugent, kant evid unan ».

Yaou 25 à viz Genver
Konversion Sant Paol, abostol, Gouel

Mk 16, 15-18

15 Savet Jezuz a varo da veo, e lavaras d’an unneg abostol :

— « It dre ar béd a-béz, embannit ar Helou Mad d’an oll dud.

16 Salvet e vo an hini a gredo hag a vo badezet.

Kondaonet e vo an hini a zinaho kredi.

17 Setu amañ ar zinou burzuduz a vo da heul ar re o-devo kredet : dre va ano, e kasint kuit an droug-sperejou ; yezou nevez a gomzint ; tapoud krog a raint en naered ; 18 ha ma’h evont eun ampoezon marvel bennag, ne raio droug e-béd dezo ; astenn a raint o daouarn war ar re glañv, hag e vo pareet ar re-mañ ».

Gwener 26 à viz Genver
Sent Timote ha Tit, diskibien Sant Paol

Lk 10, 1-12.17-20

1 E touez e ziskibien, e tibabas Jezuz daouzeg ha tri-ugent all, hag e kasas anezo, daou-ha-daou, en e-raog, da vond e kement kêr ha kement leh m’e-noa e-unan da vond enno. 2 Lavared a reas dezo :

— « Braz eo an eost, med micherourien a zo nebeud anezo. Pedit eta mestr an eost, ma kaso micherourien da ober an eost.

3 « It en hent ; setu ma kasan ahanoh evel deñved e-touez bleizi. 4 Na gasit ganeoh na yalh, na sah, na sandalennou.

Arabad chom en hent da zaludi dén e-béd. 5 E kement ti ma ’z eot ennañ, lavarit da genta : Peoh d’an ti-mañ. 6 Ma ’z eus eno eun dén a beoh, e tiskenno ho peoh warnañ. Ma n’eus ket, e teuio deoh en-dro.

7 « Chomit er memez ti. Debrit hag evit euz ar péz a vo roet deoh, rag gounid a ra ar micherour e voneiz. Arabad deoh mond euz eun ti d’egile.

8 « E kement kêr ma ’z eot, hag ho-po enni digemer vad, debrit ar péz a vo kinniget deoh. 9 Roit ar pare d’ar re glañv a vo er gêr-ze, ha lavarit dezo : Deuet eo beteg ennoh Rouantèlèz Doue.

Sadorn

Mk 4, 35-41

35 En deiz-se, deuet ar pardaez-noz, e lavaras Jezuz d’e ziskibien :

— « Treizom da vond d’an tu all ».

36 Goude beza lezet an dud, e kemerjont Jezuz ganto er vag, evel ma oa ; hag e oa bagou all ouz e heul.

37 Sevel a reas neuze, eur barr avel diroll. Lammad a ree an tarziou er vag, beteg dezi beza karget a zour.

38 Kousket e oa Jezuz avad, war an dorchenn, e penn-a-dreñv ar vag. Dihun a reont anezañ o lavared :

— « Mestr, kollet om ! ne ra netra kement-se dit ?

39 Eur wech dihunet, e hourdrouzas an avel, hag e lavaras d’ar mor :

— « Chom sioul ! Ro peoh ! »

Ha terri a reas an avel, hag e renas eur peoh kaer.

40 Neuze, e lavaras Jezuz dezo :

— « Perag kaoud aon evel-se ? N’ho-peus ket c’hoaz ar feiz ? »

41 Hag e krogas eur spont braz enno, hag e lavarent kenetrezo :

— « Piou ’ta eo hemañ, pa zent outañ koulz an avel hag ar mor ? »